Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
levr ar profed isaias.

21. Aozit hé vugalé d’ar marô enn abek da fallagriez hô zadou ; na zavin̄t két, n’hô dévézô két ann douar é digouéz, ha na leûnin̄t két a geriou gorré ar béd.

22. Sével a rinn enn hô énep, émé Aotrou ann arméou ; ha mé a gollô hanô Babilon, hag hé dilerc’hiou, hag hé gwenn, hag hé bugalé, émé ann Aotrou.

23. Ann heûreûchined a likiinn da choum enn-hi, é poullou dour é trôinn anézhi ; hé skuba a rinn, hag é taolinn hé skubien er-méaz, émé Aotrou ann arméou.

24. Aotrou ann arméou en deûz touet, ô lavarout : Ével ma em eûz mennet é c’hoarvézô ; ar péz em eûz lékéat em penn a vézo gréat.

25. Ann Assiried a vrévinn em douar, hag é mac’hinn anézhô war va ménésiou ; hag Israel a héjô ar iéô hô dôa lékéat war-n-ézhan̄, hag ar béac’h hô dôa lékéat war hé ziskoaz.

26. Chétu pétrâ em eûz mennet diwarbenn ann douar holl, chétu pérâg em eûz astennet va dourn war ann holl vrôadou.

27. Râg Aotrou ann arméou eo en deûz hé reizet ; ha piou a hellô hé zislébéri ? Astennet en deûz hé zourn : ha piou a zistrôi anézhan̄ ?

28. Ér bloaz é péhini é varvaz ar roué Ac’haz, é c’hoarvézaz ar béac’h-man̄.

29. N’en em laouéna két, douar ar Filistined, ô véza ma eo torret ar wialen a skôé war-n-od ; râg eûz a wenn ann aer é teûi eur bazilik, hag hé wenn-hén̄ a loun̄kô al laboused.

30. Hag ar ré gen̄ta-ganet é-touez ar béorien a vézô maget, hag ar béorien a arzaôô gan̄t fisian̄s ; ha mé a lakai da zizéc’ha da wenn gan̄d naoun, hag a lazô ann dilerc’h ac’hanod.

31. Iûd, pors ; garm, kéar ; disman̄tret eo holl vrô ar Filistined : râg eûz ann han̄ter-nôz é teû ar môged, ha n’eûz dén a gémen̄t a helfé tec’hout diouc’h hé armé.

32. Ha pétrâ a vézô respoun̄tet da gannaded ar vrôad-zé ? Pénaoz en deûz ann Aotrou diazézet Sion, ha ma lakai péorien hé bobl hé géd enn-han̄.


————


XV. PENNAD.


Disman̄tr ar Voabited.


1. Béac’h Moab. O véza ma eo bét diskaret Ar-Moab a-zoug ann nôz, ha ma eo tavet, ô véza ma eo bét diskaret môr Moab a-zoug ann nôz, ha ma eo tavet.

2. Ti ar roué ha Dibon a zô piñet d’al lec’hiou uc’hel évit gwéla diwar-benn Nabo ha Médaba ; iudet é deûz Moab : en em zivlevet in̄t holl ; touzet hô deûz holl hô barô.

3. Er ruiou in̄t éat gan̄t séier da c’houriz ; war ann tôennou ha war al leûriou kéar eo bét klévet hô iûd hag hô gwélvan.

4. Hesébon hag Éléalé a c’harmô ; hô mouéz a vézô klevet bété Jasa ; ar ré galounéka eûz a Voab a c’harmô war gémen̄t-sé ; garmi a rain̄t enn-hô hô-unan.

5. Va c’ha1oun a c’harmô étrézé Moab ; hé skôrou a dec’hô bété Ségor, ével eunn ounner trî-bloaz ; piña a rain̄t enn eur wéla dré gréc’hien Luit, hag é hen̄t Oronaim é rôin̄t da glevout garm hô glac’har.

6. Râk douréier Nemrim a zeûi ével eunn distrô ; ar géot a zizéc’hô, al louzou a wévô, hag ann holl iéot glaz a iélô-da-nétra.

7. Hervez brasder hô ôber é vézô hô c’hastiz ; bété froud ann halek é vézin̄t klevet.

8. Râg garm Moab a iélô enn-drô d’hé harzou ; hé iud a iélô bété Gallim, hag hé garm bété pun̄s Élim.

9. Râk douréier Dibon a vézô leun a c’hoad ; râk kâs a rinn ouc’h-penn war Zibon ; léoned a iélô war-lerc’h ar ré a dec’hô eûz a Voab, hag ann dilerc’h eûz ar vrô-zé.


————


XVI. PENNAD.


Kaléder ar Voabited.


1. Aotrou, kâs ann oan trec’her ann douar, eûz a véan ann distrô da vénez merc’h Sion.