Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
139
levr ar profed baruc’h.

15. Hag é léverrot : D’ann Aotrou hon Doue eo ar reizded, hôgen d’é-omp-ni eo ar vézégez a c’hôlô hon dremm ; ével ma her gwéleur enn deiz-man̄ é-kén̄ver Juda ha tûd Jéruzalem,

16. Hag hor rouéed, hag hor prin̄sed, hag hor béleien, hag hor proféded, hag hon tadou.

17. Péc’het hon eûz dirâg ann Aotrou, hon Doué ; n’hon eûz két krédet enn-han̄, ha n’hon eûz két fisiet enn-han̄.

18. N’hon eûz két pléget d’ézhan̄, ha n’hon eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou hon Doué, évit baléa hervez ar gourc’hemennou en deûz rôet d’é-omp.

19. Adaleg ann deiz é péhini en deûz tennet hon tadou eûz a vrô ann Éjipt, bétég ann deiz-man̄, omb bét diskrédik é-kén̄ver ann Aotrou hon Doué : hag enn hon diroll, omp pelléet diout-han̄, évit na glevchemp két hé vouéz.

20. Râk-sé eo bét kouézet war-n-omp kalz a reûsiou hag a vallosiou, en dôa diouganet ann Aotrou dré c’hénou Moizez hé zervicher, péhini en deûz tennet hon tadou eûz ann Éjipt, évit rei d’é-omp eunn douar é péhini é tirédé gouériou léaz ha mél, ével ma eo anat hiriô.

21. Ha n’hon eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou hon Doué, hervez holl lavariou ar broféded en deûz kaset d’é-omp.

22. Ha pép-hini ac’hanomp en deûz heuliet hé wall-ioul, ha drougiez hé galoun, ô kééla douéed a-ziavéaz, hag oc’h ôber ann drouk, dirâg ann Aotrou hon Doué.


————


II. PENNAD


Ar Iuzévien a anavez pénaoz ann droug a c’houzan̄von̄t a zô ar c’hastiz dléed d’hô féc’héjou.


1. Râk-sé ann Aotrou hon Doué en deûz sévénet hé c’hér, en dôa lékéat da lavarout d’é-omp, ha d’hor barnérien, péré hô deûz barnet Israel, ha d’hor rouéed, ha d’hor prin̄sed, ha da Israel holl ha da Juda ;

2. Pénaoz é tigasché ann Aotrou war-n-omp drougou ker brâz, n’eûz két bét gwélet hen̄vel out-hô dindân ann én̄v, ével ma eo bet c’hoarvézet é Jéruzalem, hervez ma eo skrivet é lézen Moizez,

3. Ma tebrché eunn dén kîg hé vâb ha kîg hé verc’h.

4. Hag ann Aotrou en deûz hô lékéat étré daouarn ann holl rouéed a zô enn-drô d’é-omp, évit béza da c’hoab d’ann dûd, ha da skouér a reûz é-touez ann holl boblou é-kreiz péré en deûz hor skiñet.

5. Ha ni a zô bét sklaved é léac’h béza bét mistri, ô vézâ ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou hon Doué, ha n’hon eûz két sen̄tet oud hé vouéz.

6. D’ann Aotrou hon Doué eo ar reizded ; hôgen d’é-omp-ni ha d’hon tadou eo ar vézégez a c’hôlô hon dremm, ével ma her gwéleur enn deiz-man̄.

7. Râg ann Aotrou en dôa diouganet ann holl zroug a zô deûet da gouéza war-n-omp.

8. Ha n’hon eûz két lékéat hor péden dirâk dremm ann Aotrou hon Doué, évit ma en em denché pép-hini ac’hanomp eûz hé wall hen̄chou.

9. Râk-sé ann Aotrou en deûz beḻet war ann drougou, hag en deûz hô digaset war-n-omp ; ô véza ma eo gwirion ann Aotrou enn hé holl ôberiou, é kémen̄t en deûz gourc’hémennet d’é-omp :

10. Ha nî n’hon eûz két sélaouet hé vouéz, évit baléa é kélennou ann Aotrou en deûz rôet ha lékéat dira-z-omp.

11. Hôgen bréma, Aotrou, Doué Israel, péhini éc’h eûz tennet da bobl eûz a zouar ann Éjipt gan̄d eunn dourn kré, gan̄d arouésiou ha burzudou, gan̄d da c’halloud brâz, gan̄d da vréac’h uc’hel, hag éc’h eûz gréat d’id eunn hanô brâz ével ma eo anat enn deiz-man̄ :

12. Péc’het hon eûz ; gwall ôberiou hon eûz gréat ; ar fallagriez hon eûz gréat, Aotrou hon Doué, a-énep da holl c’hourc’hémennou reiz.