Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
keinvanou jérémias.

GHIMEL.

7. Savet en deûz mogériou em énep, évit mirout na’z inn er-méaz ; pounnéréet en deûz va chadennou.

GHIMEL.

8. Pa em eûz garmet étrézég enn-han̄, pa em eûz hé bédet, en deûz distolet va féden.

GHIMEL.

9. Serret en deûz va hen̄chou gan̄t mein pévar-c’hornek, freûzet en deûz va raven̄chou.

DALETH.

10. Deûet eo évid-oun ével eunn ours é spî ; ével eul léon enn eul léac’h kuzet.

DALETH.

11. Freûzet en deûz va raven̄chou, va brévet en deûz ; er man̄tr en deûz va dilézet.

DALETH.

12. Hé wareg en deûz steñet, ha va lékéat en deûz ével eur gwenn évid ar saésiou.

HE.

13. Kaset en deûz enn digroazel saesiou hé dron̄s.

HE.

14. Da c’hoapérez ounn deût d’am bobl holl, ha da abeg hô c’hanaouennou héd ann deiz.

HE.

15. Va leûniet en deûz a c’hwervder, va mézviet en deûz gan̄d huélen-c’houerô.

VAV.

16. Va holl zen̄t en deûz torret, gan̄t ludu en deûz va maget.

VAV.

17. Pelléet eo ar péoc’h diouc’h va éné, an̄kounac’héet em eûz pép mâd.

VAV.

18. Ha mé em eûz lavaret : Éma deûet va divez, kollet eo va géd en Aotrou.

ZAÏN.

19. Az péz koun eûz va faouren̄tez hag eûz va reûz, eûz ann huélen-c’houéro hag eûz ar véstl.

ZAÏN.

20. Ar c'houn-zé a choumo em én̄vor, ha va éné en em zistérai enn-oun.

ZAÏN.

21. A gémen̄t-sé em bézô koun em c’haloun, ha dre-zé é c’hédinn.

HETH.

22. Dré zrugarezou ann Aotrou eo n’omp két bét peur-gollet ; râg hé vadélésiou n’in̄t két bét fellet d’é-omp.

HETH.

23. Bep min̄tin hô névézez, brâz eo da féalded.

HETH.

24. Va lôden eo ann Aotrou, émé va éné ; râk-sé é c’hedinn anézhan̄.

THETH.

25. Mâd eo ann Aotrou d’ar ré a laka hô géd enn-han̄, d'ann éné a glask anézhan̄.

THETH.

26. Mâd eo gédal war-daô silvidigez Doué.

THETH.

27. Mâd eo d’ann den dougen ar géo adaleg hé iaouan̄ktiz.

IOD.

28. Azéza a rai hé-unan, hag é tavô ; ô véza ma en deûz hé lékéat war-n-ézhan̄.

IOD.

29. Lakaad a rai hé c’hénou er poultr, évit gwélout hag hen en dévézô géd ével-sé.

IOD.

30. Hé voc’h a astenno da néb a skôi gan̄t-han̄, en em vezvi a rai gan̄t mézégez.

CAPH.

31. Râg ann Aotrou na zistolô két ac’hanomp da-vikenn.

CAPH.

32. Râk ma en deûz hon distôlet,