Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263
levr michéas.


V. PENNAD


Ganédigez ar C’hrist. Ar brôadou ar ré bella a drô ouc’h Doué.


1. Bréma a vézi gwastet, merc’h al laéroun : lékéat hô deûz ar c’hrounn war-n-omp : skei a rain̄t gan̄d eur wialen war vôc’h barner Israel.

2. Ha té, Béthléhem Éfrata, bihanig oud é-touez keriou Juda : ac’hanod é teûi d’in ann hini a vézô da Aotrou enn Israel, ann hini a zô deûet adaleg ar penn-ken̄ta, adaleg ann deisiou peûr-baduz.

3. Râk-sé é rôi d’ézhô bétég ann amzer, é péhini é c’houilioudô ann hini a dlé gwilioudi : hag ann dilerc’h eûz hé vreudeûr a zistrôi out bugalé Israel.

4. Hag hén̄ a zavô, hag a beûrô é ners ann Aotrou, é uc’helded hanô ann Aotrou hé Zoué : hag hî a zistrôi, râk neûzé é vézô meûlet dreist-men̄t bétég harzou ann douar.

5. Hag hén̄ a vézô ar péoc’h ; pa zeûi ann Assiried enn hor brô-ni, ha pa vac’hin̄t hon tiez : ha nî a lakai da zével out-hô seiz meser, hag eiz dén brâz.

6. Hag hî a zispennô douar Assur gan̄d ar c’hlézé, ha douar Nemrod gan̄d hô gwafiou : hag hén̄ hon dieûbô eûz ann Assiried, pa zeûin̄t enn hor brô, ha pa vac’hin̄t hon harzou.

7. Ha dilerc’hiou Jakob a vézô é-kreiz kalz poblou, ével ar glîz a zeû eûz ann Aotrou, hag ével bannéou dour war ar géot, hép gortozi dén, hép gédal nétrâ digan̄t bugalé ann dûd.

8. Ha dilerc’hiou Jakob a vézô er brôadou, é-kreiz kalz poblou, ével eul léon é-kreiz loéned ar c’hoajou, hag ével eul léonik é-kreiz eunn tropel dén̄ved, péhini a drémen, a vâc’h, hag a skrâp, hép ma hell hini harza out-han̄.

9. Da zourn a zavô war ar ré a vrézélékai ouz-id, ha da holl énébourien a vézô dispennet.

10. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé, émé ann Aotrou : Tenna a rinn da gézek eûz da greiz, hag é torrinn da girri.

11. Dispenna a rinn keriou da vrô, hag é tiskarinn da holl gréou : ar strôbinellou a denninn eûz da zourn, ha na vézô mui a ziouganerien enn-od.

12. Kas a rinn da-gét da idolou kizellet, hag ar skeûdennou eûz da greiz : ha na azeûli mui labour da zaouarn.

13. Diframma a rinn ar c’hoajou brâz eûz da greiz, hag é vrévinn da geriou.

14. Hag en em ven̄ji a rinn em frouden hag em buanegez eûz ann holl vrôadou péré n’hô deûz két va zélaouet.


————


VI. PENNAD


Ann Aotrou a rébech d’ar Iuzevien hô dizanaoudégez.


1. Sélaouit ar péz a lavar ann Aotrou : Sâv, breûta oud ar ménésiou, ha ra glevô ar c’hrec’hiennou da vouéz.

2. Ra glevô ar ménésiou barn ann Aotrou, hag ivé diazézou kré ann douar : râg ann Aotrou a iélô é barn gan̄d hé bobl, hag a vreûtai gan̄d Israel.

3. Va fobl, pétrâ em eûz-mé gréat d’id, pé é pétrâ ounn-mé bét divad enn da géver ? Respon̄d d’in.

4. Hag enn abeg eo ma em eûz da dennet eûz a vrô ann Éjipt, ma em eûz da zieûbet eûz a dî ar sklavérez, ha ma em eûz kaset enn da raok Moizes, hag Aaron, ha Maria ?

5. Va fobl, ar péz koun, mé az péd ; eûz ar péz a vennaz Balac’h roué Moab, hag eûz ar péz a lavaraz d’ézhan̄ Balaam mâb Béor, eûz a Zetein bété Galgala, évit ma anavézi péger reiz eo ann Aotrou.

6. Pétrâ a genniginn-mé a hétuz d’ann Aotrou ? ha pléga a rinn-mé va glîn dirâg ann Doué uc’hel-brâz ? ha kenniga a rinn-mé d’ézhan̄ sakrifisou-losk, ha leûéou bloasiek ?

7. Hag ann Aotrou a hell béza ha-