Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/241

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
239
levr oséa.

war hen̄t Sichem évit laza ar ré a drémen, ével-sé en em stroll ar véleien : râg gwallou na réon̄t kén.

10. É tî Israel em eûz gwélet eunn dra argarzuz : énô éma gadélez Éfraim, ha saotr Israel.

11. Ha té ivé, Juda, laka ar médérez évid-od, kén na likiinn va fobl da zistrei diouc’h ar sklavérez.


————


VII. PENNAD


Buanégez Doué a-éneb hé bobl enn abek d’hé fallagriez.


1. Pa fellé d’in iac’haad Israel, eo en em ziskouézet fallagriez Éfraim, ha drougiez Samaria, gan̄d hô ôberiou gaou : hag al laer en deûz gwastet enn diabarz, hag ar preizer enn diavéaz.

2. Ha na lavaren̄t két enn hô c’halounou pénaoz é teû koun d’in eûz hô holl zrougiez : râk bréma hô gwall ôberiou a zô war hô zrô : dirâk va dremm in̄t gréat.

3. Laouénéet hô deûz ar roué gan̄d hô drougiez, hag ar brin̄sed gan̄d hô gevier.

4. Avoultrerien in̄t holl, ével eur fourn tommet gan̄d ar fournier : éhanet eo kéar eunn nébeut abaoé ma eo bét kemmesket ar gôell, bété ma eo savet ann toaz holl.

5. É deiz hor roué, ar brin̄sed a zeûaz da ziboella gan̄d ar gwîn : hén̄ a astennaz hé zourn d’hé zûd direiz.

6. Hî a rôaz hé c’haloun d’ézhan̄ ével eur fourn, pa aozé spiou d’ézhô : ar fournier en deûz kousket héd ann nôz, hag hén̄ hé-unan diouc’h ar min̄tin zô bét losket ével eur flamm dân.

7. Tommet in̄t bét holl ével eur fourn, hag hô deûz devet hô barnerien : hô rouéed holl a zô kouézet : hag hini anézhô n’en deûz garmet étrézég enn-oun.

8. Éfraim hé-unan a zô en em gemmesket gan̄t ar brôadou : Éfraim a zô deûet ével eur bara poazet dindân al ludu, ha né két bét trôet.

9. Ann diavésidi hô deûz loun̄ket hé ners, hag hen̄ n’en deûz két hé wézet : gwenn eo deûet hé vléô, hag hén̄ n’en deûz két hé wézet.

10. Ha balc’hder Israel a vézô vuéléet dirâg hé zaoulagad : hag hî na zistrôin̄t két oud ann Aotrou hô Doué, ha na glaskin̄t két anézhan̄ é kémen̄t-sé holl.

11. Éfraim a zô hén̄vel oud eur goulm diboell ha digaloun : ann Éjipt hô deûz galvet, étrezég ann Assiried in̄t éat.

12. Pa vézin̄t éat enn hen̄t, é lédinn va rouéjou war-n-ézhô : hô zenna a rinn ével evned ann én̄v ; hô c’hastiza a rinn hervez ma hô deûz hé glévet enn hô strolladou.

13. Gwâ hî, ô véza ma in̄t en em dennet diouz-in : gwastet é vézin̄t, ô véza ma hô deûz torret va lézen. Hô dasprénet em eûz, hag hî hô deûz lavaret gévier diwar va fenn.

14. N’hô deûz két garmet enn hô c’haloun étrézég enn-oun, hôgen iouc’het hô deûz enn hô gwéléou ; war ann éd ha war ar gwîn hô deûz lékéat hô mennoz, hag hî a zô en em dennet diouz-in.,

15. Pa em eûz ho c’hastizet, ha pa em eûz krévéet hô divrec’h, hô deûz mennet drouk diwar va fenn.

16. Distrôet in̄t évit béza dic’héô ; deûet in̄t ével eur warek touelluz ; hô frin̄sed a gouézô dindân ar c’hlézé, enn abek da ziboell hô zéôd. Goab a vézô gréat anézhô é brô ann Éjipt.


————


VIII. PENNAD


Gourdrouzou névez a-énep pobl ann Aotrou.


1. Kémer eur c’horn-boud enn da c’hénou ével eunn érer war dî ann Aotrou, ô véza ma hô deûz torret va c’hévrédigez, ha ma hô deûz dilézet va lézen.

2. Israel a c’halvô ac’hanoun, ô lavarout : Va Doué, da anaout a réomp.

3. Israel en deûz distolet ar mâd, ann énébour a heskinô anézhan̄.

4. Dré-z-hô hô-unan hô deûz rénet,