Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
188
levr ar profed ézékiel.

hag a lavar : Abraham né oa néméd eunn dén, hag en deûz bét ann douar-man̄ é digouéz : ha nî a zô paot, ha d’éomp-ni eo rôet ann douar-zé é kers.

25. Râk-sé é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : C’houi péré a zebr ar c’hîk gan̄d ar goad, hag a zâv hô taoulagad étrézég hoc’h hudurézou, hag a skuḻ ar goad ; ha piaoua a réot-hu ann douar-zé é digwéz ?

26. Savet oc’h bét gan̄d hô klézeier, argarzidigézou hoc’h eûz gréat, pép-hini ac’hanoc’h en deûz gwallet grég hé nésa ; hag é piaouot ann douar-zé é digwéz ?

27. Lavar ann dra-man̄ d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ével ma ounn béô, ar ré a choum enn dizériou a gouézô dindân ar c’hlézé ; ar ré a zô er parkeier, a vézô rôet da voéd d’al loéned ; hag ar ré a zô er c’hréou hag er c’héviou, a varvô gan̄d ar vosen.

28. Ha mé a lakai ann douar-zé da véza didûd ha dihen̄t, hag hé ners rôk a vézô kaset-da-gét ; ha ménésiou Israel a vézô mantret, ô véza na dréménô mui dén dré-z-hô.

29. Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô lékéat hô douar da véza didûd ha dihen̄t, enn abek d’ann holl argarzidigézou hô deûz gréat.

30. Ha té, mâb dén, bugalé da bobl péré a gomz diwar da benn a-héd ar muriou, hag é-tâl dôriou hô ziez, a lavar ann eil d’égilé, pep-hini d’hé nésa : Deûit, ha sélaouomp pétrâ eo ar gér a zô deuet diouc’h ann Aotrou.

31. Hag hî a zeû étrézég enn-od, ével ma en em stroll eur bobl ; hag hî a azez dira-z-od, ével va fobl ; hag hî a zélaou da lavariou, ha na sévénon̄t két anézhô ; râg hî hô zrô é kanaouennou enn hô génou, hag hô c’haloun a ia da heûl hô fizôni.

32. Ha té a zô évit-hô ével eur ganaouen a giniad, a ganeur enn eunn doaré c’houék hag hétuz ; hag hî a glev da c’heriou, ha na sévénon̄t két anézhô.

33. Ha pa vézô deûet ar péz a zô bét diouganet (ha chétu e teû), neûzé é wézin̄t pénaoz é vézô bét eur profed enn hô zouez.


————


XXXIV. PENNAD


Diougan a-éneb ar wall vésérien.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, diougan diwar-benn mésérien Israel ; diougan, ha lavar d’ar vésérien : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ mésérien Israel, péré en em bask hô-unan ; ar vésérien hag hî a bask hô dén̄ved ?

3. Hô léaz a zebrac’h, gan̄d hô gloan en em c’hôlôac’h ; hag ar ré larda anézhô a lazac’h ; hôgen na baskac’h két va zropel.

4. N’hoc’h eûz két krévéet ar ré a oa toc’hor, ha n’hoc’h eûz két louzaouet ar ré a oa klan̄v, n’hoc’h eûz két liénennet ar ré a oa gouliet, n’hoc’h eûz két savet ar ré a oa kouézet, ha n’hoc’h eûz két klasket ar re a oa dian̄ket ; hôgen hô mestrounia a réac’h gan̄t garven̄tez ha gan̄t béli.

5. Ha va den̄ved a zô bet skiñet, ô véza n’hô dôa ket a véser ; hag hî a zô deûet da voéd da holl loéned ar mésiou, hag a zô bét skiñet.

6. Kildrôet hô deûz va zropellou war ann holl vénésiou ha war ann holl gréc’hiennou huel ; ha war c’horré ann douar holl eo bét skiñet va zropellou, ha né oa dén évid hô c’hlaskout, né oa dén, émé-vé, évid hô c’hlaskout.

7. Râk-sé, mésérien, sélaouit gér ann Aotrou :

8. Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, ô véza ma eo bét lézet va zropellou é preiz, ha ma éo bét va dén̄ved da voéd da holl loéned ar mésiou, dré na oa két a véser ; ha na glaské két va mésérien va zropellou ; hôgen ma en em baské ar vésérien hô-unan, ha na basken̄t két va zropellou :

9. Râk-sé, mésérien, sélaouit gér ann Aotrou :

10. Ével-henn é lavar ann Aotrou