Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
levr ar profed isaias.

veûli a rann, ô Aotrou, ô véza ma oud buanékéet ouz-in ; habaskéet eo da frouden, hag éc’h eûz va dic’hlac’haret.

2. Chétu Doué eo va Salver, gan̄t fisian̄s é rinn pép tra, ha n’em bézô két a aoun ; râg ann Aotrou eo va ners, ha va gloar, ha deûet eo da zilvidigez d’in.

3. Tenna a réôd dour gan̄t lévénez eûz a feun̄teûniou ar Salver.

4. Hag é léverrot enn deiz-zé : Meûlit ann Aotrou, ha galvit hé hanô ; rôit da anaout hé ôberiou é-touez ar boblou ; hô pézet koun pénaoz eo uc’hel hé hanô.

5. Kanit d’ann Aotrou ô véza ma en deûz gréat traou brâz-meûrbéd : rôit da anaout kément-sé dré ann douar holl.

6. Trîd ha meûl, tî Sion ; râk brâz eo san̄t Israel enn da greiz.


————


XIII. PENNAD.


Gwastadur Babilon gan̄d ar Védied.


1. Béac’h Babilon, a zô bét gwélet gan̄d Isaias, mâb Amos.

2. Savid ann arouéz war ar ménez koabrek, uc’hélait hô mouéz, savit hô tourn, m’az ai ann duged dré ar persier.

3. Va ursiou em eûz rôet d’ar ré em eûz san̄télet ; galvet em eûz em buanégez va ré gré, péré a drid em gloar.

4. Eunn trouz brâz a zô war ar ménésiou, ével eûz a eul lôd brâz a dûd ; trouz mouésiou kalz a rouéed, hag a vrôadou strollet kévret : Aotrou ann arméou en deûz rénet ann holl vrézélidi-zé.

5. Deûet in̄t eûz ar brôiou pell, eûz a benn ar béd ; ann Aotrou ha binviou hé frouden a zispennô ar vrô holl.

6. Iudit, râk tôst eo deiz ann Aotrou ; ar gwastadur a zeûi a berz ann Aotrou.

7. Rak-sé ann holl zaouarn a vézô gwévet, hag holl galounou ann dûd a vézô teûzet,

8. Hag a vézô brévet. Ar glizi hag ar gloasiou a zalc’hô anézhô ; ével eur c’hrég é gwilioud é vézin̄t poaniet ; gan̄t saouzan é sellô ann eil oud égilé ; hô fennou a vézô ével pa ven̄t dévet gan̄d ann tân.

9. Chétu deiz ann Aotrou a zeû, hag hén̄ krîz, ha leûn a frouden, a vuanégez hag a zrouk, évit lakaad didûd ann douar, ha brévi ar béc’herien a zô war-n-ézhan̄.

10. Stéred ann én̄v ar ré skédûsa na skiñin̄t mui hô goulou ; ann héol pa zavô a vézô gôlôed a dévalien, hag al loar na rôi mui hé goulou.

ll. Mé a emwélô gwallou ar béd, ha direizded ar ré fallagr ; lakaad a rinn da éhanâ rogoni ar ré zifeiz, hag é vuélinn rogoni ar ré gré.

12. Dibaotoc’h é vézô ann dén égéd ann aour ; talvoudusoc’h é vézô égéd ann aour ar glana.

13. Dreist-sé é horellinn ann én̄v ; hag ann douar a fin̄vô eûz hé léac’h, enn abek da zroug Aotrou ann arméou, hag enn abek da zeiz hé vuanégez hag hé frouden.

14. Hag hî a vézô ével eunn demm a dec’h, hag ével eunn dan̄vad, ha na gâv dén évid hé zigas ; pép-hini a zistrôi étrézég hé bobl, pép-hini a dec’hô war-zû hé vrô.

15. Kémen̄d hini a vézô kavet enn-hi, a vézô lazet ; ha kémen̄d hini a zeui enn-hi, a vézô diskaret gan̄d ar c’hlézé.

16. Hô bugalé a vézô friket dirâg hô daoulagad ; hô ziez a vézô preizet, hag hô gragez a vézô gwallet.

17. Lakaad a rinn da zével out-hô ar Védied, péré na glaskin̄t két a arc’han̄t, ha na c’hoan̄tain̄t két a aour ;

18. Hôgen laza a rain̄t ar vugaligou gan̄d hô saésiou ; n’hô dévézô ket a druez oud ar ré a vézô c’hoaz é kôv hô mamm ; hag hô lagad na espernô két ar ré névez-ganet.

19. Hag ar Vabilon-zé ker brudet é-touez ar rouan̄télésiou, gloar vrâz ar C’haldéed, a vézô diskaret, ével ma tiskaraz ann Aotrou Sodom ha Gomorra.

20. Didûd é choumo da-vikenn, ha na vézô két savet a-névez a-héd ar