Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207
levr ar profed ézékiel.

vézô gan-é-hoc’h eûz ann douar é-kreiz breûriézou Israel.

23. E pé breûriez-bennâg é vézô eunn diavésiad, énô é rôod d’ézhan̄ hé lôd, émé ann Aotrou Doué.


————


XLVIII. PENNAD


Rann douar Israel étré ann daouzék breûriez.


1. Ha chétu aman̄ hanvou ar breûriézou adaleg harzou ann han̄ter-nôz a héd hen̄t Hétalon p’az éeur da Émat, leûren Énan, harzou Damas bétég ann han̄ter-nôz a-héd hen̄t Émat ; ha tû ar sav-héol hag ar môr a vézô hé harzou, rann Dan.

2. Ha war harzou Dan, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Aser.

3. Ha war harzou Aser, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Néftali.

4. Ha war harzou Neftali, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Manassez.

5. Ha war harzou Manassez, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Éfraim.

6. Ha war harzou Éfraim, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Ruben.

7. Ha war harzou Ruben, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, rann Juda.

8. Ha war harzou Juda, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr, é vézô ar préveûdiou a rannot, eûz a bemp mil korsennad war-n-ugen̄t a léd hag a héd, hervez al lôdennou all, eûz a dû ar sâv-héol bété tû ar môr ; hag ar san̄tuar a vézô enn hô c’hreiz.

9. Ar préveûdiou a rannot évid ann Aotrou, a vézô eûz a bemp mil war-n-ugen̄t a héd, hag eûz a zék mil a léd.

10. Hôgen ar ré-zé a vézô préveûdiou san̄tuar ar véléien ; eûz a bemp mil war-n-ugen̄t a héd war-zû ann han̄ter-nôz, hag eûz a zék mil a léd war-zû ar môr, ha dék mil a léd war-zû ar sâv-héol, ha pemp mil war-n-ugen̄t a héd war-zû ar chrésteiz : ha san̄tuar ann Aotrou a vézô enn hô c’hreiz.

11. Ar san̄tuar a vézô évid ar véléïen eûz a vipien Sadok, péré hô deûz miret va lidou, ha n’hô deûz két faziet pa hô deûz faziet bugalé Israel, ével ma hô deûz faziet al Lévited hô-unan.

12. Hag hî hô dévézô da bréveûdiou, é kreiz préveûdiou ann douar, San̄t ar zen̄t, é-tâl harzou al Lévited.

13. Al Lévited hô dévézô ivé é-tâl harzou ar véléien pemp mil war-n-ugen̄t a héd, ha dék mil a léd. Ann holl héd a vézô eûz a bemp mil war-n-ugen̄t, hag al léd eûz a zék mil.

14. Ha na werzin̄t nétrâ anézhô, na gemmin̄t ha na zizougin̄t két préveûdiou ann douar, ô véza ma in̄t gwéstlet d’ann Aotrou.

15. Ar pemp mil a choum war ar pemp mil war-n-ugen̄t a léd a vézô dizan̄tel, ha dileûret évit tiez kéar hag hé faboursiou : hag ar géar a vézô é kreiz.

16. Ha chétu aman̄ hé men̄t : war-zû ann han̄tez-nôz, pemp kan̄t ha pévar mil ; war-zû ar c’hrésteiz, pemp kan̄t ha pévar mil ; war-zû ar sâv-héol, pemp kan̄t ha pévar mil ; war zû ar chûs-héol, pemp kan̄t ha pévar mil.

17. Faboursiou kéar hô dévézô war-zû ann han̄ter-nôz, daou c’han̄t hag han̄ter-kan̄t ; war-zû ar c’hrésteiz, daou c’han̄t hag han̄ter kan̄t ; war-zû ar sâv-héol, daou c’han̄t hag han̄ter-kan̄t ; war-zû ar môr, daou c’han̄t hag han̄ter-kan̄t.

18. Hôgen ar péz a choumô war ann héd é-tâl préveûdiou ar san̄tuar, dék mil war-zû ar sâv-héol, ha dék mil war-zû ar c’hûs-héol, a vézô ével préveûdiou ar san̄tuar ; hag hé frouez a vézô da voéd évid ar ré a zervichô kéar.

19. Hôgen ar ré a zervichô kéar, a vézô eûz a holl vreûriézou Israel.

20. Ann holl bréveûdiou péré a vézô eûz a bemp mil war-n-ugen̄t war bemp mil war-n-ugen̄t é pévar c’horn, a vézô rannet é préveûdiou ar san̄tuar, hag é kers kéar.

21. Hôgen ar péz a chournô a vézô évid ar prin̄s, a bep tû da bréveûdiou