Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
levr ar profed isaias.

chan̄tvédou ; ann Arabia na zavô két énô hé delt, hag ar véserien na éc’hoazin̄t két énô.

21. Hôgen al loéned c’houéz en em dennô énô, hag hô ziez a vézô leûn a aéred ; hag ann aotruzed a choumô énô, hag ann diaouled a zan̄sô énô.

22. Ar c’houenned a iudô enn hé ziez kaer, hag ar môr-gragez a choumô enn hé ziez dudiuz.


————


XIV. PENNAD.


Disman̄tr roué Babilon.


1. Tôst eo ann amzer-zé, hag hé deisiou n’in̄t két pell. Râg ann Aotrou a rai trugarez é-kén̄ver Jakob, hag a rai c’hoaz eunn dilenn é Israel, hag hô lakai da éhana enn hô douar hô-unan. Ann diavésiad en em unanô gan̄t-hô, hag hî en em frammô out tî Jakob.

2. Ar boblou hô c’hémérô, hag hô digasô enn hô brô ; ha tî Israel hô dévézô da vévellou ba da vitisien é douar ann Aotrou ; hag ar ré hô dôa hô c’héméret a vézô da sklaved d’ézhô, hag ar ré hô dôa hô aotrouniet a zeûi dindan hô galloud.

3. Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé : Pa en dévézô Doué rôet éhan d’id enn da labour, enn da waskérez, hag er sklavérez dindân péhini é oaz ken̄t,

4. É kéméri ar barabolen-man̄ a-énep roué Babilon, hag é liviri : Pétrâ eo deûet ann heskiner-zé, pénaoz eo éhanet ar gwiriou a zavé ?

5. Torret eo bét gan̄d ann Aotrou bâz ar ré fallagr, gwalen ann heskinerien,

6. Péhini enn hé frouden a skôé war ar boblou gouliou dibaréuz, a lékéa ar brôadou dindân hé béli, hag hô heskiné gan̄t krisder.

7. Ann douar holl a zô bréma enn éhan hag enn tâv ; el lévénez hag enn tridérez éma.

8. Ar sapr hag ar gwéz-sedr a zô en em laouénéet ivé diwar da benn : Abaoé ma oud kousket, émé-z-hô, na zeû dén évid hon trouc’ha.

9. Ann ifern hé-unan a zô bét kéflusket pa oud deuet enn-han̄ ; al lan̄gouineien en deûz lékéat da zével ouz-id. Holl brin̄sed ann douar, holl rouéed ar brôadou a zô savet diwar hô zrônou.

10. Hag hî holl a gomzô ouz-id, hag a lavarô : Ha té a zô bét gouliet kerkoulz ha nî, ha deûet oud hénvel ouz-imp ?

11. Da rôgoni a zô bét taolet enn ifernou ; da c’horf-marô a zô kouézet ; dindân-od é vézô ann tartouzed, hag ar prén̄ved a vézô da vallin d’id.

12. Pénaoz oud-dé kouézet eûz ann én̄v, Lusifer, té péhini a zavé diouc’h ar min̄tin ? Pénaoz oud-dé kouézet d’ann douar, té péhini a c’houlié ar brôadou ?

13. Te péhini a lavaré enn da galoun : Mé a biñô enn én̄v, dreist stéred Doué é savinn va zrôn ; war vénez ar gévrédigez éc’h azézinn, é kén̄ver avel ann han̄ter-nôz.

14. Piña a rinn war ar goabrou ar ré uc’héla, hag é vézinn hén̄vel oud ann Uc’hel-meûrbéd.

15. Ha koulskoudé oud bét taolet enn ifern, é gwéled ar poull.

16. Ar ré az gwélô, a zellô ouz-id, ha goudé m’hô dévézô da arvestet, e livirin̄t : Hag hen-nez eo ann dén en deûz strafiḻet ann douar, en deûz spoun̄tet ar rouan̄télésiou,

17. En deuz lékéat ar béd didûd, en deuz diskaret hé gériou, en deuz dalc’het er vac’h ar ré en dôa kéméret er brézel ?

18. Holl rouéed ar brôadou a zô bét kousket er c’hloar, pép-hini enn hé dî hé-unan.

19. Hôgen té a zô bét taolet pell diouc’h da véz, ével eur c’héf didalvez ha saotret, ha grounnet é-touez ar ré a zô bét lazet gan̄d ar c’hlézé, é vézin̄t diskennet é gwéled ar poull, ével eur c’horf brein.

20. N’az pézo két eur béz ével unan anézhô, ô véza ma éc’h eûz gwastet da zouar, ha ma éc’h eûz lazet da bobl ; gwenn ar ré fallagr na vézô két galvet da vikenn.