Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
levr ar profed baruc’h.

27. Ann Aotrou n’en deûz két hô dilennet, ha n’hô deûz két kavet hen̄t ar furnez ; râk-sé eo in̄t bét kollet.

28. Hag ô véza n’hô deûz két bét ar furnez, in̄t bét kollet gan̄d hô diboell.

29. Piou a zô bét piñet enn én̄v, hag en deûz hé digéméret, pé en deûz hé digaset eûz a greiz ar c’hoabr ?

30. Piou en deûz treûzet ar môr ; hag en deûz hé c’havet ? Hag eo bét gwell gan̄t-han̄ hé digas gan̄t-han̄ egéd ann aour ar glana ?

31. Dén na anavez hé hen̄chou, dén na en̄klask raven̄chou.

32. Hôgen ann hini a oar pep-trâ a anavez anézhi : hé c’havet en deûz gan̄d hé boell, hén̄ péhini en deûz starteet ann douar da-vikenn, hag en deûz hé leûniet a loéned hag a anévaled :

33. Hén̄ péhini a gâs ar goulou, hag a îa, a c’halv anézhan̄, hag é sen̄t out-han̄ enn eur gréna.

34. Ar stéred hô deûz rôet hô goulou pép-hini enn hé léac’h, hag in̄t en em laouénéet.

35. Galvet in̄t bét, hag hô deûz lavaret : Chétu nî ; hag hî hô deûz luc’het a ioul vâd évid ann hini en deûz hô c’hrouet.

36. Hen-nez eo hon Doué ; hag hini all é-béd na vézô kavet klôk dira-z-han̄.

37. Hén̄ eo en deûz kavet holl hen̄chou ar c’hélen, hag en deûz hô diskouézet da Jakob hé zervicher ha da Israel hé viñoun.

38. Goudé-zé eo bét gwélet war ann douar, hag en deûz komzet gan̄d ann dûd.


————


IV. PENNAD


Jéruzalem a lén̄v war goll hé vugalé a zô bét kaset é sklavérez.


1. Hé-man̄ eo levr gourc’hémennou Doué, hag al lézen a badô da-vikenn. Kémen̄d hini a virô anézhi a dizô ar vuez ; hag ar ré hé dilézô, a gouézô er marô.

2. Distrô, Jakob, ha kémer-hi : balé enn hé hen̄t oud hé skéd, hag out sklerder hé goulou.

3. Na rô ket da c’hloar da eunn all, na da c’halloud da eur vrôad a-ziavéaz.

4. Euruz omb, Israel, ô véza ma en deûz disklériet Doué d’é-omp ar péz a zô hétuz d’ézhan̄.

5. Béz kalounek, ô pobl Doué, en̄vor Israel.

6. Gwerzet oc’h bét d’ar brôadou, hôgen na viot két kollet a-grenn. Lékéat oc’h bét étré daouarn hoc’h énébourien ô véza ma hoc’h eûz didennet war-n-hoc’h buanégez ha frouden Doué.

7. Argadet hoc’h eûz ouz-hoc’h ann Doué peûr-baduz péhini en deûz hô krouet, ô kenniga sakrifisou d’ann diaoulou, ha nann da Zoué.

8. An̄kounac’héet hoc’h eûz ann Doué en deûz hô maget, hag hoc’h eûz doaniet Jéruzalem hô magérez.

9. Râg gwélet é deûz buanégez Doué a zeûé da gouéza war-n-hoc’h, hag é deûz lavaret : Sélaouit, tûd Sion, Doué en deûz digaset d’in eur c’hlac’har vrâz :

10. Va fobl, va mipien ha va merc’hed a wélann er sklavérez, é péhini in̄t bét kaset gan̄d ann Doué peûr-baduz.

11. Hô maget em bôa el lévénez, hô gwélet em eûz ô von̄t er gwélvan hag enn doan.

12. N’en em laouenéet dén ô wélout ac’hanoun in̄tan̄vez ha man̄tret : gan̄t eul lôd brâz ounn bét dilézet, enn abek da béc’héjou va bugalé, ô véza ma in̄t bét distroet diouc’h lézen Doué.

13. N’hô deûz két anavérez hé varnédigézou ; n’hô deûz két baléet é hen̄chou gourc’hémennou Doué ; ha n’hô deûz két rénet hô c’haméjou gan̄t reizded é raven̄chou ar wirionez.

14. Ra zeûi tûd Sion, ha ra arvestin̄t sklavérez va mipien ha va merc’hed, é péhini in̄t bét kaset gan̄d ann Doué peûr-baduz.

15. Rak digaset en deûz out-hô eur vrôad a bell, gwall dûd, eûz a eunn iéz dizanaf ;

16. Péré n’hô deûz két bét a azaouez