Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
levr ar profed ézékiel.

naoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô digoret hô pésiou, ha p’am bézô hô tennet eûz hô pésiou,

14. Ha p’am bézô rôet va spéred enn-hoc’h, hag é viot béô, hag em bézô hô lékéat da arzaôi enn hô touar hoc’h-unan ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou em eûz lavaret ha gréat kémen̄t-sé, émé ann Aotrou Doué.

15. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

16. Ha té, mab dén, kémer eunn tamm koat, ha skrîv war-n-ézhan̄ : Da Juda ha da vugalé Israel hé eiled. Ha kémer eunn tamm koat all, ha skrîv war-n-ézhan̄ : Da Jozef, koat Éfraim, ha da holl di Israel hé eiled.

17. Ha tôsta ann daou damm koat-zé ann eii oud égilé évid hô unani ; hag hî a vézô ével unan enn da zourn.

18. Ha pa gomzô bugalé da bobl ouz-id, ô lavarout : Ha na ziskuḻi két d’é-omp pétrâ eo da lavarout ar péz a réz ?

19. É liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a gémérô koat Jozef, a zô é dourn Éfraim, ha breûriézou Israel a zô unanet gan̄t-han̄ ; ha mé hô lakai kévret gan̄t koat Juda, hag a rai anézhô eur c’hoat hép-kén ; hag hî a vézô em dourn ével eur c’hoat hép-kén.

20. Hag ann tammou koat war béré éz pézô skrivet a vézô enn da zourn dira-z-hô.

21. Hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a gémérô bugalé Israel eûz a greiz ar brôadou étrezé péré é oan̄t éat ; ha mé hô strollô a bép-tû, hag hô digasô enn hô brô hô-unan.

22. Ha mé a rai anézhô eur bobl hép-kén enn hô douar war vénésiou Israel ; ha na vézô néméd eur roué évit réna war-n-ézhô holl ; ha na vézô mui diou vrôad anézhô, na vézin̄t mui rannet é diou rouan̄télez.

23. Ha na vézin̄t mui saotret gan̄d hô idolou, gan̄d hô argarzédigézou, ha gan̄d hô holl fallagriézou ; ha mé hô dieûbô eûz ann holl lec’hiou é péré hô deûz péc’het, ha mé hô glanô ; hag hî a vézô da bobl din, ha mé a vézô da Zoué d’ézhô.

24. Va zervicher David a vézô da roué war-n-ézhô, ha na vézô néméd eur méser évit-hô holl ; em barnédigézou é valéin̄t, ha va gourc’hémennou a virin̄t hag a heûḻin̄t.

25. Hî a choumô enn douar em eûz rôet d’am servicher Jakob, é péhini eo bét choumet hô tâdou ; hag hî a choumô enn-han̄, hî hag hô mipien, ha mipien hô mipien da-vikenn ; ha David va zervicher a vézô da brin̄s d’ézhô da-vikenn.

26. Ha mé a rai kévrédigez gan̄t-hô ; va c’hévrédigez gan̄t-hô a vézô peûr-baduz. Mé hô diazézô, hô faottô, hag a lakai va zan̄tuar enn hô c’hreiz da-vikenn.

27. Va zabernakl a vézô enn-hô ; ha mé a vézô da Zoué d’ézhô, hag hî a vézô da bobl d’in.

28. Hag ar brôadou a wézô pénaoz mé ann Aotrou eo san̄tuar Israel, pa vézô va zan̄tuar enn hô c’hreiz da-vikenn.


————


XXXVIII. PENNAD


Diougan a-enep Gog ha Magog.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, trô da zaoulagad war-zû Gog, war-zû douar Magog, war-zû priñs ha penn Mosoc’h ha Tubal ; ha diougan diwar hé benn,

3. Ha lavar d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeû étrézég enn-od, Gog, priñs ha penn Mosoc’h ha Tubal.

4. Ha mé az lakai da drei a bép tû, hag a lakai eur wesken enn da garvanou ; ha mé az digasô er-méaz, té ha da holl armé, ar c’hézek, hag ar varc’heien gôlôed holl a harnésiou, péré a zeûi enn eunn niver brâz, armet a wafiou, a dirennou hag a glézéier.

5. Ar Bersied, ann Étiopied, hag at Libied a vézô gan̄t-hô, hag hî holl a zougô tirennou ha tôkou-houarn.

6. Gamer hag hé holl vrézélidi, tî