Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR SOFONIAS.


————


I. PENNAD



1. Ger ann Aotrou, péhini a zeûaz da Zofonias mâb Chusi, mâb Godolias, mâb Amarias, mâb Ézékias, é deisiou Josias, mâb Amon, roué Juda.

2. Strolla, strolla a rinn kémen̄d a zô war c’horré ann douar, émé ann Aotrou.

3. Strolla a rinn ; ann dud hag al loéned ; strolla a rinn evned ann én̄v ha peskéd ar môr : dispenna a rinn ar re fallagr, hag é kollinn ann dûd diwar ann douar, émé ann Aotrou.

4. Astenna a rinn ivé va dourn war Juda, ha war holl dûd Jéruzalem : hag é kollinn diwar al léac’h-zé dilerc’hiou Baal, hag hanvou hé vinistred, gan̄d hé véleien :

5. Hag ar ré a azeûl war ann tôennou armé ann én̄v, hag ar ré a azeûl ann Aotrou hag a dou dré hé hanô, hag a dou ivé dré hanô Melc’hom ;

6. Hag ar ré a zistrô dioud ann Aotrou hép mon̄d war hé lerc’h ; ar ré na glaskon̄t két ann Aotrou, ha na fell két d’ézhô hé gavout.

7. Tavit dirâg ann Aotrou Doué : râk tôst eo deiz ann Aotrou ; râg aozet eo ann hostiv gan̄d ann Aotrou ; galvet eo hé vanvézerien gan̄t-han̄.

8. Hag ével-henn é c’hoarvézô : é deiz hostiv ann Aotrou é emwélinn ar brin̄sed, ha bugalé ar roué ha kémen̄d hini a vézô gwisket gan̄d diḻad a-ziavéaz.

9. Mé a emwélô ivé kémen̄d hini a iélô gan̄t balc’hder dreist ann treûzou enn deiz-zé, hag ar ré a leuñ tî ann Aotrou hô Doué a fallagriez hag a douellérez.

10. Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é vézô eur garm brâz out porz ar péskéd, ha iouc’hadennou oud ann en̄v hag eul lazérez brâz eûz ar c’hrec’hiennou.

11. Iouc’hit, tûd Pila : tavet eo pobl Kanaan ; dispennet eo ann holl dûd-zé gôlôet a arc’han̄t.

12. Hag ével-henn é c’hoarvézô enn amzer-zé : c’houilia a rinn Jéruzalem gan̄t kleûzeûriou : emwélout a rinn ann dûd a zô éat doun enn ho hudurnez, hag a lavar enn hô c’halounou : Ann Aotrou na rai két a vâd, na rai két a zrouk.

13. Hô madou a vézô preizet, hag hô ziez a zeûi da véza didud : tiez a zavin̄t, ha na choumin̄t két enn-hô : gwiniennou a blan̄tin̄t, ha na évin̄t két ar gwîn anézhô.

14. Tôst eo deiz brâz ann Aotrou, tôst eo ha téar : mouéz deiz ann Aotrou a zô c’houerô ; énô é vézô en̄krézet ann dén kré.

15. Eunn deiz a vuanégez é vézô ann deiz-zé, deiz a en̄krez hag a an̄ken, deiz a c’hlac’har hag a reûz, deiz a dévalien hag a amc’houlou, deiz a goabr hag a arné.

16. Deiz korn-boud ha trouz, a-éneb ar c’heriou kré, hag ann touriou uc’hel.

17. Ha mé a en̄krézô ann dûd, hag