Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
levr ar profed isaias.

han̄ ar poell, hag en deûz hé zesket.

27. Râk na vac’heur két ar gît gan̄d ar bégou houarn ; na dréméneur két rôdou ar c’harr war ar c’houmin : hôgen ar gît a zourneur gan̄d eur wialen, hag ar c’houmin gan̄d eur vâz.

28. Ann éd bara a vréveur : hôgen ann hini a vac’h anézhan̄ n’her mac’h két bépréd ; n’hen trémen két bépréd dindân rôdou ar c’harr, ha na vrév két bépréd ar c’hôlô gan̄d ar bégou houarn.

29. Ha kémen̄t-sé a zeu diouc’h ann Aotrou, Doué ann arméou, évid diskouéza hé guzul brâz, ha rei da anaout hé reizded estlammuz.


————


XXIX. PENNAD.


Disman̄tr Jéruzalem hag ar Judéa.


1. Gwâ Ariel, Ariel, ar géar out péhini é stourmaz David. Likiid eur bloaz war eur bloaz, hag hé lidou a wézô tréménet.

2. Mé a c’hrounnô Ariel, hag hî a vézô trist ha glac’haret ; hag hî a vézô évid-oun ével ann aoter Ariel.

3. Eur c’helc’h a rinn enn-drô d’id ; kréou a zavinn a-énep d’id ; saviou-douar a rinn évit stourmi ouz-id.

4. Vuéléet é vézi ; ével eûz a zindân ann douar é komzi, ha da lavar a zeûi ével eûz ar poultr ; da vouéz ô ton̄d eûz ann douar a vézô hén̄vel oud hini eur strôbineller, ha da lavar ô ton̄d eûz ar poultr na vézô néméd eur soroc’h.

5. Hag ann niver eûz ar ré a skiñô ac’hanod, a vézô ével poultr munud ; hag al lôd brâz eûz ar ré a aotrouniô ac’hanod, a vézô ével ar plouz a ia ébiou ; ha kémen̄t-sé a c’hoarvézô war-eunn-taol.

6. Gan̄d Aotrou ann arméou é vézô emwélet é-kreiz ar c’hurunou, ar grénou-douar, trouz brâz ar c’hourven̄tennou hag ann arnéou, ha flammou eunn tan gwastuz.

7. Al lôd brâz a boblou péré a vézô savet oud Ariel, péré hô dévézô brézélékéet out-hi, hô dévézô hé grounnet, hag hô dévézô hé zrec’het, a vézô ével eunn huvré hag eur wélédigez-nôz.

8. Hag ével eunn dén naounék oc’h huvréa pénaoz é tebr ; hôgen pa eo dihunet, eo goullô hé éné ; hag ével eunn dén sec’hedik oc’h huvréa pénaoz éc’h év ; hôgen pa eo dihunet, eo c’hoaz skuîz ha sec’hedik, ha goullô hé éné ; ével-sé é vézô al lôd brâz a boblou péré hô dévézô brézélékéet out ménez Sion.

9. Bézit saouzanet ha souézet, luskellit hag horellit ; bézit mezô, ha nann gan̄d ar gwîn ; horellit, ha nann gan̄d ar vézven̄ti.

10. Râg ann Aotrou a skuḻô war-n-hoc’h eur spéred a vôréd ; serra a rai hô taoulagad : gôlei a rai hô proféded hag hô prin̄sed, péré a wél gwélédigésiou.

11. Hag ann holl wélédigésiou a vézô d’é-hoc’h ével geriou eul levr siellet, a vézô rôet da eunn dén a oar lenna, ô lavarout : Lenn-hén̄ ; hag hén̄ a lavarô : N’hellann két, râk siellet eo.

12. Hag é vézô rôet al levr da eunn dén ha na oar két lenna ; hag é vézô lavaret dézhan̄ : Lenn ; hag hén̄ a lavarô : Na ouzonn két lenna.

13. Râk-sé ann Aotrou en deûz lavaret : O véza ma tôsta ar bobl-zé ouz-in a c’henou, ma énor ac’hanoun gan̄d hé vuzellou, hôgen ma éma hé galoun pell diouz-in, ha ma toujon̄t ac’hanoun gan̄t lézennou ha gourc’hémennou ann dûd :

14. Râk-sé é rinn c’hoaz é-kén̄ver ar bobl-zé eunn dra souézuz, eur burzud brâz hag estlammuz ; furnez ar ré fûr a vézô kollet, ha poell ar ré boellek a vézô kuzet.

15. Gwâ c’houi péré en em denn é dounder hô kalounou, évit kuza da Zoué ho ménésiou ; c’houi péré a râ hoc’h ôberiou enn amc’houlou, hag a lavar : Piou hor gwél, ha piou hon anavez ?

16. Fallagr eo ar ménoz-zé d’é-hoc’h. Ével ma teûjé ar prî da zével oud ar pôder, ha ma lavarché al labour d’ann hini en deûz hé labouret : N’éc’h euz két va gréat ; ha ma lavar-