Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
levr ar profed ézékiel.

hag évid ar péc’hed, hag évid ar gwall.

40. Hag enn tû a-ziavéaz a biñ étrézég ann ôr a zell oud ann han̄ter-nôz, éz oa diou daol ; hag enn tû all dirâk porched ann ôr, diou daol.

41. Péder zaol enn eunn tû, ha péder zaol enn tû all eûz ann ôr, eiz taol a ioa, war béré é lazen̄t.

42. Ar béder zaol évid al loen-losket a oa gréat gan̄t mein pévar-c’hornek, eûz a eunn ilinad han̄ter a héd, eûz a eunn ilinad han̄ter a léd, hag eûz a eunn ilinad a uc’hélded ; ha war-n-ézhô é lékéed al listri é péré é lazed ann hostivou hag ar viktimou.

43. Hag ar gon̄vor anézhô a oa eûz a eur raouennad, hag hén̄ en em eil-blégé enn diabarz trô-war-drô ; war ann taoliou é lékéad kîg ar c’hennig.

44. Er-méaz eûz ann ôr a-ziabarz édô kamprou ar ganérien el leûren a-ziabarz, a ioa é-tâl ann ôr a zellé oud ann han̄ter-nôz ; hô zâl a oa trôet war-zû ar c’hrésteiz : unan a ioa é-tâl dôr ar sâv-béol, hag a zellé war-zû ann han̄ter-nôz.

45. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Ar gampr-zé a zô trôet war-zu ar c’hrésteiz, a vézô évid ar véléien a veḻ évid diwall ann templ.

46. Ar gampr a zô trôet war-zû ann han̄ter-nôz, a vézô évid ar véléien a veḻ évit servich ann aoter. Ar ré-zé eo mipien Sadok, péré eûz a vipien Lévi a dôsta oud ann Aotrou évid hé zervicha.

47. Hag hen̄ a ven̄taz al leûren, é dôa kan̄t ilinad a héd, ha kan̄t ilinad a léd er pévar c’horn ; hag ann aoter dirâk tâl ann templ.

48. Hag hén̄ a gasaz ac’hanoun é porched ann templ ; hag hén̄ a ven̄taz ar porched, péhini en dôa pemb ilinad enn eunn tû, ha pemb ilinad enn tû all ; ha léd ann ôr eûz a drî ilinad enn eunn tû, hag eûz a drî ilinad enn tû all.

49. Héd ar porched a ioa eûz a ugen̄t ilinad, hag hé léd eûz a unnég ilinad ; ha dré eiz daez é piñed dî. Peûliou a ioa oud ann talbenn, unan enn eunn tû, hag unan enn tû all.


————


XLI. PENNAD


Men̄t kévrennou ann templ.


1. Hag hen̄ a gasaz ac’hanoun enn templ, hag a ven̄taz ar postou, eûz a c’houéac’h ilinad a léd enn eunn tû, hag eûz a c’houéac’h ilinad a léd enn tû all, ével léd ann tabernakl.

2. Ha léd ann ôr a ioa eûz a zég ilinad ; ha kostésiou ann ôr eûz a bemb ilinad enn eunn tû, hag eûz a bemb ilinad enn tu all ; hag hen̄ a ven̄taz ann templ, eûz a zaou-ugen̄t ilinad a héd, hag eûz a ugen̄t ilinad a léd.

3. Hag hén̄ a iéaz ébarz, hag a ven̄taz post ann ôr eûz a zaou ilinad ; hag ann ôr eûz a c’houéac’h ilinad, ha léd ann ôr eûz a zeiz ilinad.

4. Hag hén̄ a ven̄taz dirâk tâl ann templ eunn héd a ugen̄t ilinad, hag eul léd a ugen̄t ilinad, hag é lavaraz d’in : Aman̄ éma san̄t ar zen̄t.

5. Hag hen̄ a ven̄taz môger ann tî eûz a c’houéac’h ilinad ; ha léd ar c’hostez eûz a bévar ilinad a bép tû trô-war-drô d’ann tî.

6. Hôgen al lôgou, lôg ouc’h lôg, diou wéach teir ha trégon̄t : béz’ ez oa skoazellou-plég a zavé enn-drô da vôger ann tî, évit skôra frammou al lôgou, héb béza harpet war vôger ann templ.

7. Béz’ éz oa eunn dérez roun̄d, hag a biñé é doaré eur werzid, hag a iéa, enn eur drei, bétég ar gampr uc’héla eûz ann templ : râk-sé ann templ a oa éc’honoc’h ouc’h-kréac’h égéd ouc’h-traon̄ ; hag ével-sé é piñed dré greiz eûz ar penn izéïa d’ar penn uc’héla.

8. Ha mé a wélaz al lôgou a oa é penn ann ti trô-war-drô ; hag hî hô dôa men̄t eur gorsen pé c’houéac’h ilinad.

9. Ha tévder ar vôger a-ziavéaz a oa enn-drô d’al lôgou, eûz a bemb ilinad ; hag ann tî a-ziabarz a oa é-kreiz eunn ti all.

10. Étré ar c’hamprou-zé hag ann tî éz oa eunn héd a ugen̄t ilinad a bép tû trô-war-drô,

11. Ha dôr al lôg war-zû léac’h ar