Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/242

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
levr oséa.

ha nann dré-z-oun-mé : prin̄sed in̄t bét, ha n’em eûz két hé wézet : gan̄d hô arc’han̄t ha gan̄d hô aour hô deûz gréat idolou évit-hô ; ha sé en deûz hô c’hollet.

5. Diskaret eo da leûé, Samaria : savet eo va frouden enn ho énep : bété pégeit na hellin̄t két en em c’hlana ?

6. Eûz a Israel hé-unan é teû : eur méchérour eo en deûz hé c’hréat, ha né két Doué ; neûzé leûé Samaria a zeûi ével eur gwiad kefnid.

7. Râg avel hô deûz hadet, hag arné é médin̄t : na choumô két eur gorsen éd enn hé zâ : ann damoézen na rôi két a vleûd ; pé ma rô, é vézô loun̄ket gan̄d ann diavésidi.

8. Loun̄ket eo Israel : bréma eo deûet é-touez ar brôadou ével eul léstr loudour.

9. Râg hî a zô piñet étrézég Assur, azen gouéz a labour évit-han̄ hé-unan : Éfraim en deûz gôpréet hé garan̄tésiou.

10. Hôgen goudé ma hô dévézô gôpréet ar brôadou, neûzé é strollinn anézhô : hag hi a éhanô eunn nébeût da gaout béac’h ar roué hag ar brin̄sed.

11. O véza ma en deûz Éfraim paottet ann aotériou évit péc’hi, eo bét gréat d’ézhan̄ aotériou évid ar gwall.

12. Skrivet em eûz évit-hô eul lôd brâz eûz va lézennou, péré hô deûz sellet ével pa né ven̄t két bét évit-hô.

13 Rôou a gennigin̄t d’in, hostivou a lazin̄t évid-oun, hag é tebrin̄t ar c’hîg anézhô, hag ann Aotrou n’hô digémérô két : neûzé en dévézô koun eûz hô fallagriez, hag é emwélô ho féc’héjou : hi a zistrôi d’ann Éjipt.

14. Hag Israel en deûz an̄kounac’héet hé grouer, hag en deûz savet templou ; ha Juda en deûz savet kalz kériou kré ; hôgen mé a gasô tân war hé gériou, hag a zévô hé diez kaer.


————


IX. PENNAD


Israel a c’houzan̄vô ann naoun hag ar sklavérez enn abek d'hé béc’héjou.


1. Israel, n’en em laouéna két, na drîd két ével ar boblou all, ô véza ma oud en em dennet diouc’h da Zoué ; ha ma éc’h eûz gédet gôbr war ann holl leûriou éd.

2. Al leûr hag ar waskel na vagô két anézhô, hag ar gwîn a douello anézhô.

3. Na choumin̄t két é douar ann Aotrou. Éfraim a zistrôi enn Éjipt, hag enn Assiria é tebrô traou saotret.

4. Na gennigin̄t két ar gwîn d’ann Aotrou, ha na vézin̄t két hétuz d’éz-han̄ : hô sakrifisou a vézô ével bara ar wélerien : kémen̄d hini a zébrô anézhan̄ a vézô saotret : râg hô bara évid hô buez, n’az ai két é tî ann Aotrou.

5. Pétrâ a réot-hu é deiz al lîd, é deiz gouél ann Aotrou ?

6. Râk chétu é tec’hon̄t diouc’h ar gwastérez : ann Éjipt hô strollô, Memfiz hô bésiô : al linad a zavô war hô arc’han̄t a garon̄t dreist-holl, ar zérégen a greskô enn hô zellou.

7. Deisiou ann emwél a zô deûet, deûet eo deisiou ann distol : gwéz, Israel, pénaoz eo foll ar broféded ; ha diskian̄t ann dûd spérédek, enn abek d’al lôd brâz eûz da fallagriezou ; hag eûz da follen̄tésiou paot.

8. Da évésiad é tlié béza Éfraim évit va Doué : ar profed a zô deûet da eul lindâg a wastérez war hé holl hen̄chou, ha da follen̄tez é ti hé Zoué.

9. Gan̄d dounder hô deûz péc’het, ével é deisiou Gabaa : Doué en dévézô koun eûz hô fallagriez, hag a emwélô hô féc’héjou.

10. Ével bôdou-rézin enn distrô em eûz kavet Israel : ével ar c’hen̄ta frouez eûz a vâr ar wézen-fiez, em eûz gwélet hô zadou, : hôgen hî a zô éat da gaout Béelfégor, hag a zô pelléet diouz-in enn eunn doaré mézuz ; hag hî a zô deûet da véza argarzuz, ével ar péz hô deûz karet.

11. Gloar Éfraim a zô éat war-nich ével eunn evn, adaleg ar ganédigez, hag adalek kôv ar vamm, hag adaleg ann en̄géhen̄tadurez.

12. Ha pa zeûjen̄t da vaga hô bugalé, é likiinn anézhô divugalé e-touez ann dûd : hôgen gwâ hî pa vézinn en em dennet diout-hô.