vasoun varnezhan ; mes ra evesaio pep hini penaoz e vasoun varnezhan. 11 Rag den na hell lakaat eur zol all nemed an hini a zo bet lakeet, an hini pehini eo Jesus-Krist. 12 Mar masoun unan benag var ar zol ze, gant aour, arc’hant, mein prisiuz, pe koat, foen, zoul ; 13 labour pep hini a vezo diskwezet ; rag an deiz he roio da anaout, rag diskleriet e vezo dre an tân, hag an tân a amprouvo ar pez eo labour pep hini. 14 Mar choum al labour hen devezo unan benag savet, hen devezo he bae a gement se. 15 Mar dêv labour unan benag, hen devezo ar c’holl a gement se, evithan, salvet e vezo, mes evel a dreuz an tân.
16 Na ouzoc’h-hu ket penaoz oc’h templ Doue ha penaoz Spered Doue a choum ennoc’h. 17 Mar distruj unan benag templ Doue, Doue hen distrujo ; rag templ Doue a zo zantel ha c’hwi eo an templ ze.
18 N’en em dromplo den he unan. Mar sonj da unan benag ac’hanoc’h beza fur er bed ma, ra zeuo da veza foll, evit dont da veza fur ; 19 rag furnez ar bed ma a zo eur zotis dirag Doue ; beza eo ive skrivet : Soupren a ra ar re fur en ho follenteou. 20 Ha c’hoaz : An Aotrou a anavez penaoz sonjou ar re fur a zo vên. 21 Ra na lakaio den eta he c’hloar en dud, rag an holl draou a zo deoc’h ; 22 pe Paul, pe Apolloz, pe Gefas, pe ar bed, pe ar vuez, pe ar maro, pe an traou brema, pe an traou da zont ; 23 an holl draou a zo deoc’h, ha c’hwi a zo d’ar C’hrist hag ar C’hrist a zo da Zoue.
4 Ra zello eta pep hini ac’hanomp evel zervicherien ar C’hrist ha mererien misteriou Doue. 2 Mes a-hend all, ar pez a c’houlener digant ar vererien, eo ma vefe kavet pep hini anezhei leal. 3 Evidoun me, e ra nebeut a dra d’in beza barnet ganeoc’h, pe dre eur varnedigez den ; ha n’en em varnan ket ken nebeut va unan. 4 Rag n’en em zantan ket koupabl a netra ; evit kement se koulskoude, n’oun ket justifiet mes an hini a varn ac’hanoun, eo an Aotrou. 5 Dre ze, na varnit euz a netra araog an amzer, bete ma teuo an Aotrou, pehini a sklerai an traou kuzet en devalijen, ha pehini a zisklerio sonjou ar c’halounou ; ha neuze Doue a roio da bep hini he veulodi.
6 Mes, va breudeur, an traou ze em euz lavaret ac’hanoun koulz hag euz Apolloz, abalamour deoc’h, evit ma tiskfac’h ennomp tremen hep sonjal en tu all d’ar pez hon euz skrivet deoc’h, evit na zeuio hini, abalamour da unan ac’hanomp-ni, d’en em c’houeza a ourgouil a enep egile. 7 Rag piou eo a zishenvel ac’hanout ? Ha petra ec’h euz, ha n’ec’h euz ket resevet ? Ha ma ec’h euz he resevet, perag en em c’hlorifiez te a gement se, evel ma n’ez pije ket he resevet ? 8 Dija oc’h leuniet, dija oc’h pinvidik, rena a ret hep omp. Ha ra blijo da Zoue e renfac’h evit ma renfeomp ive ganeoc’h ! 9 Rag sonjal a ran penaoz hen deuz Doue hon diskwezet-ni, ni an ebestel, evel ar re diveza euz an dud, evel tud barnet d’ar maro, euz hon lakaat da zell d’ar bed, ha d’an eled ha d’an dud. 10 Ni a zo foll abalamour d’ar C’hrist, mes c’hwi, c’hwi a zo fur er C’hrist ; ni a zo dinerz, mes c’hwi a zo krenv, c’hwi a zo en enor, mes ni a zo en disprij. 11 Bete vrema hon deuz naoun ha sec’het, hag omp en noaz ; skei a reer var hor bisach, hag omp o redek ama hag a-hont ; 12 en em skuiza a reomp o labouret gant hon daouarn hon unan, dismeganset e venigomp ; trubuliet, ec’h anduromp ; 13 tamalet en faoz, e pedomp ; bete vrema omp evel skubadur ar bed, ar c’hras euz an holl.
14 Na skrivan ket an traou ma evit ober mez deoc’h ; mes ho kelen a ran evel ma bugale karet mad. 15 Rag pa ho pije deg mil mestr er C’hrist, n’ho pije ket meur a dad ; rag me eo an hini em euz groet ac’hanoc’h bugale en Jesus-Krist dre an Aviel. 16 Ho pedi stard a ran eta, bezit va henvelerien. 17 Abalamour da gement se eo em euz kaset deoc’h Timote, pehini eo va mab karet mad ha fidel, en Aotrou ; digas a rai da sonj deoc’h euz ma hentchou er C’hrist, hag en pez doare e prezegan dre holl en holl ilizou.
18 Hag, hinienou a zo en em c’houezet a ourgouil, evel ma ne dlejen ket dont d’ho ti. 19 Mes mont a rin prest d’ho ti, mar fell d’an Aotrou, hag ec’h anavezin, nan pehini eo komz ar re a zo en em c’houezet, mes ho galloud. 20 Rag rouantelez Doue a zo en galloud ha nan en komzou. 21 Petra a fell dooc’h ? Mond a rin-me d’ho kaout gant ar voalen, pe gant karante, hag en eur spered a zouster ?