Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
levr ar profed ézékiel.

ar san̄tuar ha da lôden géar, adalek pemp mil war-n-ugen̄t eûz ar bréveûdiou, bétég harzou ar sâv-héol ; hag ivé war-zû ar môr adalek pemp mil war-n-ugen̄t ; betég harzou ar môr, é vézô c’hoaz é lôden ar prin̄s ; ha préveûdiou ar san̄tuar, ha san̄tuar ann templ a vézô enn hé greiz.

22. Hôgen eûz a lôden al Lévited, hag eûz a lôden kéar é vézô d’ar prin̄s ar péz a vézô étré harzou Juda, hag étré harzou Ben̄jamin.

23. Hag é-kén̄ver ar breûriézou all : eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar c’hûs-héol, rann Ben̄jamin.

24. Ha war harzou Ben̄jamin, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar c’hûs-héol, rann Siméon.

25. Ha war harzou Siméon, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar c’hûs-héol, rann Issakar.

26. Ha war harzou Issakar, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar c’hûs-héol, rann Zabulon.

27. Ha war harzou Zabulon, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Gad.

28. Ha war harzou Gad, é tû ar c’hrésteiz, hé harzou a vézô eûz a Damar bété douréier ann Enébiez é Kadez, ann digwéz oud ar môr brâz.

29. Hen-nez eo ann douar a rannot diouc’h ar sort étré breûriézou Israel ; ha chétu hô rannou, émé ann Aotrou Doué.

30. Ha chétu ann hen̄chou da von̄d er-méaz eûz a géar. Eûz a dû ann han̄ter-nôz, é ven̄ti pemp kan̄t ha pévar mil.

31. Ha persier kéar a gémérô hô hanvou eûz a vreûriézou Israel. Trî fors oud ann han̄ter-nôz ; pors Ruben, pors Juda, ha pors Lévi.

32. Ha war-zû ar sav-héol, pemp kan̄t ha pévar mil ; tri fors ; pors Jozef, pors Ben̄jamin, ha pors Dan.

33. Ha war-zû ar c’hrésteiz, é ven̄ti pemp kan̄t ha pévar mil ; trî fors ; pors Siméon, pors Issakar, ha pors Zabulon.

34. Ha war-zû ar c’hûs-héol ; pemp kan̄t ha pévar mil ; ha trî fors ; pors Gad, pors Aser, ha pors Neftali.

35. Hag hé zrô a vézô eûz a driouec’h mil ; hag hanô ar géar-sé adal ann deiz-zé a vézô : Ann Aotrou énô.