Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/984

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ROMANED, 12.

leet evit na welfont ket ; ha ra vezo ho c’hein kromet da viken. 11 Goulen a ran eta : Lamet ho deuz, evit kweza ? E nep doare ! mes ar zilvidigez a zo deuet d’ar baïaned dre ho lam, abalamour d’ho hegazi d’ar jalouzi. 12 Mes, mar d’eo bet ho lam pinvidigez ar bed, hag ho bihander pinvidigez ar baïaned, pegement mui e vezo ho distroidigez parfet ? 13 Rag me a lavar deoc’h, deoc’h-hu païaned : O veza abostol ar baïaned e c’hlorifian va c’harg, 14 o klask hegazi, mar gellan, c’hoant ar re euz va goad, ha sovetaat hinienou anezhei. 15 Rag, mar d’eo bet ho c’has-kwit unvaniez ar bed, petra vezo ho adgalvidigez, nemed eun adsavedigez a douez ar re varo ? 16 Ha, mar d’eo ar c’henta frouez santel, ar bern a zo ive ; ha mar d’eo ar c’hrizien santel, ar brankou a zo er memeuz tra. 17 Mes mar deuz bet lamet kwit hinienou euz ar brankou, ha mar d’out te, Olivezen gouez, bet grefet en he blas, ha groet lodenek euz ar c’hrizien hag euz a suk an Olivezen, n’en em c’hlorifi ket divar goust ar brankou ; 18 koulskoude, ma en en c’hlorifiez, anavez penaoz n’eo ket te eo a zoug ar c’hrizien, mes eo ar c’hrizien eo a zoug ac’hanout. 19 Lavaret a ri : Ar brankou a zo be troc’het, evit ma vijen me grefet. 20 Mad râl ; lamet int bet abalamour d’ho diskredoni ; mes te, te a choun dre ar feiz ; n’en em ourgouil ket mes bez aoun. 21 Rag ma n’hen deu ket Doue espernet ar brankou naturel, diwal na vez ket espernet ken nebeut. 22 Laka evez eta euz a vadelez hag euz a c’harventez Doue : he c’harvder en kever ar re a zo kwezet : mes he vadelez ez kenver te, mar kendalc’hez er vadelez se : anez, te a vezo ive dilamet. 23 Hag evithei, ma na gendalc’hont ket er diskredoni, e vefont grefet ; rag Doue hen deuz ar galloud d’ho grefa a nevez. 24 Rag, mar d’out bet troc’het euz an Olivezen gouez dre he natur, ha mar d’out bet, a enep lezen an natur, grefet var eun Olivezen vad : pegement mui ar re a zo ar brankou naturel na vefont int ket grefet var ho Olivez ho-unan ? 25 Rag na fell ket d’in, va breudeur, na wefac’h ket ar mister ma, evit na vefac’h ket fur d’ho taoulagad oc’h unan ; penaoz eul loden euz a vugale Israel a zo kwezet er galeder, bete ma vezo holl bobl ar baïaned eet en Iliz. 26 Hag evel se holl Israel a vezo salvet, evel ma eo skrivet : Al liberatour a zeuo euz a Sion, hag e pellaio euz a Jakob pep fallagriez. 27 Ha kement ze a vezo ma c’honvenans ganthei, pa lamim ho fec’hejou. 28 Gwir eo penaoz int inimied en kenver an Aviel, abalamour deoc’h ; mes divarben ar choazidigez, int karet abalamour d’ho zadou, 29 rag donezonou, ha galvedigezou Doue a zo didoruz. 30 Hag evel ma ez oc’h bet gweach all dizent euz Doue, ha ma oc’h euz brema bet trugarez dre ho dizentidigez ; 31 en hevelep doare, int a zo bet brema dizent, evit m’ho devezo, dre an drugarez pehini a zo roet deoc’h-hu, ive trugarez. 32 Rag Doue hen deuz dastumet an holl dud en disentidigez, evit ober trugarez d’an holl.

33 O dounder a binvidigez, hag a furnez hag a anaoudegez a Zoue ! Pegen diweluz eo he varnedigezou, ha pegen digompren eo he hentchou ! 34 Rag piou hen deuz anavezet sonj an Aotrou, pe, piou a zo bet he guzulier ? 35 Pe, piou hen deuz roet dezhan, ar c’henta, hag a zo bet en distro paeet a gement se ? 36 Rag, an holl draou a zo anezhan, ha drezhan, hag evithan ! Dezhan ra vezo ar gloar en holl ganvechou ! Amen !


12 OC’H alia a ran eta, breudeur, dre an drugarez a Zoue, da ginnik ho korfou en sakrifis beo, santel hag agreabl da Zoue, ar pez eo ho servich leal. 2 Ha n’en em blegit ket d’ar c’hantvet ma, mes bezit chanchet gant adnevezidigez ho spered, evit ma wefet penaoz bolonte Doue a zo mad, agreabl ha parfet.

3 Mes, gant ar c’hras pehini a zo bet roet d’in, e lavaran da bep hini ac’hanoc’h, n’ho pezet ket ac’hanoc’h oc’h unan eur sonj brasoc’h evit a zo ret, mes kaout santimanchou izel, hervez ar muzur a feiz hen deuz Doue roet da bep hini. 4 Rag evel hon deuz meur a ezel en eur c’horf hepken, ha ma n’ho deuz ket an holl izili ar memeuz labour ; 5 evel se ni, pere a zo meur a hini, ez omp eur c’horf hepken er C’hrist ; ha ni a zo pep hini ac’hanomp an izili an eil euz egile, 6 o kaout koulskoude donezonou differant, hervez ar c’hras pehini a zo bet roet deomp ; pe ar brofesi, evit he ober, hervez muzur ar feiz ; 7 pe ar zervich, evit en em staga d’ar zervich, pe ar gelena-

978