Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/237

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



LEVR OSÉA.


————


I. PENNAD


Framm Israel ha Juda.


1. Gér ann Aotrou a zeûaz da Oséa, mâb Bééri, é deisiou Ozias, Joatan, Ac’haz hag Ézéc’hias, roué Juda, hag é deisiou Jéroboam, mâb Joas, roué Israel.

2. Er penn-ken̄ta ma komzaz ann Aotrou oud Oséa ; hag é lavaraz ann Aotrou da Oséa : Kéa, kémer évid-od eur c’hrég a c’hadélez, ha grâ d’id bugalé a c’hadélez : râg ar vrô a zilezô ann Aotrou évid heûlia ar c’hadélez.

3. Hag hén̄ a iéaz, hag a géméraz Gomer, merc’h Débélaim ; hag hî a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz eur mâb d’ézhan̄.

4. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Galv-hén̄ Jezrahel : râg a-benn nébeût, é emwélinn goâd Jezrahel war di Jéhu, hag é likiinn da éhana rouan̄télez tî Israel.

5. Hag enn deiz-zé é torrinn gwareg Israel é traon̄ien Jezrahel.

6. Hag hî a en̄géhen̄taz adarré, hag a c’hanaz eur verc’h. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄ : Galv-hi Didruez ; râk n’am bézô mui a druez out tî Israel, hôgen enn an̄kounac’h hô likiinn.

7. Hag em bézô truez out tî Juda, hag é tieûbinn anézhô dré ann Aotrou hô Doué : ha na zieûbinn két anézhô gan̄d ar warek, na gan̄d ar c’hlézé, na gan̄d ar brézel, na gan̄d ar c’hézek, na gan̄d ar varc’héien.

8. Hag hî a zizounaz Didruez ; hag é en̄géhen̄taz, hag é c’hanaz eur mâb.

9. Hag ann Aotrou a lavaraz : Galv-hén̄ Nann-va-fobl ; râk c’houi n’oc’h két va fobl, ha na vézinn két hô Toué.

10. Ha niver bugalé Israel a vézô adarré ével tréaz ar môr, na hell béza men̄tet na nivéret : hag é léac’h ma eo bét lavaret d’ézhô : C’houi, n’oc’h két va fobl ; é vézô lavaret d’ézhô : Bugalé ann Doué béo oc’h.

11. Neûzé bugalé Juda ha bugalé Israel en em strollô kévrét : hag hî a zavô évit-hô eur penn, hag a biñô eûz ann douar ; râk brâz eo deiz Jezrahel.


————


II. PENNAD


Doué a c’hourdrouz disteûrel Israel, ével ma tistoleur eur c’hrég avoultr.


1. Livirit d’hô preûdeûr : Va fobl ; ha d’hô c’hoar : Trugarez hoc’h eûz bét.

2. Tamallit ho mamm, tamallit : ô véza n’éo mui va grég, ha n’ounn mui hé ozac’h ; ra dennô hé gadélésiou a zira-z-hi, hag hé avoultriézou eûz a greiz hé divroun.

3. Gan̄d aoun na ziwiskfenn anézhi enn noaz, ha n’hé lakajenn da véza ével é deiz hé ganédigez, n’hé lakajenn da véza ével eunn distrô, n’hé laka-