Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/991

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

I. KORINTIED, 5, 6.



5 KLEVET a reer lavaret a bep tu penaoz e zo en ho touez lousdoniou, hag eun hevelep hudurnez ha na gever ket zoken entouez ar baïaned ; unan benag ac’hanoc’h hen deuz greg he dad. 2 Hag oc’h leuniet a ourgouil. Ha n’oc’h ket, er c’hontrel, bet er glac’har, abalamour ma vije lamet euz ho touez an hini hen deuz groet an dra ze ? 3 Evidoun me, absant a gorf, mes prezant a spered, em euz dija barnet, evel ma vijen prezant, an hini hen deuz groet eun hevelep tra : 4 (en hano hon Aotrou Jesus-Christ, c’hwi ha ma spered o veza a unan, gant galloud hon Aotrou Jesus-Krist), 5 penaoz eun hevelep den a vezo lekeet entre daouarn Satan, evit an dispen euz ar c’hik, evit ma vezo soveteet ar Spered en deiz an Aotrou Jesus. 6 N’eo ket mad deoc’h en em c’hlorifia. N’ouzoc’h-hu ket penaoz eun nebeudik a well a laka an holl doaz da c’hoi ? 7 Netaet eta ar gwell koz, evit ma vefeet eun toaz nevez, evel ma’z oc’h hep gwell ; rag Krist, hon fask, a zo bet sakrifiet evidomp. 8 Dre ze, greomp ar gouel, nan gant ar gwell koz, na gant eur gwell a zroug nag a fallentez ; mes gant ar baraou hep gwell euz an eünder hag ar wirionez.

9 Skrivet em euz deoc’h em lizer n’en em veskit ket gant an dud hudur ; 10 nan a gren gant tud louz ar bed ma, pe gant an dud piz, hag al laeron, pe an idolatred ; rag neuze, e renkfeac’h mont kwit euz ar bed ; 11 mes ar pez a skrivan deoc’h, eo mar zo unan benag hag en em c’halv breur hag a zo hudur, pe piz, pe idolatr, pe droug-komzer, pe mezvier, pe laer, n’en em veskit ket ganthan, na zebrit ket zoken gant eun hevelep den. 12 Rag, petra em euz da varn re an diaveaz ? N’eo ket deoc’h-hu da varn re an diabarz ? 13 Divarben re an diaveaz, Doue ho barno. Lamit eta an den fall euz ho touez.


6 PA hen devezo unan benag ac’hanoc’h eur c’hroz benag a enep unan all, ha kredi a raio hen gervel en barnedigez dirag ar re disleal, kentoc’h evit dirag ar zent ? 2 N’ouzoc’h-hu ket penaoz e varno ar zent ar bed ? ha mar barnit ar bed, ha beza oc’h-hu hep galloud da varn traou disteroc’h ? 3 N’ouzoc’h-hu ket penaoz e varnfomp-ni an eled ? Ha pegement muoc’h traou ar vuez ma ! 4 Ma hoc’h euz eta prosejou evit traou ar vuez ma, e kemerit evit barnerien ar re a zo disprijet en Iliz ! 5 Evit ho mez hel lavaran deoc’h. N’euz ket eta re fur en ho touez, unan memeuz hepken, pehini a helfe barn entre ar vreudeur ? 6 Mes eur breur hen deuz eur prosez gant eur breur all, ha kement se dirag ar re difeiz. 7 Dija eo eun dra fall ennoc’h kaout prosejou an eil gant egile. Perag na gemerit-hu ket kentoc’h ar c’holl ? Perag na gemerit-hu ket kentoc’h an tu koll ? 8 Mes c’hwi eo ar re a ra dislealded ha noaz d’ho preudeur memeuz ! 9 N’ouzoc’h-hu ket penaoz an dud diwirion na heritfont ket rouantelez Doue ? N’en em dromplit ket ; nag ar re hudur, nag an idolatred, nag an avoultrierien, nag ar c’hastaouerien, 10 nag ar sodomed, nag al laeron, nag ar re biz, nag ar vezverien, nag an droug komzerien, nag ar skraperien, na heritfont ket rouantelez Doue. 11 Hag evel se e oa hinienou ac’hanoc’h ; mes c’hwi a zo bet gwalc’het, mes c’hwi a zo bet santifiet, mes c’hwi a zo bet justifiet en hano hon Aotrou Jesus, ha dre Spered hon Doue.

12 An holl draou am lezer da ober, mes n’int ket holl talvouduz d’in ; an holl draou am lezer da ober, mes n’en em rin ket mevel a hini anezhei. 13 Ar boued a zo evit ar c’hof, hag ar c’hof evit ar boued ; mes Doue a zistrujo hag ar re ma hag hennez. Hag ar c’horf n’eo ket evit an hudurnez, mes evit an Aotrou, hag an Aotrou evit ar c’horf. 14 Ha Doue hen deuz savet an Aotrou a varo, hag hen hon savo ive a varo dre he c’halloud. 15 Na ouzoc’h-hu ket penaoz eo ho korfou izili ar C’hrist ? Lemel a rafen eta izili ar C’hrist, evit ober outhei izili eur vreg fall ? E nep doare ! 16 Na ouzoc’h-hu ket penaoz an hini en em unan da eur vreg fall, a zo eur memeuz korf ganthi ? Rag lavaret eo : An daou a zeuo da veza eur c’hik hepken. 17 Mes an hini en em unan d’an Aotrou, a zo eur memeuz spered ganthan. 18 Pelleet euz an hudurnez. Kement pec’hed all a ra an den a zo er meaz euz ar c’horf, mes an hini a ra an hudurnez a bec’h a enep he gorf he unan. 19 Na ouzoc’h-hu ket penaoz eo ho korf eun templ euz ar Spered-Santel, pehini a zo ennoc’h, ha pehini a zo bet roet deoc’h gant Doue, ha penaoz n’hoc’h ket deoc’h

985