Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/980

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ROMANED, 7.

hu ket penaoz ma en em rente mevel da unan benag evit sent outhan oc’h mevel d’an hini euz a behini e sentit ; pe euz ar pec’hed evit ar maro, pe euz ar sentidigez evit ar justis ? 17 Mes grasou ra vezo roet da Zoue, euz ar pez, goude bezi bet mevelien d’ar pec’hed, oc’h euz sentet a galoun, da reglen ar greden pehini a zo bet roet deoc’h. 18 Ha tennet euz ar pec’hed, oc’h deuet mevelien euz ar justis. 19 Komz a ran hervez gis an dud, abalamour da zinersded ho kig. Rag, evel ma oc’h euz bet roet ho memprou da zervichi al lousdoni hag an injustis evit ar fallentez, evel se roit anezhei brema evel mevelien d’ar justis evit ar zantelez. 20 Rag, pa oac’h mevelien ar pec’hed, e oac’h libr en kenver ar justis. 21 Petra frouez a dennac’h-hu eta neuze euz an traou euz a bere oc’h euz-hu mez brema ? Rag ho fin eo ar maro. 22 Mes brema tennet euz ar pec’hed ha mevelien da Zoue, e tennit frouez a gement se evit ar zantelez hag evit fin ar vuez eternel ; 23 rag gobr ar pec’hed eo ar maro ; mes donezon Doue, eo ar vuez eternel en Jesus-Krist hon Aotrou.


7 BREUDEUR, na ouzoc’h-hu ket (rag komz a ran da dud hag a anavez al lezen), penaoz al lezen n’hen deuz galloud var an den nemed enpad ma ema en buez ? 2 Rag, ar vreg pehini a zo dimezet, a zo ereet dre al lezen d’he ozac’h, en keit ha ma eo beo ; mes mar marv an ozac’h, eo dizereet euz a lezen an ozac’h. 3 Mar dimez eta, da eur goaz all enpad buez he ozac’h, e ra avoultriach ; mes mar marv he ozac’h, eo dizereet euz al lezen, en hevelep doare ma na ra ket avoultriach, mar dimefe da eur goaz all. 4 Evel se eta, c’hwi ive, ma breudeur, maro oc’h d’al lezen, dre gorf ar C’hrist, evit beza da eun all da c’houzout eo, d’an hini pehini a zo adsavet a varo, evit ma tougfemp frouez evit Doue. 5 Rag, pa oamp er c’hik, c’hoantou ar c’hik boutet gant al lezen, a laboure en hor memprou, en eun doare da brodui frouez evit ar maro. 6 Mes brema, ni a zo delivret euz al lezen, o veza maro d’an hini, dindan pehini e oamp dalc’het, en hevelep doare ma servichomp Doue en eur spered nevez, ha nan hervez al lizeren pehini a zo kosaet.

7 Petra a lavarfomp-ni eta ? Al lezen eo a ra ar pec’hed ? E nep doare ! Koulskoude, n’em euz anavezet ar pec’hed nemed dre al lezen ; rag n’em bije ket anavezet ar c’hoantou-fall, ma n’en dije ket al lezen lavaret : N’az pezo ket a c’hoantou-fall. 8 Mes ar pec’hed, kemer an tu euz ar gourc’hemen, hen deuz lekeet da sevel ennoun pep sort c’hoantou-fall. Rag hep al lezen, eo ar pec’hed maro. 9 Evidoun me, gwech all hep lezen, e veven ; mes ar gourc’hemen o veza deuet, ar pec’hed hen deuz adkemeret buez, ha me a zo maro ; 10 hag eo en em gavet penaoz ar gourc’hemen a dlee rei d’in ar vuez, hen deuz roet d’in ar maro. 11 Rag ar pec’hed, o kemer an tu euz eur gourc’hemen, hen deuz tromplet ac’hanoun, ha drezhan hen deuz va lazet. 12 Evel se al lezen a zo zantel, hag ar gourc’hemen a zo zantel, gwirion ha mad.

13 Ar pez a zo mad, ha roet hen deuz d’in eta ar maro ? E nep doare ! mes ar pec’hed eo, evit m’en em diskweje pec’hed, en eur rei d’in ar maro dre eun dra vad ha ma teufe ar pec’hed da veza gwal bec’her dre ar gourc’hemen. 14 Rag, ni a oar penaoz eo al lezen spirituel ; mes me a zo kiguz, gwerzet d’ar pec’hed. 15 Rag ne gavan ket mad ar pez a ran, na ran ket ar pez a fell d’in, mes ar pez a gasaan. 16 Ha, mar gran ar pez na fell ket d’in, ec’h anavezan dre gement se penaoz eo mad al lezen. 17 Ha brema n’eo ket me eo a ra anezhan, mes ar pec’hed eo pehini a choum ennoun. 18 Rag anaout a ran penaoz ar mad na choum ket ennoun, da lavaret eo, em c’hik, rag c’hoant em euz da ober ar mad ; mes ne gavan ket ar galloud d’he ober. 19 Rag ne ran ket ar vad a fellfe d’in ; mes ober a ran ar fall ne garfen ket ober. 20 Mar gran ar pez na fell ket d’in, n’eo ket me eo hen gra, mes ar pec’hed eo pehini a choum ennoun. 21 Kaout a ran eta al lezen ma ennoun ; pa fell d’in ober ar mad, ar fall a zo stag ouzin. 22 Rag kemer a ran plijadur en lezen Doue, hervez an den a ziabarz ; 23 mes gwelet a ran eul lezen all em izili, pehini a ra brezel a enep lezen ma spered ha pehini am laka mevel dindan lezen ar pec’hed, pehini a zo em izili. 24 Den miserabl ma’z oun ! piou a zelivro ac’hanoun euz ar c’horf ma a varo ? 25 Trugarekaat a ran Doue dre hon Aotrou Jesus-Krist ! Me a zo eta va unan dre ar spered, dindan lezen Doue.

974