sovetaat ar grederien dre ar follentez euz ar bredikasion. 22 Enpad ma c’houlen ar Judevien miraklou, ha ma klask ar Greked ar furnez, 22 ni, ni brezeg ar C’hrist krusifiet, skouer fall evit ar Judevien, ha follentez evit ar Greked, 24 mes evit ar re a zo galvet, kement ar Judevien evel ar Greked, ar C’hrist eo galloud Doue ha furnez Doue ; 25 rag follentez Doue a zo furoc’h evit an dud ; ha dinerzded Doue kreoc’h evit an dud.
26 Evesait, breudeur, penaoz en ho touez-hu, pere a zo bet galvet, n’euz ket kalz a dud fur hervez ar c’hik, na kalz a dud galloudek, na kalz a dud nobl. 27 Mes Doue hen deuz choazet an traou foll euz ar bed ma, evit mezekaat ar re fur ; ha Doue hen deuz choazet an traou dister euz ar bed-ma, evit mezekaat ar re nerzuz ; 28 ha Doue hen deuz choazet an traou vila euz ar bed hag ar muia disprijet, memeuz ar re n’emaint ket, evit kas da netra ar re a zo ; 29 evit ma n’en em c’hlorifio kig ebet dirazhan. 30 Ha, drezhan eo ez oc’h en Jesus-Krist, pehini a zo bet groet deomp a beurz Doue, furnez, gwirionez, santelez ha dasprenadurez ; 31 abalamour, evel ma eo skrivet, an hini pehini en em c’hlorifi, en em c’hlorifio en Aotrou.
2 Evidoun me, va breudeur, pa oun deuet tost deoc’h, n’oun ket deuet da ziskleria deoc’h testeni Doue gant komzou kaer, pe a furnez. 2 Rag n’em euz ket barnet e tleien anaout netra all en ho touez, nemed Jesus-Krist, ha Jesus-Krist staget euz ar groaz. 3 Bet ez oun va unan en ho touez en dinerzded, en doujans, hag en eur grenedien vraz. 4 Ha ma c’homz na va frezegen n’int ket bet dalc’het en lavariou c’hwek euz furnez an den ; mes en eun diskwezidigez a spered hag a c’halloud ; 5 evit ma vije savet ho feiz, nan var furnez an dud, mes var galloud Doue. 6 Mes, prezegi a reomp ar furnez entouez ar re divlam,e eur furnez, nan euz ar bed-ma, nag euz prinsed ar bed-ma, pere a zo hep galloud ; 7 mes prezegi a reomp furnez Doue, en eur mister a furnez kuzet, pehini hen doa Doue kempenet araog ar c’hantvejou evit hon gloar ; 8 ha pehini n’euz hini ebet a brinsed ar bed-ma anavezet ; rag, m’ho dije hen anavezet, n’ho dije ket krusifiet Aotrou ar gloar. 9 Mes, evel ma eo skrivet, beza int traou pere n’hen doa ket lagad an den gwelet, na skouarn an den klevet, ha pere ne oant ket piniet en kaloun den, traou pere hen doa Doue preparet evit ar re a gar anezhan. 10 Mes Doue hen deuz ho diskleriet deomp dre he Spered : rag ar Spered a furch an holl draou, memeuz an dounderiou a Zoue. 11 Rag piou eo a anavez ar pez a zo en den, ma n’hen d’eo spered an den pehini a zo ennhan ? Evel se ive, den na anavez ar pez a zo en Doue, ma n’hen d’eo Spered Doue. 12 Ha ni, n’hon deuz ket bet spered ar bed, mes Spered Doue, evit anaout an traou pere a zo bet roet deomp gant Doue ; 13 ha ni ho frezek, nan gant al lavariou a zisk furnez an dud, mes gant ar re a zisk ar Spered-Santel, o tisplega an traou spereduz d’ar re spereduz. 14 Hag, an den aneval na gompren ket an traou euz a Spered Doue ; evel follentez int evithan, ha ne hell ket ho anavezout, rag dre ar spered eo e varner anezhei. 15 Mes an den a spered a varn euz an holl draou, ha n’eo he unan barnet gant den. 16 Rag piou hen deuz anavezet sonj an Aotrou, evit he gelen ? Mes ni, hon deuz anavezet sonj ar C’hrist.
3 Evidoun me, breudeur, n’em euz ket gallet komz deoc’h evel da dud spereduz ; mes evel da dud kiguz, evel da vugale vihan ar C’hrist. 2 Roet em euz deoc’h leaz da eva, ha nan kig, rag na oac’h ket c’hoaz en stad d’he gemeret ; brema zoken, na hellit ket he gemer dre ma oc’h c’hoaz kiguz. 3 Rag, beza e zo c’hoaz en ho touez avi, disputou, kosteziou, n’hoc’h-hu ket kiguz, ha n’en em renet-hu ket hervez an den ? 4 Rag pa lavar unan : Evidoun me, me a zo euz a Baul ; hag egile : Me, a zo euz a Apolloz, n’oc’h-hu ket kiguz. 5 Piou eta eo Paul, ha piou eo Apolloz, nemed ministred dre bere oc’h euz kredet, hervez ma hen deuz an Aotrou roet da bep hini ? 6 Me em euz plantet, Apolloz hen deuz doureet ; mes Doue hen deuz roet ar greskadurez. 7 Dre ze nag an hini a blant, nag an hini a zoura, n’int netra, mes Doue pehini a ro ar c’hresk. 8 Hag an hini a blant hag an hini a zoura a zo egal, ha pep hini a resevo he bae he-unan hervez he labour he-unan. 9 Rag ni a zo oberourien gant Doue ; c’hwi eo park Doue, ti Doue. 10 Lekeat em euz ar zol, evel eur zaver fur, hervez ar c’hras a Zoue pehini a zo bet roet d’in, hag unan all a