Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156
levr ar profed ézékiel.


IX. PENNAD


Ar ré n’hô deûz két eunn arouéz war hô zâl a varvô.


1. Hag hén̄ a c’harmaz out va diskouarn gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Ar ré a dlé emwélout kéar a zô tôst, ha pép-hini en deûz enn hé zourn eunn arm da laza.

2. Ha chétu c’houec’h dén a zeûaz eûz a hen̄t ann ôr uc’héla, péhini a zell oud ann han̄ter-nôz : ha pép-hini enn hé zourn eunn arm da laza : eunn dén a oa ivé enn hô c’hreiz, a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a zougé oud hé zargreiz eur pôd-liou évit skriva : hah hî a iéaz ébarz, hag a choumas enn hô zâ dirâg ann aoter arem.

3. Ha gloar Doué Israel a zavaz diwar ar c’hérubin war béhini édô, hag a zeûaz war dreûzou dôr ann tî ; hag hî a c’halvaz ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a zougé oud hé zargreiz eur pôd-liou évit skriva.

4. Hag ann Aotrou a lavaras d’ézhan̄ : Trémen a-dreûz kéar, dré greiz Jéruzalem, ha merk eunn thau war zâl ar ré a geinvan hag en em c’hlac’har diwar-benn ann holl argarzidigézou a réeur enn hé c’hreiz.

5. Ha mé hé glévaz ô lavarout d’ar ré all : Id a-dreûz kéar war hé lerc’h ha skôit ; na espernet két hô lagad, ha n’hô pézet két a druez.

6. Lazit bétég ann divéza ar ré gôz, ar paotred-iaouan̄k, ar plac’hed-iaouan̄k, ar vugalé hag ar gragez ; hôgen na lazit két kémen̄d hini war béhini é wélot ann thau ; ha déraouit dré va zan̄tuar. Déraoui a réjon̄t éta dré ann dûd kôz a ioa dirâg ann tî.

7. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Saotrit ann tî, ha leûnit al leûren gan̄d ar ré lazet ; îd er-méaz. Hag hî a iéaz er-méaz hag a skôaz gan̄d ar ré a oa é kéar.

8. Ha pa oé peûr-c’hréat al lazérez, é choumiz éno ; hag ô véza en em daolet war va dremm, é c’harmiz enn eul lavarout : Allaz, allaz, allaz, Aotrou Doue ! Hag ével-sé éta é kolli holl zilerc’h Israel, ô skuḻa da frouden war Jéruzalem.

9. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Fallagriez tî Israel ha tî Juda a zo brâz dreist-penn ; gôloet eo ann douar a c’hoad, leun eo kéar a wall ; râg hî hô deûz lavaret : Ann Aotrou en deûz dilézet ann douar, hag ann Aotrou n’hor gwél két.

10. Râk-sé va lagad na espernô két, ha n’em bézô két a druez ; hô hen̄t a likiinn da gouéza war hô fennou.

11. Ha chétu ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a zougé oud hé zargreiz eur pôd-liou, a gomzas hag a lavaraz : Gréat em eûz ével m’az pôa gourc’hémennet d’in.


————


X. PENNAD


Ann hini a oa gwisket gan̄t lien lîn a gémer glaou tân, hag hé daol war Jéruzalem.



1. Neuzé é selliz, hag é wéliz enn ebr a oa a-ziouc’h da benn ar Gérubined, ével eur méan safir, hag ével doaré eunn trôn.

2. Hag hen̄ a gomzaz oud ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa é-kreiz ar rôdou a zô dindân ar Gérubined, ha kémer leiz da zourn eûz ar glaou tân a zô étré ar Gérubined, ha skûḻ-hen̄ war ar géar. Hag hen̄ a iéaz dira-z-oun.

3. Ar Gérubined a ioa enn hô zâ enn tû déou eûz ann tî p’az éaz ann dén ébarz ; hag eur goabren a leûnias al leuren a-ziabarz.

4. Ha gloar ann Aotrou a zavaz diwar ar c’hérubin, hag a zeûaz war dreûzou dôr ann tî ; hag ar goabren a leûniaz ann tî, hag al leuren a oé leûniet gan̄t skéd gloar ann Aotrou.

5. Trouz askellou ar Gérubined a gléved bétég el leuren a-ziavéaz, ével mouéz Doué holl c’halloudek pa gomz.

6. Ha p’en dôé gourc’hémennet d’ann dén a oa gwisket gan̄t lien lîn, ô lavarout : Kémer tân eûz a greiz ar rôdou a zô étré ar Gérubined ; hén̄ a