Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
levr ar profed baruc’h.

a zô enn eur park, war béhini é teû ann holl laboused da arzaôi. Hô doueed koat, aour, hag arc’han̄t a zô c’hoaz hén̄vel oud ur c’horf-marô a daoleur enn eul léac’h dû ha tén̄val.

71. Ar prén̄ved ô skriña ann diḻad tané ha limestra a zô war-n-ézhô, a ziskouéz a-walc’h pénaoz n’in̄t két douéed. Hî hô-unan a zô débret gan̄t-hô ; ha dré-zé é teûon̄t da vézégez d’ar vrô holl.

72. Gwell eo eunn dén reiz péhini n’en deûz két a idolou ; rag ann dismégañsou a bellai diout-han̄.