Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/992

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

I. KORINTIED, 7.

hoc’h-unan ? 20 Rag prenet oc’h bet gant eur goust vraz ; glorifiet eta Doue en ho korf hag en ho spered pere a zo da Zoue.


7 DIVARBEN an traou oc’h euz skrivet d’in mad eo d’an den na stokfe ket euz ar plac’h. 2 Koulskoude, abalamour d’an hudurnez, ra hen devezo pep den he vreg, ha pep plac’h he ozac’h. 3 Ra roi an ozac’h d’he vreg ar pez a dle dezhi ; ha ra raio ar memeuz tra ar vreg d’he ozac’h. 4 Ar vreg n’eo ket mestr d’he c’horf he unan, mes an ozac’h eo ; en hevelep doare ive, an ozac’h n’eo ket mestr d’he gorf he unan mes ar vreg eo. 5 N’en em dremenet ket eta an eil euz egile, nemed dre eur c’housantamant groet entrezoc’h, evit eun amzer, abalamour d’en em rei d’ar iun ha d’ar beden ; ha goude distrei asamblez, gant aoun na zeufe Satan d’ho tenti dre ho talc’hidigez. 6 Mes, me a lavar kement ma evel ali, ha nan evel gourc’hemen. 7 Rag me a garfe e vefe an holl eveldoun me ; mes, pep hini hen deuz resevet digant Doue eun donezon ec’h-unan, unan en eun doare, egile en eun doare all.

8 Lavaret a ran eta d’ar re n’int ket dimezet, ha d’an intanvezed, eo talvoudusoc’h dezhei choum evel ma’z oun me. 9 Mes ma na hellont ket en em virout, ra zimefont ; rag gwel eo dimezi evit leski. 10 Divarben ar re a zo dimezet, e c’hourc’hemenan dezhei (nan me koulskoude mes an Aotrou) ra n’em dispartio ket ar vreg euz he ozac’h ; 11 (ha ma en em disparti ra choumo hep dimezi, pe ma en em raio gant he ozac’h), ha ra choumo an ozac’h gant he vreg.

12 Mes me a lavar d’ar re all (me ha nan an Aotrou) : Mar hen deuz eur breur benag eur vreg diskredik, ha pehini a c’hoantafe choum ganthan, ra na gwitai ket anezhi ; 13 ha mar hen deuz eur vreg benag eun ozac’h diskredik hag a c’hoantafe choum ganthi, ra na gwitai ket anezhan. 14 Rag an ozac’h diskredik a zo santifiet dre ar vreg ; hag ar vreg diskredik a zo santifiet dre an ozac’h ; anez, ho pugale a vezo dibur, el leac’h int santel brema. 15 Mar da kwit an hini diskredik, ra’z, aio kwit ; ar breur nag ar c’hoar n’int ket dalc’het en ze ; mes Doue hen deuz hon galvet d’ar peoc’h. 16 Rag petra a ouzout-te, greg, hag hen na zovetai-te ket da ozac’h ? Pe petra a ouzout-te, ozac’h, hag hen na zovetai-te ket da vreg ?

17 Dre ze, ra valeo pep hini hervez ar pez hen deuz Doue roet dezhan, hag hervez ma hen deuz an Aotrou he c’halvet. Setu ar pez a c’hourc’hemenan d’an holl Ilizou. 18 Unan benag ha galvet eo bet o veza sirkonsizet ? Ra choumo sirkonsizet. Unan benag ha galvet eo bet hep beza sirkonsizet ? Ra na rai ket en em sirkonsiza. 19 Ar sirkonsizion n’eo netra ; an disirkonsizion n’eo netra ; mes miredigez gourc’hemenou Doue eo an holl draou. 20 Ra choumo pep hini er stad ma eo bet galvet. 21 Galvet out bet o veza esklav. N’en em laka ket en poan a gement se ; mes mar gellez dont da veza libr, en em zervich kentoc’h a ze. 22 Rag an esklav pehini a zo bet galvet gant an Aotrou, a zo den libr an Aotrou er memeuz doare ive, an den libr pehini a zo bet galvet, a zo esklav ar C’hrist. 23 Prenet oc’h bet gant eur goust vraz ; na zeuit ket da veza esklaved d’an dud. 24 Breudeur, ra choumo pep hini dirag Doue er stad en pehini eo bet galvet.

25 Divarben ar gwerc’hezed, n’em euz gourc’hemen ebet digant an Aotrou ; mes rei a ran deoc’h eun ali, evel o veza bet lod en trugarez an Aotrou, evit beza fidel dezhan. 26 Me a gred eo mad eta, abalamour d’ar glac’hariou prezant, d’ar goaz choum evel ma ema. 27 Ereet out gant eur vreg ? ne glask ket en em dizeren. N’out ket ereet gant eur vreg ? na glask greg ebet. 28 Mar dimezez na bec’hez ket ; ha mar dimez ar werc’hez, ne bec’h ket ken nebeut ; mes an dud ze ho devezo glac’hariou er c’hik ; ha, fellout a ra d’in ho espern deoc’h. 29 Mes setu ar pez a lavaran, breudeur, an amzer a zo ber a vrema. Ar re pere ho deuz eur vreg, ra vefont evel ar re pere n’ho deuz ket ; 30 ar re pere a wel, evel pa na welfeent ket ; ar re pere a zo er joa, evel pa ne vefent ket er joa ; ar re a bren, evel pa n’ho defe netra ; 31 ar re pere en em zervich euz ar bed, evel pa n’en em zervichfent ket ; rag skeuden ar bed-ma a dremen. 32 Ha me a garfe e vefeac’h hep nec’hamant. An hini n’eo ket dimezet, en em ro da draou an Aotrou, evit plijout d’an Aotrou. 33 Mes an hini a zo dimezet, en em ro da draou ar bed, evit plijout d’he vreg. 34 An

986