Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
270
levr nahum.

mézékéet : té a glaskô ken-ners digan̄d da énébour.

12. Da holl geriou kré a vézô ével ar fiez abréd ; pa hejeur ar skourrou, é kouézon̄t é genou ann hini hô debr.

13. Chétu da bobl a zeû ével gragez enn da greiz : dôriou da zouar a vézô digor d’as énébourien, ann tân a zevô da varrennou.

14. Tenn dour d’id évid ar grounadur, kréva da gréou ; kéa er prî, ha mac’h-hén̄, ha grâ brikennou gan̄t-han̄.

15. Énô é vézi loun̄ket gan̄d ann tân : diskaret é vézi gan̄d ar c’hlézé, a vévézô ac’hanod ével ar viskoul : en em stroll ével ar viskoul : en em baott ével ar c’hiḻek-raden.

16. Muioc’h a varc’hadourez éc’h eûz dastumet égét n’eûz a stéred enn én̄v : ar biskouled a oa en em lédet, hag in̄t éat-kuît.

17. Da warded a zô ével ar c’hiḻeien-raden, ha da vugaligou ével kiḻeienigou-raden, peré a arzaô war ar c’haéou pa eo ien ann amzer : hôgen pa zâv ann héol, hî a nich, ha na anavézeûr mui al léac’h é pehini édon̄t.

18. Da veserien, roué Assur, a zo bét kousket ; da brin̄sed a zô bét gourvézet : da bôbl a zô éat da guza er ménésiou, ha n’eûz den évid hô strolla.

19. Né két kuzet da en̄krez : gwall wiridig eo da c’houli : kémen̄d hini hô deûz klévet ar péz a zo c’hoarvézet gan-éz, hô deûz pounnéréet hô dourn war-n-od ; râk war biou né két bét tréménet da zrougiez é beb amzer ?