Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
keinvanou jérémias.

iaouan̄k, merc’h Sion ? Râk da zismân̄tr a zô brâz ével ar môr ; piou a louzaouo ac’hanod ?

NUN.

14. Da broféded hô deûz gwélet évid-od traou gaou ha diskian̄t ha n’hô deûz két dizôlôet da fallagriez, évit da zougen d’ar binijen : hôgen hi hô déuz gwélet évid-od sorc’hénnou gaou ha divec’hiou.

SAMECH.

15. Kémen̄d hini a dréméné dré ann hen̄t a stlaké gan̄d hô daouarn ; c’houibanet hô deûz, hejet hô deûz ho fenn war verc’h Jéruzalem ; hag houn-nez éo, émé-z-hô, ar géar ker kaer-zé, a oa lévénez ann douar holl ?

PHE.

16. Da holl énébourien hô deûz digôret hô génou war-n-od : c’houibanet hô deûz, skriñet hô deûz hô den̄t, hag hi hô deûz lavaret : Nî loun̄kô ; chétu aman̄ ann deiz a c’hortozemp ; gavét hon eûz, wélet hon eûz.

AÏN.

17. Gréat en déûz ann Aotrou ar péz en dôa mennet ; sévénet en deûz ar gér en dôa gourc’hémennet enn deisiou ken̄t ; disman̄tret en deûz, ha n’en deûz két espernet ; lékéat en deûz da énébour d’en em laouénaat diwar da benn ; savet en deûz horn da heskinérien.

SADE.

18. Garmet é deûz hô c’haloun étrézég ann Aotrou war vuriou merc’h Sion. Skûḻ daérou ével eur froud, a-zoug ann deiz hag ann nôz ; na rô két a éhan d’id, ha na davet két mâb da lagad.

COPH.

19. Saô, meûl enn nôz, é penn ar béḻiou ; skuḻ da galoun ével dour dirâg ann Aotrou ; saô da zaouarn étrézég enn-han̄ évid éné da vugaligou, péré a zô bét kouézet gan̄d ann naoun é penn pép rû.

RES.

20. Arvest, Aotrou, ha gwél piou éc’h eûz ben̄démiet ével-sé. Ha dibri a rai ar gragez hô frouez, bugaligou eûz a eur raouen a héd ? Hag é san̄tuar ann Aotrou é vézô lazet ar béleg hag ar profed ?

SIN.

21. Ar bugel hag ann dén-kôz a zô gourvézet war ann douar el leuriou-kéar. Va flac’hed-iaouan̄k ha va faotred-iaouan̄k a zô kouézet dindân ar c’hlézé ; hô lazet éc’h eûz é deiz da frouden : skôet éc’h eûz, hép truez é-béd.

THAU.

22. Galvet éc’h eûz, ével énn eunn deiz gouel-lîd, tûd a bép tû évit va spoun̄ta, ha n’en deûz gellet téc’hout den, na n’éo bet lézet, é deiz frouden ann Aotrou (M) : ar ré em bôa savet, hag em boa maget a zô bét bévézet gan̄t va énébour.


————


III. PENNAD


Jérémias a erbéd bugalé Juda da zistréi oud ann Aotrou.


ALEPH.

1. Mé eo ann dén a wélaz va reûz gan̄t gwalen hé frouden.

ALEPH.

2. Va rénet en deûz, hag en deûz va c’haset enn dévalien, ha nann er goulou.

ALEPH.

3. Trôet ha distrôet en deûz hé zourn war-n-oun héd ann deiz.

BETH.

4. Kôséet en deûz va c’hroc’hen ha va c’hik : brévet en deûz va eskern.

BETH.

5. Tiez en deûz savet enn-drô d’in : va c’helc’hiet en deûz a véstl hag a boan.

BETH.

6. Va lékéat en deûz é lec’hiou téval, ével ar ré a zô marô da-vikenn.