Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
levr ar profed ézékiel.

déou eûz ann templ, étrézeg ar c’hrésteiz eûz ann aoter.

2. Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun dré hen̄t dôr ann han̄ter-nôz, hag a lékéaz ac’hanoun da drei dré ann hen̄t a-ziavéaz eûz ann ôr, dré ann hen̄t a zellé oud ar sav-héol ; ha chétu é tarzé ann douréier eûz ann tû déou.

3. Hag ann dén a zeûé eûz ar sâv-héôl, en dôa enn hé zourn eur gordennik, hag a ven̄taz eunn héd a vîl ilinad ; hag hén̄ a gasaz ac’hanoun a-dreûz d’ann dour bétég ann ufern.

4. Hag hén̄ a ven̄taz c’hoaz eunn héd a vil ilinad, hag a gasaz ac’hanoun a-dreûz d’ann dour bétég ann daoulin.

5. Hag hen̄ a ven̄taz c’hoaz eunn héd a vîl ilinad, hag a gasaz ac’hanoun a dreûz d’ann dour bétég ann digroazel. Hag hen̄ a ven̄taz c’hoaz eunn héd a vîl ilinad, ha chétu eur froud, ha na helliz két da dreûzi, ô véza ma oa c’houézet ann doureier, ha ma oa kresket ar froud, ha na hellet két hé zreûzi.

6. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Gwélet mâd éc’h eûz, mâb dén. Hag hén̄ a dennaz ac’hanoun hag am c’hasaz da ribl ar froud.

7. Ha pa oenn distrôet, é wéliz eul lôd brâz a wéz war ribl ar froud a bép tû.

8. Hag hen̄ a lavaraz din : Ann douréier-zé péré a zeû er-méaz war verniou tréaz étrézég ar sâv-héol, hag a ziskenn é kompézen ann distrô, a iélô ébarz ar môr, hag a zeûiô er-méaz, hag ann douréier a vézô iac’héet.

9. Ha kémen̄t loen béô a stlej, a vévô, é pé léac’h-bennâg ma teûi ar froud ; hag eul lôd brâz a bésked a vézô goudé ma vézô deûet énô ann douréier-zé, ha kémen̄d hini étrézé péhini é teûi ar froud, a vézô iac’héet hag a vévô.

10. Ar béskétérien en em zalc’hô war-n-ézhô  ; adaleg Engaddi bétég Engallim é vézô lékéat rouéjou da zec’ha : meûr a zeûrd pésked a vézô, ével pésked ar môr brâz, hag eul lôd brâz a vézô anézhô.

11. Hôgen war hé aod hag el lagennou na vézô két iac’héet ann douréier, râk da c’hoalen é vézin̄t rôet.

12. Ha war aotou ar froud a bép tû é savô a bép seurd gwéz frouézek. Na gouézô két hô déliou, ha na ziouérin̄t két a frouez ; pép mîz é tougin̄t frouez névez, ô véza ma teû hé douréier eûz ar san̄tuar ; hag hé frouez da voéd, hag hé déliou da louzou.

13. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Aman̄ éma ann harzou hervez péré é rannot ann douar étré ann daouzék breuriez eûz a Israel ; râk Jozef en deûz diou lôden.

14. Hôgen c’houi a biaouô anézhan̄ enn eunn doaré kévatal, kémen̄d ann eil hag égilé ; ann douar-zé em eûz touet hé rôjenn d’hô tadou ; hag ann douar-zé a gouézô d’é-hoc’h é digwéz.

15. Hôgen chétu aman̄ harzou ann douar : war-zû ann han̄ter-nôz, adaleg ar môr braz, ô ton̄d dré Hétalon da Zédada,

16. Da Emat, da Vérota, da Zabarim, péhini a zô étré harzou Damas hag harzou Émat, da dî Tic’hon, péhini a zô war harzou Auran.

17. Hé harzou a vézô adaleg ar môr bété leûren Énon, harzou Damas, hag eûz a eunn tû eûz ann han̄ter-nôz bétég ann tû all eûz ann han̄ter-nôz ; harzou Émat tû ann han̄ter-nôz.

18. Ha tû ar sâv-héol, eûz a greiz Auran, hag eûz a greiz Damas, hag eûz a greiz Galaad, hag eûz a greiz Douar Israel ; hag ar Jordan a vézô da harzou war-zû môr ar sâv-héol ; men̄ta a réôt ivé tû ar sâv-héol.

19. Ha tû ar c’hresteiz, eûz a Damar bété douréier ann Enébiez é Kadez ; hag eûz ar froud bétég ar môr brâz ; hag hé-man̄ eo tû ar c’hrésteiz.

20. Ha tû ar môr, ar môr brâz, adaleg eur penn râg-eunn, bété ma teûeur da Émat ; hé man̄ eo tû ar môr.

21. Ha c’houi a rannô ann douar-zé étré-z-hoc’h, hervez breuriézou Israel :

22. Ha c’houi hé gémérô da zigwéz d’é-hoc’h, ha d’ann diavésidi a zeûi enn hô touez, hag hô dévézô ganet bugalé enn hô kreiz ; hag hî a vézô évid-hoc’h ével pa ven̄t ganet er vrô é-touéz bugalé Israel ; hô lôd hô dé-