Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
levr amos.

14. Tân a gasinn war vuriou Rabha : hag hén̄ a zevô hé ziez é-kreiz ar iouc’hadennou é deiz ar brézel, hag é-kreiz ar c’horven̄tennou é deiz ar stourm.

15. Ha Melc’hom a iélô é sklavérez, hén̄ hag hé brin̄sed gan̄t-han̄, émé ann Aotrou.


————


II. PENNAD


Gourdrouzou Doué a-énep Moab, ha Juda, hag Israel.


1. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Goudé ar gwallou en deûz gréat Moab teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn ; ô véza ma en deûz devet eskern roué ann Iduméa, ha ma en deûz hô lékéat é ludu.

2. Tân a gasinn é Moab ; hag hen̄ a zevô tiez Kariot : ha Moab a varvô é-kreiz ar safar, ha son ar c’hornou-boud.

3. Ha mé a zispennô ar barner eûz hô c’hreiz, hag a lazô hé holl brin̄sed gan̄t-han̄, émé ann Aotrou.

4. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Goudé ar gwallou en deûz gréat Juda teir gwéach ha péder gwéach, na drôinn két diwar hé benn ; ô véza ma en deûz distolet lézen ann Aotrou, ha n’en deûz két miret hé gémennou : râk touellet in̄t bét gan̄d hô idolou, war-lerc’h péré é oa bét hô zadou.

5. Tân a gasinn é Juda : hag hén̄ a zevô tiez Jéruzalem.

6. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Goudé ar gwallou en deûz gréat Israel teir gwéach ha péder gwéach : na drôinn két diwar hé benn ; ô véza ma en deûz gwerzet ann dén reiz évid arc’han̄t, hag ar paour évit boutou.

7. Brévi a réon̄t out poultr ann douar penn ar beorien, hag é treûzon̄t hen̄t ar ré zister : ar mâb hag ann tâd a ia kévret da gaout eur plac’h, évit saotra va hanô san̄tel.

8. Ha war ann diḻad a zô bét rôet d’ézho é gwéstl in̄t bét gourvézet out péb aoter : ha gwîn ar ré varnet hô deûz évet é tî hô Doué.

9. Mé eo em eûz dispennet ann Amorréad dira-z-hô  ; hén̄ péhini a oa uc’hel ével eur wézen-sedr, ha kré ével eunn derven : hag em eûz brévet hé frouez war hé skourrou, hag hé c’hrisiou enn douar.

10. Mé eo em eûz hô lékéat da biña eûz a vrô ann Éjipt, hag em eûz hô rénet enn distrô a-héd daou-ugen̄t vloaz, évid hô lakaat da biaoua brô ann Amorréed.

11. Ha mé em eûz lékéat da zével proféded eûz hô mipien, ha Nazaréed eûz hô tûd-iaouan̄k : ha né két ével-sé, mipien Israel, émé ann Aotrou ?

12. Hôgen c’houi hoc’h eûz rôet gwîn da éva d’ann Nazaréed ; hag hoc’h eûz gourc’hémennet d’ar broféded, ô lavarout : Na ziouganit két.

13. Chétu mé a strakô dindân-hoc’h, ével ma strâk eur c’harr karget a foenn.

14. Ar skan̄va na hellô két béza dieûbet ô tec’hout, ar c’hréva na virô két hé galoun, hag ann nerzusa na hellô két savétei hé vuez.

15. Ar gwaréger na choumô két stard, ann dén eskuit da rédek na vézô két dieûbet, ann hini a biñô war varc’h na hellô két savétei hé vuez.

16. Ar c’hréva a galoun étré ar ré-gré a dec’hô enn-noaz enn deiz-zé, émé ann Aotrou.


————


III. PENNAD


Gourdrouzou Doué a-énep tî Israel.


1. Sélaouit ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar hô penn, bugalé Israel : diwar-benn ann holl wenn em eûz tennet eûz a vrô ann Éjipt, ô lavarout :

2. C’houi hép-kén em eûz anavézet é-touez ann holl wennou eûz ann douar : râk-sé é emwélinn ac’hanoc’h enn abek d’hoc’h holl fallagriézou.

3. Ha baléa a râ daou zen kévret, néméd unvan é ven̄t ?

4. Ha iuda a râ al léon enn eur c’hoad, némét kavet en défé eur preiz ?