Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/999

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

I. KORINTIED, 15.

holl ; nan me koulskoude, mes gras Doue pehini a zo enn’oun. 11 Pe me eta, pe int, ni a brezek evel se ha c’hwi oc’h euz kredet evel se.

12 Mes, mar prezeger eo adsavet ar C’hrist a varo, penaoz e lavar hinienou en ho touez n’hen deuz ket a adsavedigez a varo ? 13 Ha ma n’hen deuz ket adsavedigez a varo, Krist ive n’eo ket adsavet a varo. 14 Ha ma n’en d’eo ket ar C’hrist adsavet a varo, hon frezegen a zo eta vên, hag ho feiz a zo vên ive. 15 Ha memeuz en em gav penaoz omp testou faoz a Zoue ; rag roet hon deuz an desteni ma en kenver Doue, penaoz hen deuz adsavet ar C’hrist a varo, an hini pehini n’hen deuz ket adsavet a varo, ma ne adbev ket ar re varo. 16 Rag, ma ne adbev ket ar re varo, ar C’hrist ken nebeut n’eo ket adbevet. 17 Ha ma n’eo ket adsavet ar C’hrist a varo, ho feiz a zo vên, hag oc’h c’hoaz en ho pec’hejou. 18 Ar re eta a zo maro er C’hrist, a zo ive kollet. 19 Ma n’hon deuz esperans er C’hrist nemet er vuez ma hepken, omp euz an holl dud ar re druezusa. 20 Mes brema, Krist a zo adsavet a varo, hag eo deuet da veza ar frouez kenta euz ar re pere a zo maro. 21 Rag, pa eo deuet ar maro, dre eun den, an adsavedigez a varo a zo ive deuet dre eun den. 22 Rag, evel ma varv an holl en Adam, er memeuz doare an holl a adbevo er C’hrist ; 23 mes pep hini en he renk he unan ; Krist eo ar frouez kenta, goude ar re a zo d’ar C’hrist, pa vezo he zonedigez. 24 Goude kement se, e teuio ar fin, pa adroio ar rouantelez da Zoue an Tad, goude beza distrujet pep nerz, pep ren ha pep galloud ; 25 rag tleout a ra ren bete ma hen devezo lekeet he holl enebourien dindan he dreid. 26 An enebour a vezo distrujet da ziveza eo ar maro ; 27 rag Doue hen deuz lekeet an holl draou dindan he dreid. Ha, pa lavar penaoz ema an holl draou dindan han, eo sklear penaoz an hini pehini hen deuz lekeet an holl draou dindan han, n’ema ket he unan dindan han. 28 Ha goude ma vezo bet lekeet an holl draou dindan han, neuze ive ar Mab memeuz a vezo lekeet dindan an hini pehini hen deuz lekeet an holl draou dindan han, evit ma vezo Doue holl en holl.

29 Anez, petra a raio ar re a zo badezet evit ar re varo, ma ne adbev ket ar re varo ? Perag ive int badezet evit ar re varo ? 30 ha perag omp-ni hon unan bep heur en riskl ? 31 Mervel a ran bemdez ; hen asuri a ran deoc’h gant al leac’h em euz d’en em c’hlorifia ac’hanoc’h en Jesus-Krist hon Aotrou. 32 Mar em euz brezeliet gant al loened en Efez, evit komz hervez an dud pe dalvoudegez em euz a gement se ? Ma ne adsav ket ar re varo, debromp hag evomp, rag varc’hoaz e varvfomp. 33 N’en em dromplit ket ; an darempredou fall a vrein ar giziou mad. 34 It kwit euz ho mezventi, evit beva er wirionez, ha na bec’hit ket. Rag hinienou a zo hep anaoudegez a Zoue ; hel lavaret a ran evit ho mez.

35 Mes unan benag a lavaro : Penaoz ec’h adsav ar re varo ? Gant pez sort korf e teufont int ? 36 Diskiant ar pez a hadez na gemer ket a vuez, ma ne varv da genta. 37 Hag en kenver ar pez a hadez, ne hadez ket ar memeuz korf pehini a dle genel, mes ar c’hreunen noaz, evel ma en em gav euz an ed, pe euz eun haderez all benag. 38 Mes Doue a ro dezhan eur c’horf evel ma fell dezhan, ha da bep haden he c’horf he unan. 39 Peb kig n’eo ket eur memeuz kig ; mes unan eo kig an dud, hag unan all kig al loened ; unan all hini ar pesked, hag unan all hini al lapoused. 40 Beza e zo korfou selestiel, ha korfou douarek ; mes unan eo skeud reou an env, hag unan all eo hini reou an douar ; 41 unan all eo skeud an heol, unan skeud al loar, unan all skeud ar stered ; rag eur stereden a zo dishenvel euz eur stereden all dre he skeud. 42 Evel se eo ive adsavedigez ar re varo. Ar c’horf a zo hadet breinuz, adsevel a raio divreinuz ; 43 hadet eo en dizenor, adsevel a raio en gloar ; hadet eo en dinerzded, adsevel a raio leun a nerz ; 44 hadet eo korf anevalek, adsevel a raio korf spereduz ; beza e zo eur c’horf anevalek, ha beza e zo ive eur c’horf spirituel, 45 hervez ma eo skrivet : Ar c’henta den, Adam, a zo bet groet gant eun ine beo ; mes, an diveza Adam a zo eur spered bevuz ; 46 ha n’eo ket ar pez a zo spirituel, mes ar pez a zo anevalek eo ar c’henta ; ar pez a zo spirituel a zeu goude. 47 Ar c’henta den, o veza euz an douar, a zo douarek, hag an eil den, an Aotrou, a zo euz an env. 48 Evel ma eo an hini douarek, evel se ive eo ar re douarek, hag evel ma eo an hini selestiel, evel se eo ive ar

993