Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/181

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
levr ar profed ézékiel.

léac’h da zéc’ha ar rouéjou ; ha na vézi két savet hivizikenn ; râk mé eo em eûz komzet, émé ann Aotrou.

15. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué da Dir : Ha na grénô két ann énézi gan̄t trouz da ziskar, gan̄t keinvan ar ré a vézô lazet enn da greiz ?

16. Hag holl brin̄sed ar môr a ziskennô diwar hô zrônou ; hag hî a zilézô arouésiou hô galloud, a zistolô hô gwiskou marellet, hag a vézô leûn a spount ; war ann douar éc’h azézin̄t, hag é vézin̄t souézet gan̄d da ziskar ken trumm.

17. Hag hî oc’h ôber war-n-od keinvanou, a lavarô d’id : Pénaoz oud-dé bét dispennet, té péhini a choumé é-kreiz ar môr, kéar gaer, péhini a oa kré war ar môr, gan̄d da holl dûd, péré a oa deûet da spoun̄t d’ar béd holl ?

18. Neûzé é vézô saouzanet al listri é deiz da spoun̄t ; hag ann énézi a vézô kéflusket er môr, ô véza n’az ai hini er méaz ac’hanod.

19. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : P’am bézô da rôet da eur géar disman̄tret, ével ar c’hériou é péré né choum dén ; hag em bézô digaset war-n-od al loun̄k, hag é vézi gôlôet gan̄t kalz a zouréier.

20. P’am bézô da zidennet gan̄d ar ré a ziskenn er poull étrézég ar bobl peûr-baduz, hag em bézô da lékéat é gwéled ann douar ével distrôiou kôz, gan̄d ar ré a zô diskennet er poull, évit na choumô dén enn-od ; hôgen p’am bézô rôet va gloar é douar ar ré véô ;

21. É kasinn ac’hanod da-gét, ha na vézi mui, hag ann hini az klaskô n’az kavô mui da-vikenn, émé ann Aotrou Doué.


————


XXVII. PENNAD


Kanaouen kan̄vaouuz diwar-benn disman̄tr Tir.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Té éta, mâb dén, gra eur c’heinvan diwar-benn Tir :

3. Hag é liviri da Dir, péhini a zô diazezet war-harz ar môr, péhini a râ gwerzidigez gan̄d ar boblou eûz a eul lôd braz a énézi : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O Tir, té éc’h eûz lavaret : Kaer-brâz ounn.

4. Hag é-kreiz ar môr ounn diazéset. Da amézéien péré hô deûz da zavet, hô deûz da leûniet a gaerded.

5. Da zavet hô deûz, té ha da holl zoliérou gan̄t sapr Sanir : eur wézen-sedr eûz al Liban hô deûz kéméret évid ôber eur wern d’id.

6. Gan̄d derô Basan hô deûz gréat da roén̄viou ; da dôstou hô deûz gréat gan̄d olifan̄d ann in̄dez, ha da gamprou gan̄t koat énézi ann Itali.

7. Lin moan ann Éjipt gwéet a bép liou a zô bét aozet da wél d’id évit lakaad oud da wern ; mézer glâz ha limestra énézi Élisa hô deûz gréat da vannier.

8. Tûd Sidon hag Arad a zô bét da roén̄vierien d’id ; ha da dûd fûr, ô Tir, a zô deûet da lévierien d’id.

9. Kôzidi Gébal, hag hé zûd fûr hô deûz kaset hô merdéidi évid holl zervich al léstr ; holl listri ar môr, hag hô merdéidi a zô en em rôet d’id évid da werzidigez.

10. Ar Bersied, al Lidied, hag al Libied a oa da vrézélidi enn da armé ; skourret hô deûz enn-od hô zirennou hag hô zôkou-houarn da skéd d’id.

11. Mipien Arad a oa gan̄d da armé war da vuriou trô-war-drô ; hag ar Rigméed péré a oa war da douriou, hô deûz skourret hô zron̄sou oud da vuriou trô-war-drô ; hî hô deûz peûr-leûniet da skéd.

12. Ar C’hartajinéed a réa gwerzidigez gan-éz, hag a leûnié da varc’hallec’hiou a galz a vadou, a arc’han̄t, a houarn, a stéan, hag a bloum.

13. Ar Grésia, Tubal, ha Mosoc’h a oa ivé da varc’hadourien, hag a gasé d’as pobl sklaved ha listri arem.

14. Euz a dî Togorma é kased d’as marc’hallec’hiou kézek, ha marc’héïen, ha muled.

15. Bugalé Dédan a oa da varc’hadourien ; kalz énézi a réa gwerzidigez gan-éz ; kâs a réan̄t d’id enn eskemm den̄t olifan̄t, ha koat ébéna.