Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
levr ar profed ézékiel.

ha na geinvani két, ha na wéli két, ha na skuḻi két a zaérou.

17. Hirvoudi a rî enn eur dével, na rî két kaon̄ ar ré varô ; da gurunen a choumô liamet war da benn, ha da voutou a vézô oud da dreid ; na c’hôloi két da c’hénou gan̄d eul liénen, ha na zébri két boed ar c’haon̄.

18. Komza a rîz éta oud ar bobl diouc’h ar min̄tin, ha va grég a varvaz diouc’h ar pardaez ; hag é rîz an̄trônôz-vin̄tin ével ma oa bét gourc’hémennet d’in.

19. Hag ar bobl a lavaraz d’in : Pérâk na zisklériez két d’é-omp pétrâ eo da lavarout ar péz a réz ?

20. Ha mé a lavaraz d’ézhô : Gér ann Aotrou a zô deûet d’in, ô lavarout :

21. Lavar da dî Israel : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zaotrô va san̄tuar, fougé hô péli hag ar péz a zô ann hétusa d’hô taoulagad, ha diwar-benn péhini é saouzan hoc’h éné ; hô mipien hag hô merc’hed péré hoc’h eûz lézet, a gouézô dindan ar c’hlézé.

22. Ha c’houi a rai ével ma em eûz gréat ; na c’hôlôot két hô kénou gañd eul liénen, ha na zebrot két boéd ar c’haon̄,

23. Kurunennou hô pezô war hô pennou, ha boutou oud hô treid ; na geinvanot két ha na wélot két ; hôgen dizéc’ha a réot enn hô fallagriézou ; ha pép-hini ac’hanoc’h a geinô diwar benn hé vreûr.

24. Hag Ézékiel a vézô da arouéz d’é-hoc’h. Kémen̄d en deûz gréat a réot, pa vézô deûet ann amzer ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.

25. Ha té, mab dén, pa zeûi ann deiz é péhini é tenninn hô ners digan̄t-hô, ha lévénez hô gloar, ha kémen̄d a zô hétuz d’hô daoulagad, kémen̄d a râ éhan hô énéou, hô mipien hag hô merc’hed.

26. Enn deiz-zé, pa zeûi eunn dén da dec’hout, ha da rei kélou d’id ;

27. Enn deiz-zé, émé-vé, é vézô digoret da c’hénou gan̄d ann hini a vézô bét tec’het ; ha té a gomzô, ha na davi mui ; ha té a vézô da arouéz d’ézhô, hag a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


XXV. PENNAD


Diougan a-éneb ann Ammonied, ar Voabited, ann Iduméed, hag ar Filistined.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, trô da zaoulagad out bugalé Ammon, ha diougan diwar hô fenn ;

3. Ha lavar da vugalé Ammon : Sélaouit gér ann Aotrou Doué. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma éc’h eûz lavaret : Mâd, mâd, diwar-benn va zan̄tuar, pa eo bét saotret ; ha diwar-benn douar Israel, pa eo bét gwastet ; ha diwar-benn tî Juda, pa in̄t bét kaset é sklavérez :

4. Râk-sé é rôinn ac’hanod da zigouéz da vugalé ar sâv-héol ; hag hî a zavô hô c’hréier-dén̄ved enn-od, hag a steñô hô zeltou enn da greiz ; hî a zebrô da frouez, hi eo a évô da léaz.

5. Lézel a rinn ar gan̄valed da von̄t da choum é Rabbat (T), ha brô bugalé Ammon da véza léac’h gourvez ann tropellou ; ha c’houi a wézô penaoz eo mé ann Aotrou.

6. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma éc’h eûz stoket da zaouarn, ha skôet da dreid diwar-benn drouk douar Israel ;

7. Râk-sé chétu mé a astennô va dourn war-n-od, hag a rôi ac’hanod da breiz d’ar brôadou ; da lémel a rinn eûz a douez ar boblou, da zispenna a rinn diwar ann douar, da vrévi a rinn ; hag é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.

8. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma hô deûz lavaret Moab ha Séir : Chétu tî Juda ével ann holl vrôadou :

9. Râk-sé é tigorinn skoaz Moab eûz ar c’hériou, eûz hé gériou, émé-vé, hag eûz hé harzou, ar ré gaéra eûz ar vrô, Bétjésimot, ha Béelméon, ha Kariataïm,