Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/169

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
levr ar profed ézékiel.

trou Doué, ar barabolen-zé na vézô mui ével eur lavar-paot enn Israel.

4. Chétu ann holl énéou a zô d’in : ével éné ann tâd, éma éné ar mâb d’in̄ ; ann éné a béc’hô a varvô hé-unan.

5. Har d-eo eunn dén gwirion ; mar gra hervez ann éeunder hag ar wirionez ;

6. Ma na zebr két war ar ménésiou, ma na zâv két hé zaoulagad war idolou tî Israel ; ma na wall két grég hé nésa, ha ma na dôsta két oud he c’hrég hé-unan, pa éma hé misiou gan̄t-hi :

7. Ma na zoan dén ; mar tistol hé westl d’hé zléour ; ma na skrâp nétrâ dré ners ; ma rô eûz hé vara da néb en deûz naoun, hag eûz hé ziḻad da néb a zô enn noaz.

8. Ma na brést két war gampi, ha ma na gémer két muioc’h éget n’en deûz rôet ; mar tistrô hé zourn eûz ar fallagriez, ha ma rô eur gwir varn étré eunn dén hag eunn dén all :

9. Mar balé em c’hélennou, ha mar mîr va barnédigézou évid ôber ar wirionez ; hen-nez a zô gwirion, hag a vévô évit-gwîr, émé ann Aotrou Doué.

10. Mar gân-hén̄ eur mâb hag a vézô laer, hag a skuḻô ar goad, hag a rai unan eûz ar wallou-zé.

11. Ha pa n’hô grajé két holl ; hôgen mar tebr war ar ménésiou, mar saotr grég hé nésa ;

12. Mar g1ac’har ann ézommek hag ar paour, mar skrâb dré ners, ma na zistrô két ar gwéstl, mar sâv hé zaoulagad étrézég ann idolou, mar grâ argarzidigézou.

13. Mar rô war gampi, ha mar kémer ouc’h-penn ; hag hén̄ a vévô ? Na vévô két ; pa en dévézô gréat ann holl draou argarzuz-zé, é varvô, hag hé c’hoad a vézô war-n-ézhan̄ hé-unan.

14. Mar gân-hén̄ eur mab, péhini ô wélout ann holl wallou en dévézô gréat hé dâd, a vézô spoun̄tet, ha na rai két ével-t-han̄ ;

15. Péhini na zebrô két war ar ménésiou, na zavô két hé zaoulagad étrézég idolou tî Israel, na na wallô két grég hé nésa.

16. Péhini na c’hlac’har dén, na zalc’h két ar gwestl, na skrâp két dré ners, a rô eûz hé vara da néb en deûz naoun, hag a wisk néb a zô enn noaz ;

17. Péhini a zistrô hé zourn eûz a bép direiz é-kén̄ver ar paour, na rô két war gampi, ha na gémer két ouc’h-penn, a heûl va barnédigézou, hag a valé em c’hélennou ; hen-nez na varvô két é fallagriez hé dâd ; hôgen béva a rai.

18. Hé dâd péhini en deûz drouk-komzet, péhini en deûz gwasket hé vreûr ha gwall-c’hréat é-kreiz hé bobl, chétu eo marô enn hé fallagriez.

19. Hag é livirit : Pérâg ar mâb n’en deûz két douget fallagriez ann tâd ? O véza ma en deûz gréat ar mâb hervez ar varn hag ar reiz, ma en deûz miret va holl gélennou, ha ma en deûz hô sévénet ; râk-sé é vévô.

20. Ann éné en dévézô péc’het, a varvô hé-unan ; ar mâb na zougô két fallagriez ann tâd, hag ann tâd na zougô két fallagriez ar mâb ; reizded ann dén reiz a vézô war-n-ézhan̄, ha fallagriez ar fallagr a vézô war-n-ézhan̄.

21. Hôgen mar grâ ar fallagr pinijen eûz ann holl béc’héjou en deûz gréat, ha mar mîr va holl gélennou, na mar grâ barnédigez ha reizded ; é vévô évit-gwîr, ha na varvô két.

22. N’am bézô mui a goun eûz ar fallagriézou en dôa gréat ; er reizded en dévézô gréat é vévô.

23. Hag iouli a rann-mé marô ar fallagr, émé ann Aotrou Doué, pé gen̄toc’h ma tistrôi eûz hé hen̄chou, ha ma vévô ?

24. Hôgen mar tistrô ann dén reiz dioud hé reizded, mar grâ ar fallagriez, ha ma heuḻ ann argarzidigézou a ra peûrvuia ann dén fallagr, hag hén̄ a vévô ? Ann holl reizdédou en dôa gréat a vézô an̄kounac’héet ; enn hé wall hag enn hé béc’hed é varvô.

25. Hag é livirit : Né két reiz hen̄d ann Aotrou. Sélaouid éta, tî Israel : ha né két reiz va hen̄t, pé gen̄toc’h ha né két fall hoc’h hen̄chou-c’houi ?

26. Râk pa zistrôi ann dén reiz dioud hé reizded, ha pa rai ar fallagriez, é varvô enn-hô ; enn direizded en dévézô gréat é varvô.