Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/170

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
levr ar profed ézékiel.

27. Ha pa zistrôi ann dén fallagr dioud ar fallagriez en dévézô gréat, ha pa rai barnédigez ha reizded ; hén̄ a rôi ar vuez d’hé éné.

28. O véza éta m’en dévézô évéséet, ha ma vézô distrôet dioud ann holl fallagriézou en dévézô gréât, é vévô évit-gwîr, ha na varvô két.

29. Ha bugalé Israel a lavar : Né két reiz hen̄d ann Aotrou. Ha né két reiz va hen̄chou, tî Israel ; pé gen̄toc’h ha né két fall hoc’h hen̄chou-c’houi ?

30. Râk-sé, tî Israel, mé a varnô pép-hini hervez hé hen̄chou, émé ann Aotrou Doué. Distrôit, ha grît pinijen eûz hoc’h holl fallagriézou ; hag ar fallagriez na vézô két da goll d’é-hoc’h.

31. Taolit pell diouz-hoc’h ann holl wallou hoc’h eûz gréat, ha grît d’é-hoc’h eur galoun névez, hag eur spéred névez ; ha pérâg é varvot, ti Israel ?

32. Râk na ioulann két marô ann hini a varvô, émé ann Aotrou Doué : Distrôit étrézég enn-oun, ha bévit.


————


XIX. PENNAD


Rouéed Juda lékéat hévél oût léonédigou, ha Jéruzalem, oud eur winien.


1. Ha té, kémer kaon̄ war brin̄sed Israel,

2. Ha lavar : Pérâg da vamm péhini a zô eul léonez é deûs-hi gourvézet é-touez al léoned, hag é deûs-hi maget hé ré vunud é-kreiz al léonédigou ?

3. Hag hî é deûz digaset unan eûz hé léonédigou, hag hén̄ a zô deûet da léon ; desket en deûz da baka preiz, ha da zibri tûd.

4. Ar brôadou hô deûz klévet hanô anézhan̄ ; ha né két hép gouliou digan̄t-han̄ hô deûz hé baket ; hag hî hô deûz hé zigaset da vrô ann Éjipt goudé béza hé chadennet.

5. Pa wélaz hî pénaoz é oa deûet diners, hag é oa kollet hé géd, é kéméraz eunn all eûz hé léonédigou, hag a lékéaz anézhan̄ da léon.

6. Hé-man̄ a gerze é touez al léoned, hag a zeûaz da léon ; deski a réaz da baka preiz ha da zibri tûd.

7. Deski a reaz da ôber in̄tan̄vézed, ha da lakaad didûd ar c’hériou ; hag ann douar, ha kémen̄d a oa enn-han̄ a oé an̄kéniet gan̄t trouz hé iudérez.

8. Neûzé brôadou ar brovin̄sou en em strollaz enn hé éneb a bép tû ; hag hî a daolaz hô rouéjou war-n-ézhan̄, hag hé bakaz, nann hép gouliou digan̄t-han̄.

9. Hag hî a lékéaz anézhan̄ enn eur gaoued, ha goudé béza hé chadennet, é kaschon̄t anézhan̄ da roué Babilon ; hag é oé lékéat enn eur vac’h, évit na vijé klévet mui hé iudérez war vénésiou Israel.

10. Da vamm a zô ével eur winien a zô bét plan̄tet enn da c’hoad a-ziouc’h ann dour ; hé frouez hag hé c’hoat a zô bét kreskét gan̄d ann douréier vrâz.

11. Hag ar gwialennou kré a zô bét savet diout-hi a zô deûet da walennou d’ar brin̄sed, hag hé zaol a zô bét savet é-kreiz hé skourrou ; hag huel-brâz eo en em wélet é-touez al lôd brâz eûz hé skourrou.

12. Hag hî a zô bét dic’hrisiennet gan̄t buanégez, ha taolet oud ann douar ; hag eunn avel loskuz é deûz dizéc’het hé frouez ; hé gwialennou kré a zô deûet da véza gwan ha séac’h ; ann tân en deûz hé losket.

13. Ha bréma eo bét treûz-plan̄tet enn distrô, enn eunn douar dihen̄t ha dizour.

14. Hag eunn tan a zô savet eûz a wialen hé skourrou, péhini en deûz loun̄ket hé frouez ; ha na oé mui enn-hi a wialen gré da walen d’ar brin̄sed. Eur c’haon̄ eo hag eûr c’haon̄ é vézô.


————


XX. PENNAD


Ann Aotrou a rébech d’hé bobl hé idolatri.


1. Er seizved bloaz, er pempved mîz, enn dékved deiz eûz ar mîz, é teûaz lôd eûz a hénaoured Israel,