Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/143

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
141
levr ar profed baruc’h.


III. PENNAD


Ar Iuzévien a c’houlenn bépréd trugarez ann Aotrou. Diougan é-ken̄ver ar C’hrist.


l. Bréma éta, Aotrou holl-c’halloudek, Doué Israel, ann éné enn an̄ken hag ar spéred enn en̄krez a c’harm étrézég enn-od.

2. Selaou, Aotrou, hag az péz truez enn-omp, ô véza ma oud eunn Doué trugarézuz ; grâ trugarez enn hor c’hén̄ver, ô véza ma hon eûz péc’het dira-z-od.

3. Té péhini a zô azézet da-vikenn, hag hol lézel a rî-dé da véza kollet er vuez-man̄ ?

4. Aotrou holl-c’halloudek, Doué Israel, sélaou bréma péden ré varô Israel, ha bugalé ar ré hô deûz péc’het dira-z-od, péré n’hô deûz két sélaouet mouéz ann Aotrou hô Doué, hag hô deûz didennet ann drouk-zé war-n-omp.

5. N’az péz mui a goun eûz a fallagriézou hon tadou ; hôgen az péz koun enn amzer-man̄ eûz da zourn hag eûz da hanô :

6. Râk té oa ann Aotrou hon Doué, ha da veûli a raimp, ô Aotrou :

7. Pa eo évit sé éc’h eûz lékéat ann doujan̄s ac’hanod enn hor c’halounou, évit ma c’halvimp da hanô, ha ma veulimp ac’hanod enn hor sk1avérez, ô tistrei diout fallagriez hon tadou, péré ho deûz péc’het dira-z-od.

8. Ha chétu émomb hiriô er sklavérez-man̄, é péhini éc’h ouz hor skiñet, évit béza da zorc’hen, ha da ergarzidigez, ha da skouér eûz ar boan dléet d’ar péc’hed, hervez holl fallagriézou hon tadou, péré a zô bét pelléet diouz-id, ô Aotrou hon Doué.

9. Sélaou, Israel, kémennou ar vuez ; dinaou da skouarn, évit ma teski ar poell.

10. A bétrâ é teu, ô Israel, ma oud bréma é brô da énébourien ?

11. Ma oud deûet da gôsaat enn eunn douar a-ziavéaz, ma oud en em zaotret gan̄d ar ré varô, ha ma oud sellet ével ar ré a ziskenn er béz ?

12. O véza ma éc’h eûz dilézet feun̄teun ar furnez eo.

13. Râk m’az pijé baléet é hen̄t ann Aotrou, é vijez choumet enn eur péoc’h stard ha peûr-baduz.

14. Desk péléac’h éma ar poell ; péléac’h éma ann ners, péléac’h éma ar skian̄t, évit ma wézi enn hévéleb amzer péléao’h éma ann hîr-hoal, hag ar boéd, ha goulou ann daoulagad, hag ar péoc’h.

15. Piou en deût kavet léac’h ar furnez ? Ha piou a zô éat enn hé zen̄zoriou ?

16. Péléac’h éma bréma prin̄sed ar brôadou, péré a aotrounié war loéned ann douar ?

17. Péré a c’hoarié gan̄t laboused ann én̄v,

18. Péré a zastumé enn hô zen̄zoriou ann arc’han̄t hag ann aour é péré é laka ann dûd hô holl fisian̄s, hag a c’hoan̄taon̄t enn eunn doaré direiz ? Péré a labouré ann arc’han̄t gan̄t kalz a bréder, hag a réa gan̄t-han̄ ôbériou kaer ?

19. Da nétra in̄t bét kaset, hag in̄t diskennet d’ann ifernou, ha ré all a zô bét savet enn hô léac’h.

20. Ann dud-iaouan̄k hô deûz gwélet ar goulou, hag in̄t choumet war ann douar ; hôgen n’hô deûz két anavézet hen̄t ar wiziégez,

21. Ha n’hô deûz két poéllet hé raven̄tou ; hô bugalé n’hô deûz ket hé digéméret ; pell-brâz diout-hi in̄t en em dennet ;

22. Né két bét klevet é douar Kanaan, ha né két bét gwélet é Téman.

23. Mipien Agar pére a glask eur poell a zeû eûz ann douar, han̄térourien Merra ha Téman, ar gélaouérien, hag ar ré a en̄klask eur poell hag eur skian̄t névez, n’hô deûz két anavézet hen̄t ar furnez, ha n’hô deûz két kavet hé raven̄chou.

24. O Israel, péger braz eo ti Doué, pégen éc’hon eo leac’h hé gers !

25. Brâz eo, ha n’en deûz két a harzou ; uc’hel eo ha diven̄t.

26. Énô eo eo bét al lan̄gouinéien ker brudet, péré a oa adaleg ar penn-ken̄ta, tûd ker braz, péré a oa gwiziek é-kén̄ver ar brézel.