Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
levr ar profed ézékiel.

Doué : Chétu é teûann va-unan étrézég ar vésérien-zé ; mé a glaskô va zropel hag hé dennô eûz hô daouarn, ha mé a virô na baskin̄t mui va zropel, ha n’en em baskô mui ar vésérien hô-unan : ha mé a zieûbo va zrôpel eûz hô génou, ha na vézô mui da voéd d’ézhô ;

11. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu é teûann va-unan da glaskout va dén̄ved, hag é emwélinn anézhô.

12. Ével ma emwél ar méser hé dropel, enn deiz ma en em gav é-kreiz hé zén̄ved a oa bét skiñet ; ével-sé é emwélinn va dén̄ved, hag é tieûbinn anézhô eûz ann holl léc’hiou é péré é vézin̄t bét skiñet enn deiz a goabr hag a dévalien.

13. Hô digas a rinn eûz a douez ar boblou, hag é strollinn anézhô eûz a gals brôiou, hag hô digasinn énn hô douar-hô-unan hag é paskinn anézhô war vénésiou Israel, a-héd ar gouériou, hag enn holl léc’hiou eûz ar vrô a zô tûd enn-hô.

14. Er gwella peûrvannou é paskinn anézhô : ménésiou huel Israel a vézô hô feurvann ; énô é c’hourvézin̄t war ar géot glâz, hag é peûrint er peûrvannou ar ré larta war vénésiou Israel.

15. Mé a baskô va den̄ved, ha mé hô lakai da c’hourvéza, émé ann Aotrou Doué.

16. Ar ré a oa dian̄ket a glaskinn, hag ar ré a oa kouézet a zavinn, hag ar ré a oa gouliet a liénenninn, hag ar ré a oa toc’hor a grévainn, hag ar ré a oa lard ha kré a virinn ; ha mé hô faskô gan̄t barnédigez.

17. Hôgen c’houi, va zropellou, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a varnô étré ann dén̄ved hag ann dén̄ved, étré ann tourzed hag ar bouc’hed.

18. Ha né oa két a-walc’h d’é-hoc’h béza maget é peûrvann mâd, hép mac’ha gan̄d hô treid ann dilerc’h eûz ar peûrvann ? Ha pa hoc’h eûz évet dour skléar, hoc’h eûz strafiḻet ann dilerc’h gan̄d hô treid.

19. Ha va dén̄ved a beûré ar péz a oa bét mac’het gan̄d hô treid, hag a évé ar péz a oa bét strafiḻet gan̄d hô treid.

20. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué d’é-hoc’h : Chétu mé a varnô va-unan étré ann dén̄ved lard hag ann dén̄ved treûd ;

21. O véza ma voun̄tac’h gan̄d hô kôstésiou ha gan̄d hô tiskoaz, ha ma wen̄tac’h gan̄d hô kerniel ann holl zén̄ved toc’hor, kén n’hô pôa hô skiñet er méaz :

22. Hôgen mé a zieûbô va zropel, ha na vézô mui é preiz ; ha mé a varnô étré ann dén̄ved hag ann dén̄ved.

23. Ha mé a lakai da zével war-n-ézhô eur méser, péhini hô faskô, David va zervicher ; hén̄ hô faskô, hag hen̄ a vézô da véser d’ézhô.

24. Ha mé ann Aotrou a vézô da Zoué d’ézhô ; ha David va zervicher a vézô da brin̄s enn hô c’hreiz ; mé ann Aotrou em eûz hé lavaret.

25. Ha mé a rai gan̄t-hô eur gévrédigez a béoc’h hag a lakai-da-gét al loéned droug er vrô ; hag ar ré a choum enn distrô, a gouskô gan̄t fisian̄s er c’hoajou.

26. Hô leûnia a rinn a vennoz enn-drô d’am c’hrec’hien ; ar glaô a zigasinn enn hé amzer ; glavéier a vennoz é vézin̄t.

27. Gwéz ar mésiou a rôi hô frouez, hag ann douar a rôi hé hégin, hag hî a vézô enn hô brô héb aoun ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô torret chadennou hô iéô, hag em bézô hô zennet eûz a zaouarn ar ré a vestrounié anézhô.

28. Ha na vézin̄t mui da breiz d’ar brôadou, ha loéned ann douar n’hô debrin̄t mui ; hôgen hî a choumô énô gan̄d fisian̄s hag héb aoun é-béd.

29. Ha mé a lakai da zével enn-hô eur blan̄ten brudet-brâz ; ha na vézin̄t mui skarzet gan̄d ann naounégez war ann douar, ha na zougin̄t mui dismégans ar brôadou.

30. Hag hî a wézô pénaoz mé ann Aotrou hô Doué a zô gan̄t-hô, ha pénaoz hî, tî Israel, a vézô va fobl, émé ann Aotrou Doué.

31. Hôgen c’houi, va zropellou, tropellou va feûrvann, tûd oc’h ; ha mé eo ann Aotrou hô Toué, émé ann Aotrou Doué.


————