Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/145

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
levr ar profed baruc’h.

évid ar ré gôz, nag a druez évid ar ré iaouan̄k, péré hô deûz lamet digan̄d ann in̄tan̄vez ar péz a garé ar muia, hag hô deûz hé man̄tret ô skrapa gan̄t-hi hé bugalé.

17. Évid-oun-mé pénaoz é helfenn-mé hô skoazella ?

18. Hôgen ann hini en deûz digaset ann drouk-zé war-n-hoc’h eo, a zieûbô ac’hanoc’h eûz a zaouarn hoc’h énébourien.

19. Kerzit, va bugalé, kerzit : évid-oun-mé é chouminn va-unan.

20. Tennet em eûz va zaéou a lîd, gwisket em eûz eur sac’h, eur zaé a béden ; hag é c’harminn étrézég ann Uc’hel-Meûrbéd a-héd va deisiou.

21. Bézit kalounek, va bugalé, ha garmit étrézég ann Aotrou ; hag hén̄ hô tennô eûz a zaouarn ar brin̄sed, hoc’h énébourien.

22. Râk bépréd em eûz gédet hô tieûb ; hag ann hini a zô san̄t am laka da véza laouen, gan̄d ar gwél eûz ann drugarez a skuḻô war-n-hoc’h hor Salver peûr-baduz.

23. Hô kwélet em eûz ô von̄t-kuît er gwélvan hag enn hirvoud : hôgen ann Aotrou hô tigasô d’in gan̄d dudi ha gan̄t lévénez da-vikenn.

24. Râg ével m’hô deûz ar brôiou enn-drô da Zion gwélet ar sklavérez é péhini oc’h bét kaset gan̄d Doué, é wélin̄t ivé ann dieûb a gasô Doué d’é-hoc’h, ô tigas war-n-hoc’h eur c’hloar vrâz hag eur skéd peûr baduz.

25. Va bugalé, gouzañvit gan̄d habaskded ar vuanegez a zô kouézet war-n-hoc’h : râk da énébour en deûz da heskinet ; hôgen abarz némeûr é wéli hé zisman̄tr, hag é piñi war hé chouk.

26. Va bugalé téner hô deûz kerzet é hen̄chou garô : râk kaset in̄t bét ével eur van̄den dén̄ved é preiz d’hô énébourien.

27. Bézit kalounek, va bugalé : garmit étrézég ann Aotrou ; râg ann hini en deûz hô rénet, en dévézô koun ac’hanoc’h.

28. Hô spéred en deûz hô touget da fazia ô tistrei diouc’h Doué ; hôgen ô trei a-névez étrézég enn-han̄, é kéélot anézhan̄ gan̄d dék kwéach mui a véôder.

29. Râg ann hini en deûz digaset ann drouk-zé war-n-hoc’h, a roi d’é-hoc’h eul lévénez peûr-baduz, oc’h hô tieûbi.

30. Béz kalounek, Jéruzalem ; râg ann hini en deûz rôet eunn hanô kaer d’id eo a béd ac’hanod.

31. Ar ré zrouk péré hô deûz da heskinet, a vézô kaset-da-gét ; hag ar ré a zô en em laouénéet eûz da zisman̄tr, a vézô kastizet.

32. Ar c’hériou é péré eo bét sklaved da vugalé, a vézô kastizet ; hag ivé ann hini é deûz digéméret da vugalé ;

33. Râg ével ma eo en em laouénéet eûz da zisman̄tr, ével ma eo bét enn dudi eûz da lamm, ével-sé é vézô glac’haret-brâz gan̄d hé disman̄tr hé-unan.

34. Garmou hé lévénez a vézô mouget, goudé hé dudi é teûi ann daélou.

35. Ann Doué peûr-baduz a lakai da gouéza tân war-n-ézhi er c’han̄tvédou da zon̄t, hag a-héd kalz a amzer é choumô ann diaoulou enn-hi.

36. Sell, Jéruzalem, étrézég ar sâv-héol, ha gwél al lévénez a gâs Doué d’id.

37. Râk chétu da vugalé éz pôa gwélet ô von̄t-kuît évit béza skiñet é meûr a léac’h, a zistrô kévret hervez gér ann Doué san̄tel, adaleg ar sâv-héol bétég ar c’hûs-héol ; hag hî a veûl Doué gan̄t lévénez.


————


V. PENNAD


Ar profed a c’hourc’hémenn da Jéruzalem na wélô mui, hag a ziougan distrô ar sklaved.


1. Diléz, Jéruzalem, da zaé a gaon̄ hag a c’hlac’har, ha gwisk ar skéd hag ann énor eûz ar c’hloar peûr-baduz a zeû d’id digan̄d Doué.

2. Doué a wiskô d’id ével diou zaé a reizded (M), hag a lakai war da benn eur mitr a énor peûr-baduz.

3. Râk Doué a ziskouézô d’ar ré