Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
216
levr ar profed daniel.

véza ma en deûz hon dieûbet eûz ann ifern, ma en deûz hon tennet eûz a zaouarn ar marô, ma en deûz hou dieûbet eûz a greiz ar flammou béô, ha ma en deûz hôn tennet eûz a greiz ann tân.

89. Meûlit-meûrbéd ann Aotrou, ô véza ma eo mad ; ô véza ma’z a hé drugarez er c’han̄tvédou.

90. C’houi holl péré a zouj Doué, bennigit ann Aotrou, Doué ann douéed : meûlit, ha meûlit-meûrbéd anézhan̄, ô véza ma’z â hé drugarez enn holl gan̄tvédou.

91. Neûzé ar roué Nabukodonosor a oé saouzanet, hag a zavaz rak-tâl, hag a lavaraz d’ar ré vrâz eûz hé léz : Ha n’hon eûz-ni két taolet tri dén éréet é-kreiz ann tân ? Hag hî a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ar roué : Gwîr eo, ô roué.

92. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé a wél pévar dén diéré, hag a valé é-kreiz ann tân, ha n’eûz nétrâ a zaotret enn-hô ; hag ar pevaré a zô hén̄vel out mâb Doué.

93. Neûzé Nabukodonosor a dôstaaz out génou ar fourn leûn a dân béô, hag a lavaraz : Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, servichérien ann Doué uc’hel-brâz, deûit er méaz, deûit. Ha râk-tâl Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago a zeûaz er-méaz eûz a greiz ann tân.

94. Hag ar brin̄sed, hag ar pennou-brô, hag ar varnérien, ha ré vrâz léz ar roué ô véza bét strollet, a zellé gan̄t souez oud ann dûd-zé, ô véza n’en dôa bét ann tân ners é-béd war hô c’horfou, ha na oa két bét dévet eur vléven eûz hô fenn, ha na oa két bét névézet hô diḻad, ha na oa két deûet c’houéz ann tân war-n-ézhô.

95. Ha Nabukodonosor gan̄d eur vouéz gré a lavaraz : Benniget ra vézô hô Doué, da lavaroud eo, Doué Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, péhini en deûz kaset hé éal, hag en deûz dieûbet hé servicherien, péré hô deûz krédet enn-han̄, péré hô deûz énébet out gourc’hémenn ar roué, hag hô deûz rôet hô c’horfou, évit na zervichen̄t két, ha na azeûlchent két doué all é-béd néméd hô Doué hô-unan.

96. Lakaad a rann éta da c’hourc’hémenn, pénaoz piou-bennâg, a bép pobl, a béb brôad, a béb iéz-bennâg é vézô, hag en dévézô drouk-komzet oud Doue Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, a vézô dispennet, hag hé dî a vézô diskarret : rak n’eûz Doué all é-béd a helché dieûbi enn doaré-zé.

97. Neûzé ar roué a zavaz é karg Sidrac’h, Misac’h hag Abdenago é provin̄s Babilon.

98. Ar roué Nabukodonosor, d’ann holl boblou, ha brôadou, ha d’ann dûd a béb iéz, a choum enn douar holl, ar péoc’h ra vézô gan-é-hoc’h mui-oc’h-vui.

99. Doué ann uc’hel-brâz en deûz gréat arouésiou ha burzudou em rouan̄télez. Mé a fell d’in éta embanna

100. Hé arouésiou, ô véza ma in̄t brâz, hag hé vurzudou, ô véza ma in̄t kré : hé rouan̄télez a zô eur rouan̄télez peûr-baduz, hag hé c’halloud a ia a wenn é gwenn.


————


IV. PENNAD


Nabukodonosor deûet é-doaré eul loen a-héd seiz bloaz.


1. Mé Nabukodonoser a ioa é péoc’h em zî, ha leûn a c’hloar em palez :

2. Eunn huvré em eûz gwélet hag é deûz va spoun̄tet ; va ménosiou em gwélé, ha gwélédigésiou va fenn hé deûz va strafiḻet.

3. Râk-sé em eûz gréat eur gourc’hemenn évit ma vije digaset dira-z-oun holl ré fûr Babilon, évit ma rôjen̄t d’in ann displég eûz va huvré.

4. Neûzé ann diouganérien, ar ré fûr, ar C’haldéed, hag ar strôbinellérien a zô deûet dira-z-oun, hag em eûz danévellet d’ézhô va huvré ; hag hi n’hô deûz két hé displéget d’in :

5. Kén na zeûaz dira-z-oun Daniel hon eil, péhini en deûz da hanô Baltassar, hervez hanô va Doué, péhini en deûz enn-han̄ spéred ann douéed san̄tel. Hag é tanevelliz d’ézhan̄ va huvré.