Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
levr ar profed ézékiel.

mui gourzézet va gériou, hôgen kémen̄d em eûz lavaret, a vézô sévénet, émé ann Aotrou Doué.


————


XIII. PENNAD


Gwâ ar gaou-broféded hag ar gaou-brofédézed.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, diougan da broféded Israel, péré a ziougan ; ha lavar d’ar ré a ziougan diouc’h hô c’haloun : Sélaouit gér ann Aotrou :

3. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ ar broféded diskian̄t, a heûl hô spéred hô-unan, ha na wél nétrâ.

4. Ével lern enn distrô eo da broféded, ô Israel.

5. N’oc’h két bét savet a-énep : n’hoc’h eûz két bét savet eur vur évit tî Israel, évid derc’hel stard enn emgann é deiz ann Aotrou.

6. Traou gwân a wélon̄t, ha gévier a ziouganon̄t, ô lavarout : Ann Aotrou en deûz lavaret : Petrâ-bennâg n’en deûz két ann Aotrou hô c’haset, é ken̄dalc’hon̄t d’ar péz hô deûz lavaret.

7. Ha né két gwân ar wélédigez hoc’h eûz bét ; ha né két gévier ann diouganou a rit ? Pa livirit : Ann Aotrou en deûz lavaret ; pa n’em eûz két komzet.

8. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : O véza ma hoc’h eûz lavaret traou gwân, ha ma hoc’h eûz gwélet gévier ; chétu é teûann d’hô kavout, émé ann Aotrou Doué.

9. Va dourn a boézô war ar broféded a wél traou gwân, hag a ziougan gévier ; n’en em gavin̄t két é kuzul va fobl, ha na vézin̄t két skrivet é levr tî Israel, ha n’az ain̄t két é douar Israel ; ha c’houi a wézo pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.

10. O véza ma hô deûz touellet va fobl, ô lavarout : Péoc’h, ha n’eûz kéd a béoc’h : pa zavé-hén̄ eur vôger, hî a lifré anézhi gan̄t prî hép kôlô.

11. Lavar d’ar ré a lifr hep kemmesk, pénaoz é kouézô ; râk don̄d a rai eur glaô dic’hlann, hag é kasinn mein brâz a vac’hô anezhi, hag eunn avel arnéuz hé diskarô.

12. Ha pa vézô kouézet ar vôger, ha na vézô két lavaret d’é-hoc’h : Péléac’h éma al lifr gan̄t péhini hoc’h eûz hé lifret ?

13. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Lakaad a rinn da zével avel ann arné em frouden, hag eur glaô dic’hlann a gouézô em broez ; ha mein brâz em buanégez, évid diskara pép-trâ.

14. Ha mé a ziskarô ar voger hoc’h eûz lifret hép kemmesk ; ha mé a lakai anézhi hével ha par d’ann (T) douar, hag é vézô gwélet hé diazez ; diskaret é vézô-hî, hag hén̄ a gouézô dindan-hi ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

15. Leûnia a rinn va frouden war ar vôger, ha war ar ré a lifr anézhi hép kemmesk ; hag é livirinn d’é-hoc’h : N’éma mui ar vôger, nag ar ré hô deûz hé lifret.

16. Proféded Israel, péré a ziougan diwar-benn Jéruzalem, hag a wél évit-hi gwélédigézou a béoc’h ; ha n’eûz két a béoc’h, émé ann Aotrou Doué.

17. Ha té, mâb dén, laka da zremm a-énep merc’hed da bobl, péré a ziougan eûz hô c’haloun hô-unan ; ha diougan diwar hô fenn,

18. Ha lavar : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ ar ré a c’hrî torchennouigou évit lakaad dindan pép ilin : hag a râ pennou-gwélé évit lakaad dindân penn ann dud a béb oad, évit hoala ann énéou ; ha pa hô deûz hoalet énéou va fobl, a lavar eo béô hô énéou.

19. Hag hî hô deûz lékéat da c’haou va gériou dirâk va fobl, évid eunn dournad heiz, hag eunn tamm bara, ô laza ann énéou ha na oan̄t két marô, hag ô ken̄derc’hel béô ann énéou ha na oan̄t két béô, ô lavarout gévier d’am pobl, péhini a grédé ar gévier.

20. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a zeû étrézég hô torchennouigou, gan̄t péré éc’h hoalit ann énéou ével pa nichen̄t :