Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/131

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
keinvanou jérémias.


KEINVANOU JÉRÉMIAS.


————


Goudé ma oé bet kaset Israél é sklavérez, ha ma oé choumet Jéruzalem didûd, Jérémias, ar profed, a azézas enn eur wéla, hag a reaz ar geinvanou-man̄ war Jéruzalem ; hag oc’h huanadi é c’houervder hé galoun, hag oc’h hirvoudi, é lavaraz :


————



I. PENNAD.


Ar profed ô wéla war zisman̄tr Jéruzalem.


ALEPH.

1. Pénaôz ar géar-zé péhini a oa kél leûn bobl, ef-hi azézet hé-unan̄ ; pénaoz itroun ar brôadou ef-hi deûét ével eunn in̄tan̄vez ; pénaoz prin̄sez ar brovin̄sou ef-hi dalc’het da baéa ar gwiriou ?

BETH.

2. Héd ann nôz é deûz skuḻet daérou, hag hé daérou a zô bét kouézet war hé divôc’h : n’eûz hini eûz ar ré a garé a gémen̄t a zizoanfé anézhi ; hé holl viñouned hô deûz hé disprizet, hag a zô deûet da énébourien d’ézhi.

GHIMEL.

3. Merc’h Juda a zô éat-kuît enn-abek d’hé glac’har, ha d’hé gwall sklavérez : bét éo ô choum é-touez ar brôadou, ha n’é deûz két kavet a éhan ; hé holl heskinérien hô deûz hé faket énn hen̄t-strîz.

DALETH.

4. Ruou Sion a wél, ô véza na zeû mui dén d’hé lidou ; hé holl fersier a zô dispennet ; hé béléien a hirvoûd ; hé flac’hed-iaouan̄k glac’haret, hag hî hé-unan leûn a c’houervder.

HÉ.

5. Hé énébourien a zô savet dreist-hi, hé heskinerien a zô deûet da véza pinvidik ; ô véza ma en deûz ann Aotrou hé barnet enn-abek d’al lôd brâz eûz hé fallagriézou ; hé bugalé a zô bét kaset é sklavérez é-raog ann heskiner.

VAV.

6. Holl skéd merc’h Sion a zô bét tennet diout-hi ; hé frin̄sed a zô deuet ével tourzed péré na gavont ket a beûri ; hag hi a zô éat dinerz é-raog ann hini a iéa war hô lerc’h.

ZAÏN.

7. Jéruzalem é deisiou hé glac’har hag hé gwallérez é deûz bét koun eûz ar péz é dôa bét a wella enn déisiou ken̄t, pa gouéze hé fobl étré daouarn ann énébourien, hép ma oa dén évid hé gennerza ; hé énébourien hô deûz hé gwélet, hag hô deûz gréat goap eûz hé deisiou sabbat.

HETH.

8. Eur péc’hed brâz é deûz gréat Jéruzalem, râk-sé eo deûet da véza kildrô. Ar ré holl a énoré anézhi, hô deûz hé disprizet, ô véza ma hô deûz gwélet hé mézégez ; hôgen hi é deûz distrôet hé fenn enn eur geina.

THETH.

9. Hé hudurez a zô oud hé zreid,