Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR NAHUM.


————


I. PENNAD


Disman̄tr Niniva. Dieûb Juda.



l. Béac’h Niniva. Levr gwélédigez Nahum ann Elkesaiad.

2. Eunn Doué oazuz, ha ven̄jer eo ann Aotrou : ven̄jer eo ann Aotrou, ha leûn a frouden : ven̄jer eo ann Aotrou é kén̄ver hé énébourien ; buaneg eo é-kén̄ver hé heskinerien.

3. Habask eo ann Aotrou, ha brâz é galloud ; na laka két ann drouk da véza dinam. Ann Aotrou a gerz enn arméou hag er c’horven̄tennou, ha koabrou poultr a zô dindân hé dreid.

4. Ar môr a c’hourdrouz, hag é tizec’h anézhan̄ : ann holl steriou a drô enn eunn distrô. Basan hag ar C’harmel a goll hô c’haerded : bleûn̄ al Liban a zeû da wén̄vi.

5. Heja a râ ar ménésiou dira-z-han̄, hag ar c’hrec’hiennou a zô dispennet : ann douar, ar béd, ha kémen̄t a choum enn-han̄ a grén dirâg hé zremm.

6. Dirâg hé frouden piou a hello harpa ? ha piou a énébô oud hé vuanégez vrâz ? Hé frouden a skiñ ével ann tân, lakaad a râ ar vein da deûzi.

7. Ann Aotrou a zô mâd, hag a gen-nerz é deiz ann en̄krez : anaout a râ ar ré a laka hô géd enn-han̄.

8. Gan̄d eunn dic’hlann a dréménô é tisman̄trô al léac’h-man̄ : hag ann dévalien a iélô war-lerc’h hé énébourien.

9. Pérâg é tispac’hit-hu a-éneb ann Aotrou ? hén̄ hé-unan eo hô tispennô : na zavô két diou wéach ann en̄krez.

10. Râg ével ma en em gemmesk kévret ann drein, ével-sé en em strollon̄t kévret évid en em vézvi : hôgen hî a vézô bévézet ével kôlô krâz.

11. Ac’hanod é teûi unan hag a vennô droug a-éneb ann Aotrou, ha na rai némét fallagriez.

12. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ha pa ven̄t kré, ha pa ven̄t paot, koulskoudé é vézin̄t toazet, p’az ai hén̄ ébiou : da c’hlac’haret em eûz, ha n’az glac’harinn mui.

13. Bréma é tôrrinn ar walen gan̄t péhini é skôé war da gein, hag é vrévinn da chadennou.

14. Ann Aotrou a c’hourc’hémennô kémen̄t-man̄ diwar da benn : na vézô mui skiñet ével hâd da hanô : dispenna a rinn ar skeûdennou kizellet, hag ar ré deûzet eûz a dî da Zoué : hé lakaad a rinn da véz d’id, ô véza ma oud mézékéet.

15. Chétu war ar ménésiou treid ann aviéler, ann hini a embann ar péoc’h : Lîd, ô Juda, da c’houéliou, ha kennig da wéstlou : râk na dréménô mui Bélial dré-z-od : kollet eo a-grenn.


————


II. PENNAD


Ners ann armé a gerz a-énep Niniva.


1. Chétu ar skiñer a biñ dira-z-od,