Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
keinvanou jérémias.


II. PENNAD


Jérémias a erbéd Sion da geina bépréd.


ALEPH.

1. Pénaoz en deûz ann Aotrou gôlôet a dévalien enn hé frouden merc’h Sion : hag en deûs-hén̄ taolet eûz ann én̄v d’ann douar merc’h Israel ker skéduz, ha n’en deûs-hén̄ két bét a goun é deiz hé frouden eûz a skabel hé dreid ?

BETH.

2. Diskaret en deûz ann Aotrou kémen̄d a ioa kaer é Jakob, ha n’en deûz espernet nétrâ : disman̄tret en deûz enn hé frouden kestel merc’h Juda, hag en deûz hô diskaret d’ann douar ; saotret en deûz hé rouan̄télez hag hé frin̄sed.

GHIMEL.

3. Torret en deûz enn hé frouden holl c’halloud Israel : tennet en deûz adré hé zourn déou a zirâg ann énébour ; lékéat en deûz da gregi é Jakob ével eur flamm tân a zév a bép tû.

DALETH.

4. Steñet en deûz hé wareg ével eunn énébour ; startéet en deûz hé zourn déou ével eur stourmer : lazet en deûz kémen̄d a ioa kaer da wélout é telt merc’h Sion : ével tân en deûz skuḻet hé vuanégez.

HÉ.

5. Ann Aotrou a zô deûet ével eunn énébour : diskaret en deûz Israel, diskaret en deûz hé vuriou : dispennet en deûz hé gréou ; ha leûniet en deûz a vuelded ar oazed hag ar merc’hed é Juda.

VAV.

6. Diskaret en deûz hé delt ével eur c’harz ; freûzet en deûz hé dabernakl. Ann Aotrou en deûz lékéat enn an̄kounac’h é Sion ar gwéliou hag ann deisiou sabbat ; lékéat en deûz ar roué hag ar bélek é dismégan̄s hag é buanégez hé frouden.

ZAÏN.

7. Distolet en deûz ann Aotrou hé aoter, milliget en deûz hé zan̄tuar ; muriou hé douriou en deûz lékéat étré daouarn hé énébourien ; garmet hô deûz é tî ann Aotrou, ével enn eunn deiz lîd.

HETH.

8. Ann Aotrou en deûz mennet diskara mûr merc’h Sion ; lédet en deûz hé linen, ha n’en deûz két tennet hé zourn, kén na vijé dispennet holl : râk-sé ar vur gen̄ta, hag ann eil vur a zô bét diskaret.

THETH.

9. Hé fersier a zô bét san̄ket enn douar. Torret ha brévet en deûz hé barrou ; hé roué hag hé frin̄sed a zô é-touez ar brôadou ; n’eûz mui a lézen, hag hé froféded n’hô deûz bét mui a wélédigez digan̄d ann Aotrou.

IOD.

10. Hénaoured merc’h Sion a zô azézet war ann douar, hag hô deûz tavet ; ludu hô deûz taolet war hô fenn ; saéou-reûn hô deûz lékéat war hô zaé ; plac’hed Jéruzalem a zalc’h hô fenn soublet étrézég ann douar.

CAPH.

11. Va daoulagad a zô falléet gan̄d ann daérou, va bouzellou a zô bét reûstlet ; kouézet eo va avu d’ann douar, pa em eûz gwélet disman̄tr merc’h va fobl, pa em eûz gwélet ar vugalé vihan hag ar ré oud ar vronn ô kouéza marô war al leuriou-kéar.

LAMED.

12. Hî a lavaré d’hô mammou : Péléac’h éma ann éd hag ar gwin ? Pa gouézen̄t gan̄d an naoun ével pa vijen̄t bét glazet war al leûriou-kéar ; pa roen̄t hô éné war askré hô mammou.

MEM.

13. Oc’h pétrâ é likiinn éz oud hével ? (T) Pé out piou éc’h hévélébékainn ac’hanod, merc’h Jéruzalem ? Out pétrâ é kemminn ac’hanod, ha pénaoz é tizoaninn ac’hanod, ô plac’h-