Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
levr oséa.

jenn da véza ével eunn douar dihen̄t, ha n’hé lazchenn gan̄d ar zéc’hed.

4. Ha n’em bézô két a druez oud hé bugalé : ô véza ma in̄t bugalé a c’hadélez.

5. Râg hô mamm a zô en em rôet d’ar c’hadélez ; saotret éo bét ann hini é deûz hô en̄géhen̄tet : râk lavaret é deûz : Mon̄d a rinn war-lerc’h va c’haran̄tésiou, péré a rô d’in va bara ha va dour, va gloan ha va lîn, va éôl ha va braoued.

6. Râk-sé chétu é kaéinn da hen̄t gan̄d drein, hé gaéa a rinn gan̄t berniou mein, ha na gavô két hé gwénodennou.

7. Hag hî a iélô war-lerc’h hé c’haran̄tésiou, ha n’hô zizô két ; hag hî hô c’hlaskô, ha n’hô c’havô két ; hag é lavarô : Mon̄d a rinn, hag é tistrôinn étrézé va ozac’h ken̄ta : râg gwell é oa d’in neûzé égét bréma.

8. Ha n’é deûz két gwézet-hî pénaoz eo mé em eûz rôet d’ézhi éd, ha gwîn, hag éôl, hag em eûz roet d’ézhi ann holl arc’han̄t hag ann holl aour ; é deûz aozet évit Baal.

9. Rak-sé é tistrôinn, hag é askémérinn va éd enn hé amzer, ha va gwîn enn hé amzer, hag é tieûbinn va gloan ha va lîn, a c’hôlôé hé mézégez.

10. Ha mé a ziskouézô bréma hé follen̄tez dirâg hé c’haran̄tésiou : ha dén n’hé zennô eûz va dourn.

11. Ha mé a lakai da éhana hé holl lévénez, hé gwéliou, hé loariou-nevez, hé sabbatou, hag hé holl lidou.

12. Ha mé a wastô hé gwini, hag hé gwéz-fiez, diwar-benn péré é deûz lavaret : Chétu va gôbrou, a zô bét rôet din gan̄t va c’haran̄tésiou : ha mé hé lakai da eur c’hoad, ha loéned ar mésiou hé débrô.

13. Ha mé a emwélô anézhi enn abek da zeisiou Baalim, é péré é tevé ézan̄s, hag é lékéé hé lagadennou-skouarn, hag hé c’helc’hen, hag éz éa war-lerc’h hé c’haran̄tésiou, hag é an̄kounac’héé ac’hanoun, émé ann Aotrou.

14. Râk-sé chétu é hoalinn anézhi, hag é kasinn anézhi enn distrô, hag é komzinn oud hé c’haloun.

15. Ha mé a rôi dézhi hé gwinierien eûz ann hévélep léac’h, ha traon̄ien Ac’hor évid digeri hé géd : hag hî a ganô énô ével é deisiou hé iaouan̄ktiz, hag ével enn deiz é péhini é piñaz eûz a vrô ann Éjipt.

16. Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é c’halvô ac’hanoun va ozac’h, ha n’am galvô mui Baali.

17. Ha mé a dennô hanvou Baalien eûz hé génou, ha n’é dévézô mui a goun eûz hô hanô.

18. Ha mé a lakai da zével enn deiz-zé kévrédigez étré-z-hô ha loéned ar mesiou ; hag evned ann en̄v, ha loéned-stlej ann douar : ar wareg, ar c’hlézé, hag ar brézel a vrévinn diwar ann douar : hag é likiinn anézhô da c’hourvéza héb aoun.

19. Ha mé az kémérô da bried d’in da-vikenn : ha mé az kémérô da bried d’in gan̄t reizded, ha gan̄t barn, ha gan̄t truez, ha gan̄t trugarézou.

20. Ha mé az kémérô da bried d’in gan̄t féalded : ha té a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

21. Hag enn deiz-zé é sélaouinn, émé ann Aotrou, é sélaouinn oud ann én̄vou, hag hî a zélaouô oud ann douar.

22. Hag ann douar a zélaouô oud ann éd, hag oud ar gwîn, hag oud ann éôl, hag ar ré-man̄ a zélaouô out Jezrahel.

23. Ha mé hé lakai da ziwana eûz ann douar évid-oun, hag em bézô truez oud ann hini a zô bét didruez.

24. Ha mé a lavarô d’ann hini ha na oa két va fobl : Va fobl oud : hag hén̄ a lavarô : Va Doué oud.


————


III. PENNAD


Doué a c’hourc’hémenn d’ar Profed karoud adarré eur c’hrég avoultr.


1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz d’in : Kéa adarré, ha kâr eur c’hrég karet gan̄d eur miñoun hag hî avoultr, ével ma kâr ann Aotrou bugalé Israel, pa zellon̄t-hî oud douéed a-ziavéaz, hag é karon̄t gwaskadur ar gwîn.