Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
levr joel.

18. Pérâg é klemm al loéned, pérâg é vlej ar chatal ? O véza n’eûz két a beûrvan évit-hô : ann tropellou dén̄ved a varvô ivé.

19. Étrézég enn-od, Aotrou, é c’harminn : râg ann tân en deûz loun̄ket holl draou kaer ann distrô, ar flamm en deûz dévet holl wéz ar parkou.

20. Léoned ar parkou a zell ivé ouz-id, ével eunn douar a c’houlenn glaô : ô véza ma eo bét dizéc’het ann aiénennou dour, ha ma en deûz loun̄ket ann tân holl draou kaer ann distrô.


————


II. PENNAD


Ar profed a erbéd ar Iuzevien da zistrei ouc’h Doué.


l. Sonit gan̄d ar c’horn-boud é Sion, ha iouc’hit war va ménez san̄tel : ra grénô holl dûd ar vrô ; râk deiz ann Aotrou a zeû, râk tôst eo.

2. Deiz a amc’houlou hag a dévalien, deiz koabrek hag arneuz : ével ma en em skiñ goulou-deiz war ar mésioû, ével-sé é teûi eur bobl brâz ha kré : n’eûz bét hini hén̄vel out-han̄ adaleg ar penn-ken̄ta, ha na vézô hini é bloavésiou ar c’han̄tvédou.

3. Enn hé raok eunn tân loun̄kuz, ha war hé lerc’h eur flamm dévuz : enn hé raok ann douar ével eul liors dudiuz, ha war hé lerc’h eunn distrô dihen̄t : ha dén na dec’hô diout-han̄.

4. Ével kézek é vézô hô doaré : hag ével marc’héien é rédin̄t.

5. Ével trouz ar c’hirri war lein ar ménésiou é lammin̄t ; ével trouz eur flamm dân a loun̄k ar c’hôlô, ével eur bobl kré aozet d’ann emgann.

6. Dira-z-han̄ é krénô ar boblou : ann holl zremmou a zeûi da véza môrlivet.

7. Ével tûd kré é rédin̄t : ével brézélidi é piñin̄t war ar muriou : pep-hini a gerzô enn hé hen̄t, hag hini na zistrôi eûz hé raven̄t.

8. Ann eil na voun̄tô két égilé ; pép-hini a gerzô enn hé ren̄k : dré ar pénestrou é kouézin̄t, héb hô diskara.

9. Er géar éz ain̄t, war ar vur é rédin̄t, war ann tiez é piñin̄t, dré ar prénestrou éz ain̄t ébarz ével laéroun.

10. Dira-z-hô é krénô ann douar, é vézô kéflusket ann én̄vou : ann héol hag al loar a dévalai, hag ar stéred a zinac’hô hô goulou.

11. Hag ann Aotrou en deûz rôet da glévout hé vouéz é raok hé armé ; rak nivéruz-brâz eo hé gampou ; râk kré ha gallouduz eo hé c’hér : ô véza ma eo brâz deiz ann Aotrou, ma eo doujuz-meûrbéd : ha piou a hello harza out-han̄ ?

12. Hôgen bréma, émé ann Aotrou, distrôit étrézég enn-oun a greiz hô kaloun, er iûn, enn daérou, hag er c’hlemvan.

13. Rôgit hô kalounou, ha nann hô tiḻad, ha distrôit étrézég ann Aotrou hô Toué : râg habask ha trugarézuz eo, sioul ha truézuz-brâz, ha dougét d’ar c’heûz eûz ann drouk.

14. Piou a oar hag hen na zistrôi két, hag hen na lakai két enn an̄kounac’h, hag hen na lézô két hé vennoz war hé lerc’h, ma rôot sakrifiz ha braoued-kennig d’ann Aotrou hô Toué ?

15. Sonit gan̄d ar c’horn-boud é Sion ; grîd eur iun san̄tel, galvit ar strollad.

16. Strollit ar bobl ; glanit at strollad ; grounnit ann hénaoured ; strollit ar vugalé, hag ar re a zô oud ar vronn : ra zeûi ar pried er-méaz eue hé wélé, hag ar bried er-méaz eûz hé gwélé-eûreûd.

17. Ra wélô ar véleien, ministred ann Aotrou, étré ar porc’hed hag ann aoter, ha ra livirin̄t : Espern, Aotrou, espern da bobl, ha na rô két da zigwéz d’ar vézégez, évit ma vézô aotrouniet gan̄d ar brôadou ; ha ma vé lavaret dré-zé é-touez ar brôadou : Péléac’h éma hô Doué ?

18. Eunn oaz brâz en deûz bét ann Aotrou évid hé zouar, hag en deûz espernet hé bobl :

19. Hag ann Aotrou a gomzas oud hé bobl, hag a 1avaraz d’ézhan̄ : Chétu mé a gasô d’é-hoc’h éd, ha gwîn, hag éôl, hag hô pézô hô kwalc’h anézhô : ha n’hô rôinn mui da vézégez é-touez ar brôadou.