Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
levr ar profed jérémias.

c’houi eo deûet ével eunn distrô, ô véza n’eûz choumet enn-han̄ na dén, na loen, ha ma eo bét lékéat étré daouarn ar C’haldéed.

44. Parkou a vézô prénet gan̄d arc’han̄t, hag a vézô skrivet el levr, hag a vézô siellet dirâk testou, é douar Ben̄jamin, ha trô-war-drô Jéruzalem, é kériou Juda, é kériou ar ménésiou, é kériou ar c’hompézennou, hag é kériou ar c’hrésteiz ; ô véza ma hô likiinn da zistrei eûz hô sklavérez, émé ann Aotrou.


————


XXXIII. PENNAD


Kellid névez eûz a wenn David.


1. Gér ann Aotrou a zeûaz eunn eil wéach da Jérémias, pa édô c’hoaz serret é porched ar vâc’h, ô lavarout :

2. Ével-henn é lavar ann Aotrou, péhini her grai, péhini hen doaréô, péhini hen aozô ; ann Aotrou eo hé hanô :

3. Garm étrézég enn-oun, ha mé a zélaouô ouz-id : ha mé a rôi da anaout d’id traou brâz ha stard, ha na ouzoud két anézhô.

4. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel, da diez ar géar-man̄, ha da diez roué Juda, péré a zô bét diskaret, ha d’ar c’hréou, ha d’ar c’hlézé,

5. Diwar-benn ar ré a zeû évit stourmi oud ar C’haldéed, hag évid hô leûnia a c’horfou-marô, ann dûd em eûz skôet em frouden hag em buanégez, goudé béza kuzet va dremm ouc’h ar géar-zé, enn abek d’hô drougiez holl.

6. Chétu mé a zigasô d’ézhô ar gleizen hag ar iéc’hed : hag a zisklériô d’ézho pénaoz é tléon̄t goulenni ar péoc’h hag ar wirionez.

7. Ha mé a lakai da zistrei sklaved Juda, ha sklaved Jéruzalem : hag é savinn anézhô ével er penn-ken̄ta.

8. Hô glana a rinn eûz hô holl fallagriézou, hag eûz ar péchéjou hô deûz gréat em énep : hô drugaréza a rinn eûz ann holl wallou dré béré hô deûz va dilézet ha va disprizet.

9. Ha béz’ é vézô da hanô-mâd, ha da lévénez, ha da veûleûdi, ha da lîd dirâg holl vrôadou ann douar, ann holl vadou a glévin̄t em bézô gréat enn hô c’hen̄ver : hag hî a vézô spoun̄tet ha saouzanet gan̄d ann holl vadou, hag ann holl béoc’h a rôinn d’ézhô.

10. Ével-henn é lavar ann Aotrou : Klevet é vézô adarré (el léac’h-man̄, a zô, émé c’houi, eunn distrô, ô véza n’eûz enn-han̄ na dén, na loen ; é keriou Juda, hag é leûriou-kéar Jéruzalem, péré a zô disman̄tret, didûd, divrôiz ha diloéned),

11. Mouéz al lîd, ha mouéz al lévénez, mouéz ar pried, ha mouéz ar bried, mouéz ar ré a lavarô : Meûlit Aotrou ann arméou, râk mâd eo ann Aotrou, râk peûr-baduz eo hé drugaréz ; mouéz ar ré a zougô hô gwéstlou é tî ann Aotrou : râk mé a lakai da zistrei sklaved ann douar-man̄ ével er penn-ken̄ta, émé ann Aotrou.

12. Ével-henn é lavar Aotrou ann arméou : El léac’h-man, péhini a zô divrôiz, didûd ha diloéned, hag enn hé holl gériou, é vézô adarré lôgou évid ar vésérien a gasô ann tropellou d’ann éc’hoaz.

13. É kérioû ar ménésiou, hag é kériou ar c’hompézennou, hag er c’hériou a zô war-zû ar c’hrésteiz, hag é brô Ben̄jamin, ha trô-war-drô Jéruzalem, hag é kériou Juda, é tréménô adarré ann dén̄ved dindân dourn ann hini hô nivérô, émé ann Aotrou.

14. Chétu é teû ann deisiou, émé ann Aotrou, ma sévéninn ar gér mâd em eûz rôet da dî Israel ha da dî Juda.

15. Enn deisiou-zé, hag enn amzer-zé é likiinn da gellida eûz a Zavid eur c’hollid a reizded ; hag hén̄ a rai barnédigez ha reizded war ann douar.

16. Enn deisiou-zé é vézô dieûbet Juda, ha Jéruzalem a choumô gan̄t fisian̄s ; ha chétu ann hanô a rôin̄t d’ézhan̄ : Ann Aotrou, hor reiz.

17. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Na vézô két gwélet kéf David héb eunn dén, a vézô azézet war drôn tî Israel.

18. Ha na vézo két gwélet gwenn