Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
levr ar profed ézékiel.

leûren a-ziavéaz dirâg ar c’hamprou, é dôa han̄ter-kan̄t ilinad a héd.

8. Râg ann héd eûz a gamprou ann ten̄zor el leûren a-ziavéaz a ioa eûz a han̄ter kan̄t ilinad, hag hô hed, dirâk tal ann templ, eûz a gan̄t ilinad.

9. Ha dindân ar c’hamprou-zé eûz ann ten̄zor éz oa eunn hen̄t war-zû ar sâv-héol, évid ar ré a zeûé dî eûz al leûren a-ziaveaz.

10. É tevder moger al leûren a oa râg-énep da hen̄t ar sâv-héol, ouc’h tâl ann ti rannet, éz oa c’hoaz kamprou dirâg ann tî-zé.

11. Eunn hen̄t a oa ivé dirâg ar ré-man̄, é-chîz ma oa dirâg ar c’hamprou a oa war-zû ann han̄ter-nôz ; hô héd a oa unvan, hag hô léd ivé ; hag ivé hô hen̄t, hag hô doaré, hag ho dôriou,

12. Ével dôriou ar c’hamprou a oa enn hen̄t a zellé oud ar c’hrésteiz, ével-sé é oa ivé eunn ôr é penn ann hen̄t a oa dirâg ar porched rannet, évid ar ré a zeûé eûz ar sâv-héol.

13. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Kamprou ann han̄tez-nôz, ha kamprou ar c’hrésteiz, péré a zô dirâg ann tî rannet, ar ré-zé a zô kamprou san̄tel ; enn-hô eo é tebr ar véléien, péré a dôsta oud ann Aotrou er san̄tuar : énô eo é lékéon̄t ann traou san̄tel, hag ar c’hennig évid ar péc’hed hag évid ar gwall ; râg al léac’h a zô san̄tel.

14. Pa vézô éat ar véléien ébarz, na zeûin̄t két er-méaz eûz al léac’h san̄tel el leûren a-ziavéaz, kén n’hô dévézô lézet énô ann diḻad gan̄t péré é réon̄t hô c’harg, rak san̄tel in̄t ; hag hî a wiskô diḻad all, abarz m’az ain̄t é-touez ar bobl.

15. P’en dôé peûr-ven̄tet ann tî a-ziabarz, é kasaz ac’hanoun dré ann ôr a zellé oud ar sâv-héol : hag hén̄ a ven̄taz ann héd a bép tû trô-war-drô.

16. Hén̄ a ven̄taz éta tû ar sâv-héol gan̄d ar gorsen-ven̄t, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

17. Hag hén̄ a ven̄taz tû ann han̄ter-nôz, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

18. Hag hén̄ a ven̄taz tû ar c’hrésteiz, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

19. Hag hen̄ a ven̄taz tû ar c’hûs-héol, pemp kan̄t korsennad-ven̄t trô-war-drô.

20. Hag hén̄ a ven̄tas ar voger a bép tû, hervez ar béder avel trô-war-drô, pemp kan̄t korsennad a héd, ha pemp kan̄t korsennad a léd, étré ar san̄tuar ha léac’h ar bobl.


————


XLIII. PENNAD


Men̄t ann aoter.


1. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun étrézég ann ôr a zellé oud ar sâv-héol.

2. Ha chétu gloar Doué Israel a zeûaz diwar-zû ar sâv-héol ; hag hé mouéz a oa ével trouz kalz doureier ; hag ann douar a luc’hé gan̄d hé veûrded.

3. Hag ar wélédigez-sé a oa hen̄vel oud ann hini am bôé, pa zeûaz évit kolla ar géar : enn hévélep doaré en em ziskouézaz, ével ma em bôa hé wélet é-tal ster C’hobar : ha mé a gouézaz war va dremm.

4. Ha meûrdez ann Aotrou a iéaz enn templ dré ann ôr a zellé oud ar sâv-héol.

5. Hag ar spéred a zavaz ac’hanoun, hag am c’hasaz d’al leûren a ziabarz ; ha chétu é oa leûn ann tî gan̄t gloar ann Aotrou.

6. Hag é kleviz anézhan̄ ô komza ouz-in eûz ann tî ; hag ann dén a oa enn hé zâ em c’hichen,

7. A lavaraz d’in : Mâb dén, aman̄ éma léac’h va zrôn, ha léac’h roudou va zreid, é péléac’h é chouminn é-kreiz bugalé Israel da-vikenn ; ha tî Israel na zaotrô mui va hanô san̄tel, nag hî nag hô rouéed, gan̄t hô gadélésiou, gan̄t bésiou hô rouéed, ha gan̄d al lec’hiou uc’hel.

8. Hî hô deûz gréat hô dôr out va dôr, hag hô fostou out va fostou : eûr vôger a oa étré mé hag hî ; hag hî hô deûz saotret va hanô san̄tel gan̄d ann argarzidigésiou hô deûz gréat ; râk-sé em eûz hô bévézet em buanégez.

9. Pellaen̄t éta bréman̄ hô gadélez, ha bésiou hô rouéed, ha mé a choumo bépréd enn hô c’hreiz.