Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/243

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
241
levr oséa.

13. Éfraim, ével em eûz hé wélet, a ioa é doaré Tir diazézet war ar gaerded : hag Éfraim a gasô hé vugalé d’ann hini hô lazô.

14. Rô d’ézhô, Aotrou. Pétrâ a rôi d’ézhô ? Rô d’ézhô eur c’hôv divugalé, ha bronnou hesk.

15. Hô holl zrougiez a zô é Galgal ; râg énô eo é kasaiz anézhô : enn abek da zrougiez hô ôberiou, é kasinn anézhô er-méaz eûz va zî : n’hô c’harinn mui pelloc’h ; hô holl brin̄sed a zô pelléet diouz-in.

16. Éfraim a zô bét skôet, hô grisien a zô gwévet : n’hô dévézô mui a frouez. Ma hô deûz bugalé, é lazinn ar ré garéta anézhô.

17. Va Doué a zistolô anézhô, ô véza n’hô deûz két hé zélaouet : hag hî a vézô kan̄tréerien é-touez ar brôadou.


————


X. PENNAD


Tiez Israel ha Juda a zougô ar c’hastiz eûz hô fallagriez.


1. Eur winien varrek é oa Israel, kalz a frouez en doa ivé : hervez al lôd brâz eûz hé frouez en deûz paottet hé aoteriou, hervez ann druzôni eûz hé zouar, en deûz muiet hé idolou.

2. En em rannet eo hô c’haloun, bréma é vézin̄t dispennet : hén̄ a vrévô hô idolou, hag a ziskarô hô aoteriou.

3. Râk neûzé é livirin̄t : N’hon eûz két a roué, ô véza na zoujomp két ann Aotrou : ha pétrâ a rajé eur roué évid-omp ?

4. Komzit eûz ar gwélédigésiou gaou ; grît kévrédigez : ar varn a darzô ével al louzou c’houerô war irvi ar parkou.

5. Tud Samaria hô deûz azeûlet bioc’h Bétaven : râg hé bobl en deûz gwélet diwar hé fenn, hag ar véleien a viré hé zî, a ioa en em laouénéet eûz hé gloar, pa eo bét kaset diout-hô.

6. Hi ivé a zô bét dizouget enn Assiria, ha rôet d’ar roué ven̄jer : Éfraim a vézô gôlôet a véz, hag Israel a rusiô eûz hé wall ioulou.

7. Samaria é deûz lékéat hé roué da dréménout, ével ann éon war c’horré ann dour.

8. Lec’hiou-uc’hel ann idol, péc’hed Israel a vézô dispennet : ar zérégen hag ann askol a greskô war hô aoteriou : ha hî a lavarô d’ar ménésiou : Gôlôit ac’hanomp ; ha d’ann traon̄iennou : Kouézit war-n-omp.

9. Abaoé deisiou Gabaa en deûz péc’het Israel : énô é arzaôchon̄t ; hôgen ar brézel hô deûz bét é Gabaa out mipien ar fallagriez, na dizô két anézhô.

10. Hô c’hastiza a rinn hervez va ioul : évit kastiza hô diou fallagriez, en em strollô ar bobl enn hô énep.

11. Éfraim a zô eunn ounner zesket a gâr dourna ed ; hôgen mé a lakai eur geô war hé chouk kaer : piña a rinn war Éfraim, Juda a arô, ha Jakob a ogédô hé irvi.

12. Hadit évid-hoc’h er reizded, ha médit enn drugarez ; difraostit hô touar : râg éma ann amzer da glask ann Aotrou, pa zeûi da zeski d’é-hoc’h ar reizded.

13. Aret hoc’h eûz ann drougiez, hag hoc’h eûz médet ar fallagriez ; frouez ar gevier hoc’h eûz débret ; ô véza ma éc’h eûz lékéat da fisian̄s enn da hen̄chou, hag enn niver brâz eûz da vrézélidi.

14. Sével a rai kéflusk é-touez da bobl ; ha da holl geriou kré a vézô dispennet, ével ma oé dispennet Salmana er brézel a réaz d’ézhan̄ ann hini a ziskaraz aoter Baal ; hag ar vamm a vézô flastret war hé bugalé.

15. Ével-sé en deûz gréat Bétel d’é-hoc’h, enn abek d’hô kwall fallagriézou.


————


XI. PENNAD


Disléalded bugalé Israel hag hô c’hastiz.


1. Ével ma trémen ar min̄tin, eo tréménet roué Israel. Pa n’oa Israel néméd eur bugel, em eûz hé garet ; hag em eûz galvet va mâb eûz ann Éjipt.