Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
levr ar profed isaias.

Éfraim a vézô mac’het dindân ann treid.

4. Hag ar vleûen vresk-zé, gloar ha dudi ann hini a choum é lein ann draon̄ien drûz, a vézô hén̄vel oud eur frouez a zô éok ken̄t égét ré ann diskar-amzer ; ann hini her gwél, her chémer enn hé zourn, hag hen debr kerken̄t.

5. Enn deiz-zé Aotrou ann arméou a vézô eur gurunen a c’hloar, hag eur vôden a zudi évid ann dilerc’h eûz hé bobl :

6. Hag eur spéred a reizded évid ann hini a vézô azézet évit barna, ha ners ar ré a zistrôi eûz ar brézel d’ar porz.

7. Ar ré-man̄ ivé gan̄d ar gwîn n’hô deûz két anavézet ar wirionez ; ker mezô in̄t ma horellon̄t. Ar bélek hag ar profed a zô diwiziek gan̄d ar vézven̄ti, bévézet in̄t gan̄d ar gwîn, ker mezô in̄t ma horellon̄t, na anavézon̄t két ar wélédigez, na ouzon̄t mui pétrâ eo ar varn.

8. Ann holl daoliou a zô leun a zisloun̄k hag a louzdoni, ha n’eûz léac’h é-béd dizaotr.

9. Da biou é rôi ann Aotrou ar wiziégez eûz hé lézen ? Da biou é rôi ar poell eûz hé c’hér ? D’ar vugalé névez-dizounet, d’ar ré névez-tennet diouc’h ar vroun.

10. Râk desk, desk c’hoaz ; desk, desk c’hoaz : gortoz, gortoz c’hoaz ; gortoz, gortoz c’hoaz, eunn nébeûd aman̄ ; eunn nébeûd aman̄.

11. Râg enn eunn doaré all, enn eur iéz all é komzô oud ar bobl-zé ;

12. Hén̄ péhini en dôa lavaret dézhan̄ : Aman̄ éma va éhan, diskuizit ac’hanoun, aman̄ éma va fréskadurez ; ha né két fellet d’ézhô hé zélaoui.

13. Hôgen ann Aotrou a lavarô d’ézhô : Desk, desk c’hoaz ; desk, desk c’hoaz ; gortoz, gortoz c’hoaz : gortoz, gortoz c’hoaz ; eunn nébeûd aman̄ ; eunn nébeud aman̄ : évit m’az ain̄t, ha ma kouézin̄t a-c’houen, ha ma vézin̄t brévet, ma kouézin̄t er spî, ha ma vézin̄t paket.

14. Râk-sé sélaouit gér ann Aotrou, goapaérien, c’houi péré a zeû da aotrounia war va fobl a zô é Jéruzalem.

15. Râk lavaret hoc’h eûz : Kévrédigez hon eûz gréat gan̄d ar marô, tréménet hon eûz marc’had gan̄d ann ifern. Pa zeûi ar skourjez ével eur froud, na gouézô két war-n-omp, ô véza ma hon eûz lékéat hor géd war ar gaou, ha ma hon eûz ar gaou da warézer.

16. Râk-sé ann Aotrou Doué a lavar ével-henn : Chétu é likiinn da ziazez da Zion eur méan, eur méan arnodet, kornek, talvouduz-brâz, a vézô eunn diazez stard ; néb a gréd na hastet két.

17. Lakaad a rinn eur poéz d’ar varnédigez, hag eur ven̄t d’ar reizded ; hag ar c’hazarc’h a zispennô géd ar gaou, hag ann douréier a gasô gan̄t-hô ar warez anézhan̄.

18. Hô kévrédigez gan̄d ar marô a vézô torret, hag hô marc’had gan̄d ann ifern na vézô két startéet ; pa zeûi ar skourjez ével eur froud, é viot mac’het gan̄t-hi.

19. Kerken̄t ha ma teûi, hô kasô gan̄t-hi : râg hî a dréménô diouc’h ar min̄tin, hag a gerzô nôz-deiz ; hag ar c’hlac’har hép-kén a rôi ar poell eûz ar péz a glévit.

20. Kenn en̄k eo ar gwélé, mar kouéz unan d’ann traon̄ ; ker striz eo ar ballen, na hell két gôlei daou zén.

21. Râg ann Aotrou a zavô, ével ma réaz war vénez ar rannou : buanékaad a rai, ével ma réaz é traon̄ien Gabaon, évit ma rai hé ôber, hé ôber a ziavéaz ; évit ma rai hé ôber, hé ôber ker pell diout-han̄.

22. Ha bréma na rît két a c’hoab, gan̄d aoun n’en em startché hô chadennou ; râg ann Aotrou, Doué ann arméou, en deûz rôet da glévout d’in pénaoz é rai eunn dispenn hag eur rann brâz war ann douar.

23. Rôit skouarn, ha sélaouit va mouéz ; likiid évez ha sélaouit va lavar.

24. Ha na arô két ann arer héd ann deiz évid hada, ha na zigorô két, ha na c’houennô két hé zouar ?

25. Pa en dévézô hé gompézet, ha na hadô két enn-han̄ git ha koumin ; ha na lakai két enn-han̄ gwiniz, hag heiz, ha mell, ha charon̄s, pép-hini enn hé léac’h hag enn hé reiz ?

26. Râg hé Zoué en deûz rôet d’éz-