Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
levr ar profed isaias.

2. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô : Ével eul labous a dec’h, hag ével labousédigou a nîch er-méaz eûz hô neiz, ével-sé é vézô merc’hed Moab pa dreûzin̄t ann Arnon.

3. En em guzul, en em stroll, kémer da grésteiz eur skeûd kenn du hag ann nôz ; kûz ar ré a dec’h, ha na ziskuḻ két ar ré a gildrô.

4. Va zec’herien a choumô gan-éz : Moab, béz da zigémer d’ézhô a zirâg hô heskiner ; râg ar poultr en deûz kavet hé zivez, ar fallagr a zô éat-da-nétra ; néb a vac’hé ann douar a zô diaézet.

5. Eunn trôn a vézô aozet enn drugarez, hag hén̄ a azézô war-n-ézhan̄ er wirionez é telt David, évit barna ha klaskout ar varn, ha rei da bép-hini ar péz a zô reiz.

6. Balc’hder Moab hon eûz klevet ; balc’h-meûrbed eo ; hé valc’hder, hé rogoni, hé frouden a zô brasoc’h égéd hé ners.

7. Râk-sé é iudô Moab out Moab ; ann holl a iudô : d’ar ré a laka hô fisian̄s enn hô muriou brikennou, rôit da anaout hô gouliou.

8. Râk faboursiou Hesébon a zô didûd, hag aotrounez ar brôadou hô deûz gwastet gwinien Sabama ; hé skourrou a zô en em astennet bété Jazer ; kildrôet hô deuz enn distrô ; hag ar ré eûz hé greskou a zô choumet hô deûz treûzet ar môr.

9. Râk-sé é lén̄vinn hag é wélinn gan̄t Jazer gwinien Sabama ; da zoura a rinn, Hesébon, hag Eléalé, gan̄t va daérou, ô véza ma in̄t en em daolet gan̄d eur garm brâz war da winiennou ha war da barkou éd.

10. Na vézô gwélet mui a lévénez nag a dridérez er mésiou frouézuz, na vézô klevet mui a jolori er gwiniennou ; ar ré a oa boazet da waska ar gwîn, n’her gwaskin̄t mui ; lakaad a rinn da dével mouéz ar waskerien.

11. Rak-sé va c’hôv a zonô diwar-benn Moab ével eunn délen, ha va bouzellou diwar-benn hé mûr brikennou.

12. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô : Pa vézô skuiz Moab ô véza bét d’hé lec’hiou uc’hel, éz ai enn hé zan̄tuar hé-unan évit pédi, ha na dalvézô két d’ézhan̄.

13. Hen-nez eo ar gér en deûz lavaret ann Aotrou diwar-benn Moab abarz bréma.

14. Ha bréma é komz ann Aotrou, ô lavarout : A-benn trî bloaz, é doare bloavésiou ar gôpraérien, é vézô lamet hé c’hloar digan̄t Moab ha digan̄t hé holl bobl péger paot-bennâg eo ; nébeûd a dûd a choumô anézho, ha c’hoaz é vézin̄t gwân.


————


XVII. PENNAD.


Disman̄tr Damas.


1. Béac’h Damas. Chétu Damas né vézô mui eur géar ; hag hî a vézô ével eur bern mein eûz a eunn tî diskaret.

2. Keriou Aroer a vézô dilézet gan̄d ann tropellou ; hag hî a éc’hoazô énô, ha na vézô dén evid hô châs-kuit ac’hanô.

3. Ar skoazel a vézô tennet da Éfraim, hag ar rouan̄télez da Zamas ; ha dilerc’h ar Siried a vézô ével gloar bugalé Israel, émé Aotrou ann arméou.

4. Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé : Gloar Jakob a vézô dislébéret, hag hé gorf lard a zeûi da véza treûd.

5. Hag hén̄ a vézô hén̄vel oud ann hini a ia da bennaoui é amzer ar médérez, hag a zastum ann tamoézennou-ed gan̄d hé vréac’h ; hén̄vel é vézô oud ann hini a glask tamoézennou-ed é traon̄ien Rafaim.

6. Ar péz a choumô anézhan̄ a vézô ével eur bôd rézin enn eur winien, hag ével pa gutulieur ann olived, é choum daou pé drî é penn eur skourr, pé pévar pé bemp é penn ar wézen, émé ann Aotrou, Doué Israel.

7. Enn deiz-zé ann dén a stôuô dirâg hé Grouer, hag hé zaoulagad a zellô out San̄t Israel.

8. Ha na stouô mui dirâg ann aoteriou en dôa gréat gan̄d hé zaouarn ; ha na zellô mui oud ar c’hoajou hag oud ann templou en dôa savet gan̄d hé viziad.