Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/171

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169
levr ar profed ézékiel.

évit goulenn kuzul digand ann Aotrou ; hag hî a azézaz dira-z-oun.

2. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

3. Mâb dén, komz out hénaoured Israel, ha lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Ha n’oc’h két deûet c’houi évid ôber goulennou digan-én̄ ? Ével ma ounn béô, émé ann Aotrou Doué, na respoun̄tinn két d’é-hoc’h.

4. Mar barnez anézhô, mâb dén, mar barnez anézhô ; diskouéz d’ézhô argarzidigézou hô zadou.

5. Ha lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Enn deiz é péhini é tilenniz Israel, hag é saviz va dourn evit gwenn tî Jakob, hag en em ziskouéziz d’ézhô é douar ann Éjipt, hag é saviz va dourn évit-hô, ô lavarout : Mé eo ann Aotrou hô Toué.

6. Enn deiz-zé é saviz va dourn évit-hô, évit ma tenjenn anézhô eûz a zouar ann Éjipt, évid hô c’hâs enn eunn douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél ; péhini eo ar gwella é-touez ann holl zouarou.

7. Hag é liviriz d’ézhô : Pellaet pép-hini ann argarzidigézou diouc’h hé zaoulagad ; ha n’en em zaotrit két gan̄d idolou ann Éjipt. Mé eo ann Aotrou hô Toué.

8. Hôgen hi hô deûz va héget, ha né két fellet d’ézhô va sélaoui ; n’en deûz két pelléet pép-hini ann argarzidigézou diouc’h hé zaoulagad, ha n’hô deûz két dilézet idolou ann Éjipt. Ha mé em bôa lavaret pénaoz é skuḻfenn va buanégez war-n-ézhô, hag é sévenchenn va frouden enn-hô é-kreiz douar ann Éjipt.

9. Hôgen évit va hanô em eûz gréat, évit na vijé két saotret dirâg ar brôadou, é-kreiz péré édon̄t, ha dirâk péré ounn en em ziskouézet, évid hô zenna eûz a zouar ann Éjipt.

10. Hô zennet em eûz éta eûz a zouar ann Éjipt, hag em eûz hô c’haset enn distrô.

11. Hag em eûz rôed d’ézhô va c’hélennou, ha diskouézet d’ézhô va barnédigézou ; évit pa hô grai ann dén, ma vévô enn-hô.

12. Ouc’hpenn em eûz rôet d’ézhô va deisiou Sabbat, évit ma vijen̄t da arouéz étré mé hag hî ; ha ma wézchen̄t pénaoz eo mé ann Aotrou péhini a zan̄téla anézhô.

13. Hôgen bugalé Israel hô deûz va héget enn distrô ; n’hô deûz két baléet em c’hélennou ; distaolet hô deûz va barnédigézou é miridigez péré é vév ann den ; va deisiou sabbat hô deûz gwall zaotret ivé ; lavaret em bôa éta pénaoz é skuḻfenn va frouden war-n-ézhan̄ enn distrô, hag é tispenfenn anézhô.

14. Hôgen enn abek d’am hanô em eûz gréat, évit na vijé két saotret dirâg ar brôadou, eûz a greiz péré, ha dirâk péré em eûz hô zennet.

15. Savet em eûz éta va dourn war-n-ézhan̄ enn distrô pénaoz n’hô digasfenn két enn douar em bôa rôet d’ézhô, é péhini é tiver al léaz hag ar mél, hag a zô ar c’hen̄ta eûz ann holl zouarou :

16. O véza ma hô deûz distaolet va barnédigézou, ha n’hô deûz két baléet em c’hélennou, ha ma hô deûz saotret va deisiou sabbat ; râk hô c’haloun a iéa war-lerc’h hô idolou.

17. Va lagad en deûz sellet a druez out-hô ; ha n’em eûz két hô lazet ; n’em eûz két hô c’haset-da-nétra enn distrô.

18. Hôgen mé em eûz lavaret d’hô bugalé enn distrô : Na gerzit két é kélennou hô tadou, na virit két hô barnédigézou ha n’en em zaotrit két gan̄d hô idolou.

19. Mé eo ann Aotrou hô Toué : Baléit em c’hélennou, mirit va barnédigézou, ha sévénit-hô :

20. San̄télit ivé va deisiou sabbat, évit ma vézin̄t da arouéz étré mé ha c’houi, ha ma wiot pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué.

21. Hôgen hô bugalé hô deûz va héget ; n’hô deûz két baléet em c’hélennou, n’hô deûz két miret va barnédigézou, na sévénet anézhô, é miridigez péré é vév ann dén ; va deisiou sabbat hô deûz saotret ; hag em eûz hô gourdrouzet da skuḻa va frouden war-n-ézhô, ha da walc’ha va buanégez out-hô enn distrô.